Victoria Eugenia de Battenberg

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
  • Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Victoria Eugenie of Battenberg gwisket e Spagnolez. Poltred gant Joaquín Sorolla.

Victoria Eugenie Julia Ena of Battenberg hec'h anv saoznek, pe Victoria Eugenia de Battenberg e spagnoleg, ganet e 1887, e Balmoral, en Aberdeenshire, e Skos, ha marvet e 1969 e Lausanne, e Suis, a voe rouanez kenseurtez Spagn goude dimeziñ d'ar roue Alfonso XIII (1886-1941).


He buhez

Merc'h-vihan e oa d'ar Rouanez Victoria, ha mamm-gozh eo da Juan Carlos Iañ.

Diskaret e voe he fried gant savidigezh Eil Republik Spagn.


Bugale

Victoria Eugenia en 1918 gant he c'hwec'h bugel.

Seizh bugel he doe:

  • Alfonso (Alfonso Pío Cristino Eduardo) (1907–1938), priñs Asturiez, ganet hemofil, a zilezas e wirioù pennhêr en 1933 da zimeziñ gant un itron guban, Edelmira Sampedro y Robato en Suis, hag a voe anvet diwar neuze Kont Covadonga. Pa dorras e zimeziñ ec'h addimezas en Cuba gant Marta Esther Rocafort y Altuzarra.
  • Jaime (Jaime Leopoldo Isabelino Enrique) (1908–1975), infant Spagn, mut ha bouzar diwar ar mastoiditis da bevar bloaz, a zilezas e wirioù en 1933; anvet Dug Segovia. Dimezet div wech:
    • en Italia da Emanuela de Dampierre
    • en Aostria da Charlotte Luise Auguste Tiedemann. Evel danvez pennhêr da gurunenn Bro-C'hall etre 1941 ha 1975 e oa anavezet evel dug Anjev.
  • Beatriz (Beatriz Isabel Federica Alfonsa Eugenia) (1909–2002), Infantez Spagn dimezet en Italia da Vvet priñs Civitella Cesi, eus an Tiegezh Torlonia.
  • Fernando, ganet-marv en 1910.
  • María Cristina (María Cristina Teresa Alejandra) (1911–1996), Infantez Spagn, dimezet en Italia da Iañ Kont Marone-Cinzano (intañv eus Noemí Rosa de Alcorta y García-Mansilla, goude bet tri bugel ganti).
  • Juan (Juan Carlos Teresa Silvestre Alfonso) (1913–1993) infant Spagn, ha Kont Barcelona, danvez pennhêr d'ar gurunenn etre 1941 ha 1977. Dimezet en Italia d'e geniterv ar briñsez María de las Mercedes de Borbón-Dos Sicilias y Orleans. Dezhañ e tegouezhas ar gwirioù, a voe legadet d'e vab Juan Carlos Iañ, Roue Spagn.
  • Gonzalo (Gonzalo Manuel María Bernardo) (1914–1934), infant Spagn, ganet hemofil; marvet da ugent vloaz.


Goude genel ar seizh bugel-se ez eas da fall an darempredoù etre ar roue hag ar rouanez, hag un toullad serc'hed en doe Alfonso XIII .



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.