Yakari
Yakari
Titl | Yakari ![]() |
---|---|
Labour da-heul | Yakari ![]() |
Ti-embann | Dargaud ![]() |
Bro orin | Bro-C'hall ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | galleg ![]() |
Deiziad kregiñ | 13 Gwe 1983 ![]() |
Senarioour | Job (André Jobin) ![]() |
Skeudennaouer | Derib ![]() |
Lec'h an istor | Norzhamerika ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.bandgee.com/yakari ![]() |
Endro e-lec'h e tispak | dezerzh ![]() |
Yakari a zo ur rummad istorioù bet krouet gant Derib ha Job evit ar vugale. Kontañ a reont troioù-kaer ur Siou bihan eus plaenennoù Amerika an Norzh hag a oar kaozeal gant al loened. Mignon bras eo gant ur marc'hig, Kurunig. Erer-bras eo e dotem ha Nanabozo, al lapin bras, totem e vignonez Kanevedennig.
Niverus eo an albomoù bet embannet e ti Casterman.
Un toullad albomoù a zo bet troet e brezhoneg :
- Yakari e Bro an avanked, troet hag embannet gant Keit Vimp Beo, 1984.
- Yakari ha Nanabozo, troet hag embannet gant Keit Vimp Beo, 1984.
- Sekred Kurunig, troet hag embannet gant Keit Vimp Beo, 1984.
- Yakari hag an estranjour, troet hag embannet gant Keit Vimp Beo, 1984.
- Yakari hag Erer-bras, troet hag embannet gant Keit Vimp Bev, 1987.
- Yakari hag an ejen moueek gwenn, troet hag embannet gant Keit Vimp Bev, 1987.
- Yakari e bro ar bleizi, troet hag embannet gant Keit Vimp Bev, 1987.
- Yakari hag ar grizli, troet hag embannet gant Keit Vimp Bev, 1987.
- Prizonidi an enezenn, troet hag embannet gant Keit Vimp Bev, 1987.