Yuzevien

Yuzevien
ethnoreligious group, broad, pobl
Iskevrennad euspobl Kemmañ
Anv er yezh a orinיהודים Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethebraeg Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Anvet diwarYehouda Kemmañ
StadIsrael Kemmañ
Bro orinRouantelezh Yehouda Kemmañ
Studiet gantJewish studies Kemmañ
IstorJewish history Kemmañ
Enebet ouzhJentiled Kemmañ
Roll elfennoùlists of Jews Kemmañ

Ar Yuzevien (hebraeg: יְהוּדִים / yehoudim, gregach : Ἰουδαῖοι / Ioudaĩoi, latin : Iudaei), a zo izili ur bobl dre o yuzevegezh, pe ur gumuniezh relijiel dre ar yuzeviezh.
Hervez o hengoun e tiskennont eus patriarked a zo meneget en Testamant Kozh evel Abraham, eus ur bobl semitek undoueour eus Palestina.
Strewet e voent dre ar bed a-bezh e-kerzh ar c'hantvedoù (an diaspora), heskinet alies — an heskinadeg washañ e voe ar Shoah e-kreiz an XXvet kantved —, met kalzik anezho a zistroas da sevel stad Israel, hag un tammig en tu-hont da 40% anezho a zo o vevañ eno.

Piv a zo Yuzev?

N'emañ ket an holl Yuzevien a-du war ar poent-se, met gallout a reer neoazh sevel roll ar poentoù heverkañ ha degemeretañ:

  • Hervez gouarnamant Israel hag al lezenn war ar gwir d'an distro (hervez enkemmad 1970): Yuzev eo an den en deus ur vamm yuzevez, pe an den a zo troet ouzh ar yuzeviezh (ar relijion yuzev) ha n'en deus relijion all ebet[1].
  • Dre vras e tegemer ar Yuzevien e vefe Yuzev kement diskennad eus Yuzevien ha pa ne heuilhfe ket ar relijion, ha war an tu all e tegemeront da Yuzev an dud troet ouzh o relijion ha pa ne vefent ket Yuzevien a-orin[2].
  • Un identelezh a zo ivez, disheñvel diouzh ar relijion, gant ar santimant da vezañ ezel eus ur bobl, ha dre an istor a-hed ar c'hantvedoù, al liamm gant Israel, ouzhpenn ar sevenadur gant sonerezh, ar yezh, ar boued, ar mod bevañ…; ar pep brasañ eus ar Yuzevien, ha p’o dije dilezet o relijion, a chom stag ouzh o identelezh[2].
  • N'eus ket eus ur "ouenn" yuzev pa gaver Yuzevien gant kroc'hen gwenn, gant kroc'hen du, gant kroc'hen melen; ouzhpenn se e vagont disfiz diouzh ar c'heal "gouenn"-se dreist-holl abaoe politikerezh an Trede Reich en o eneb, diazezet war ar c'heal-se[2].

Ar Yuzevien dre ar bed

Hervez Burev Kreiz Israel ar Stadegoù e oa 13 421 000 a Yuzevien dre ar bed e 2009, da lavaret eo war-dro 0,19% eus poblañs ar bed[3].

Hervez ar broioù

Bro Yuzevien (niver) Yuzevien (%)
Israel 5 916 200[4] 75,52%
Stadoù-Unanet 5 275 000 1,71%
Frañs 483 500 0,77%
Kanada 375 000 1,11%
Rouantelezh-Unanet 292 000 0,47%
Brazil 207 329 0,10%
Rusia 205 000 0,15%
Arc'hantina 182 300 0,45%
Alamagn 119 000 0,15%
Aostralia 107 500 0,50%
Ukraina 71 500 0,16%
Suafrika 70 800 0,14%
Hungaria 48 600 0,49%
Mec'hiko 39 400 0,04%
Belgia 30 300 0,28%
an Izelvroioù 30 000 0,18%
Italia 28 400 0,05%
Bed 13 558 300 0,21%


Pennadoù kar

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.