Zouav

Ar Zouaved zo anv bagadoù troadeien skañv implijet gant lu gall Afrika, etre 1830 da 1962.
Krouet e voe ar Zouaved e-pad aloubadeg Aljeria e 1830 gant goprsoudarded aljerian eus meuriad ar Zouaoua, a ginnige soudarded da Rejantelezh Aljer en he brezelioù a-enep ar galloudoù europat.
Liammet e vez alies ar Zouaved ouzh skeudenn emgannoù an Eil Impalaeriezh hag anavezet int evit o gwiskamant ispisial.
Istor ar Zouaved gall
Aloubadeg Aljeria
Goude dilestradeg al lu gall en Aljeria e 1830 e voe tutaet gant an ofiserien 500 goprsoudard implijet en a-raok gant an Impalaeriezh Otoman. Aozet e voe en un doare ofisiel ur "c'horf arabed zouav" hag a implijas Zouaoua met ivez Arabed, Voured, Koulougli. Sterniet e oant gant ofisierien o doa servijet e Gres e-pad ar Brezel Dizalc'hiezh eno.
Daoust ma oa kemmesk orinoù ar soudarded, ar goproù a oa heñvel evit an henvroidi hag evit ar C'hallaoued.
Kemer a rejont perzh er stoum a-enep ar bey Tittery hag e aloubjont Blida ha Medea . Dont a rejont da vezañ brudet d'an 3 a viz Gouere 1831 pa voe dalc'het ganto ul lec'h evit gwareziñ kiladeg gwarnizon Medea.
Ma oa gwelet mat an ingalded etre an henvroidi hag ar C'hallaoued, ne c'hellas ket ar c'horf soudarded diorren kement ha ma oa bet soñjet, dreist-holl abalamour da ziaesterioù evit tuta henvroidi ha d'an dilec'h etre an ofisierien c'hall hag ar soudarded aljerian. Adkempennet e voe ar c'horf gant 1400 soudard rannet etre 10 kompagnunezh (8 henvroat, 2 c'hall penn-da-benn). Strishaet e voe an divizoù tuta evit an Aljerianed. Lamoricière a voe anvet da gommandant ar c'horf nevez. Diskouez a reas e efedusted e-pad seziz Konstantin d'an 13 a viz Here 1837 .
D'an 3 a viz Kerzu 1840, ar c'horonal Cavaignac a gemeras penn ar Zouaved. Dindan e aotrouniezh e kemeras perzh ar c'horf en ergerzhadeg Ouarsenis (1842), en emgann Isly (1844), ha kemer a rejont Zaatcha e 1849.
D'an 13 a viz 1852 e voe lieskementet dre dri niver ar rejimantoù zouaved gant Louis-Napoléon. Hag evit o diforc'hañ an eil diouzh egile e veze lakaet ul liv war o chupenn. Kemer a rejont perzh da c'houde e mougerezh an emsavadegoù en Aljeria : aloubadeg Laghouat (1852), ergerzhadeg Babors (1853), Kabilia (1857) [1], emsavadeg Mokrani (1871)...
Kampagnoù an Eil Impalaeriezh
Kreskaet eo bet niver ar rejimantoù gant Napoleon III betek pevar e 1854 (ar pevare o vezañ lakaet e servij ar Gward Impalaerel). Mojenn ar zouaved a voe ganet diwar oberoù milourel an Eil Impalaeriezh.
- Brezel Krimea a voe kentañ emgann ar Zouaved er-maez eus Aljeria. Un taol-nerzh a rejont e-pad Emgann Alma, lec'h ma voe tapet ar c'hanolierezh rusian ha troet ar c'hanolioù a-enep dezho. Tri eus ar seizh rejimant a gemeras perzh e aloubadeg Tour Malakoff a oa rejimantoù Zouaved. Eno e tapjont brud peogwir e verkas an emgann-se fin seziz kreñvlec'h Sevastopol, goude 349 devezh, ar pezh a lakaas un termen da vrezel Krimea a-benn ar fin[2].
- E-pad an emelladenn en Italia, kemer a reas ar Zouaved perzh en emgannoù Magenta ha Solferino. Goude Emgann Palestro, d'an 31 a viz Mae 1859, e voe anvet roue Sardigna Victor-Emmanuel II da gaporal a-enor ar rejimant.
- E-pad an emelladenn c'hall e Mec'hiko adalek 1861 e voe implijet ar Zouaved en dezerzh. Evit aloubiñ tachennoù bras an dezerzh mec'hikan e voe savet unvezioù marc'hegerezh.
- E 1870, e-pad brezel Bro-C'hall ouzh Prusia, e harzas ar rejimantoù zouaved un argad alaman, e-lec'h ma voent brudet evit o argadegoù dic'hortoz gant o baionetezioù staget ouzh o fuzuilhoù Chassepot. Ar rejimantoù Zouaved a voe diskaret goude gwallreuz Sedan war-lerc'h disklêriadur ar Republik, met teuzet e voent en Arme Difenn Broadel savet d'an 28 a viz here 1870. Kemer a rejont perzh e difenn Pariz, e emgannoù Châtillon, Villiers-sur-Marne, Champigny hag Hericourt e reter Bro-C'hall.
IIIe Republik
Adsavet e voe ar pevar rejimant Zouaved e 1872. Gant o skiant-prenet e kemerjont perzh en obererezhioù flastrañ a bep seurt er Maghreb (bloavezhioù 1880 ha 1890), ha goude-se e aloubadeg Maroko etre 1907 ha 1912.
Adalek 1883 e voe kaset ar Zouaved en ergerzhadegoù Tonkin, ha Sina e 1900, ha diskaret e voent goude an ergerzhadeg-se. Elfennoù zouaved a voe implijet dreist-holl da stourm ouzh ar Bannieloù Du e Tonkin (1883).
Da heul lezenn an 9 a C'hwevrer 1899 e kasas pep rejimant Zouav ur batailhon da Vro-C'hall. Staliet e voent en-dro da Bariz (kreñvlec'hioù Rosny, Choisy ha Nogent), hag e-kichen Lyon (kampoù Sathonay ha La Valbonne), ar pezh a lakaas dilhad ar Zouaved da vezañ anavezet gant an dud.
Brezel-bed kentañ
E miz Kerzu 1914 hag e miz Genver 1915 e voe savet 5 rejimant Zouaved nevez. Goude an emgannoù kentañ e asantas pennoù-bras an arme kempenn en-dro dilhad ar Zouaved, a oa gwelet evel re splann evit an emgannoù e Bro-C'hall. E 1915, an dilhad danvez kaki - anavezet evel «sezv » - arouezius eus al Lu afrikan, a zeuas da vezañ o gwiskamant hag hini ar soudarded trevadennel d'ar mare-se. N'eus nemet ar chechia hag ar gouriz gloan glas a roe an tu da ziforc'hañ ar zouaved diouzh ar soudarded c'hall all.
Goude 1919 e voe diskaret ar rejimantoù savet evit ar Brezel Bras. Dalc'het e voe c'hwec'h rejimant (ar pevar “kozh” en o zouez) nemetken. Etre 1920 ha 1927, kaset e voent da Varoko e-pad Brezel ar Rif e 1925 ha 1926.
Eil Brezel-bed

E diskar-amzer 1939 e voe kreñvaet rejimantoù ar Zouaved en-dro : tremen a rejont eus 1850 soudard da 3000. Dek rejimant Zouaved a stourmas neuze e-pad Emgann Bro-C'hall, e mizioù Mae hag Even 1940. Dre ma ne oant ket prientet mat e voe lazhet pe tapet an darn-vrasañ anezho. Arsav-brezel 1940 a ziskaras anezho.
Goude dilestradeg ar galloudoù kevredet e Norzhafrika e miz Du 1942, krouet e voe ar Zouaved en-dro ha tutaet en o zouez muzulmaned ivez [3]. Kemer a rejont perzh e stourm Tunizia e 1942-1943, hag emgannoù Bro-C'hall hag Alamagn e 1944-1945.
Brezel Aljeria
Adalek penn-kentañ Brezel Aljeria, ar Zouaved, savet dreist-holl gant soudarded galvet, a voe kaset eus Bro-C'hall pe eus an departamantoù aljerian en-dro, da virout an urzh e Aljeria. Stourm a rejont neuze a-enep d'ar rouedadoù FLN niverus ha klask a rejont mougañ an emsavadeg er c'hêrioù betek fin ar brezel. En arsav-brezel d'an 19 a viz Meurzh 1962 o verkañ fin Brezel Aljeria e voe diskaret ar rejimantoù Zouaved diwezhañ.
Perzhioù ar Zouaved c'hall
Savet e voe gwiskamant ar Zouaved diwar dilhad hengounel ar baotred aljerian e 1831 gant ar jeneral Lamoricière. Ne cheñcho ket an dilhad Zouav ez-ofisiel etre 1830 da 1962. Met adalek 1915 ne voe ket implijet ar gwiskamant war an dachenn ken.
Ennañ ez eus un tog arab anvet «chechia », ur seurt chupenn feltr ruz, hag a zeuas da vezañ glas dindan an Eil Impalaeriezh. Un tulban kotoñs gwenn ruilhet e mod ur silzigenn tro-dro d'ar chechia a oa gante ivez. Ar stammenn, a veze graet ar «bedaia » anezhi, a oa ur vantell bolero e mod aljerian. Ar bragoù arab, ar « bragoù harem » (a vez anvet « sarouel » ivez) en deus ur stumm ledan ha n'eus disparti ebet etre an div c'har. Un toull en deus zoken en traoñ, « Toull Lamoricière », graet evit leuskel an dour da redek kuit pa veeze treuzet ar stêrioù.

Zouaved eus ar broioù all
Ar brud gounezet gant rejimantoù ar Zouaved c'hall e-kerzh an XIXvet kantved en Aljeria ha Krimea a roio ar soñj da armeoù estren da grouiñ rejimantoù heñvel.
- Ar re gentañ anezho a voe zouaved ar pab ( Zuavi Pontifici), savet e 1860 dindan ar pab Pi IX ; karget e voe eeus o aozadur ar jeneral gall de La Moricière, en doa adreizhet ar Zouaved en Aljeria e 1841. Stourm a rejont d'an 3 a viz du 1867 e Mentana a-enep soudarded Garibaldi a felle dezho aloubiñ Roma evit he unaniñ ouzh Rouantelezh Italia. Diskaret e voent goude aloubadeg Stadoù ar Pab pa zegouezhas Viktor Emmanuel II e Roma e 1870.
- En Impalaeriezh Brazil e veze graet Zuavos baianos (« Zouaved Bahia ») eus un unvez o tont eus stad Bahia, bet stourmet gante e-pad Brezel Paraguay (1864-1870) [4].
- Meur a unvez Zouaved a voe savet ivez en daou du stadunanat e-pad ar Brezel diabarzh : Arme an Norzh a lakaas ouzhpenn 70 unvez da stourm dindan anv ar Zouaved ; padal e voe aozet darn anezho gant ar Su gant ouzhpenn 25 kompagnunezh Zouaved [5]. An diforc'h gant an arme reoliek eo e voe implijet ar Zouaved e-giz bagadoù skañv da harellat an enebour a-raok un emgann ledanoc'h.
- Zouaved ar Marv, Żuawi śmierci e poloneg, a oa un unvez zouaved savet e-pad Emsavadeg Polonia a-enep ar Rusianed etre 1861 ha 1864. Aozet int bet gant al letanant gall François Rochebrune, ha dont a ra o anv eus o ger-stur "an trec'h pe ar marv", rak ne veze ket kilet ganto.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Historique regiments de zouaves. Kavet : 2021-07-31.
- ↑ Zouaves à Malakoff (en). Kavet : 15 mars 2021.
- ↑ Anthony Clayton, Histoire de l'Armée française en Afrique 1830-1962, Albin Michel, 1994, p. 258.
- ↑ (en) Hendrick Kraay, I Die with My Country: Perspectives on the Paraguayan War, 1864-1870, University of Nebraska, 2004 Chapter 4 « Patriotic Mobilization in Brazil; The Zuavos and Other Black Companies » (ISBN 0803227620)
- ↑ U.S. Civil War Zouave Uniform Jacket. Kavet : 2008-06-12.
Pennadoù kar
- Arme Afrika
- Fuzuilherien
- Batailhon Kanada ar Zouaved Pontifikel
- ar Zouav Jakob