14 Meurzh
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1774 : erruout a ra ar moraer saoz James Cook en Enez Pask.
- 1891 : lezenn hag a laka eur Pariz da dalvezout e pep lec'h er Stad C'hall.
- 1937 : gant ar pab Pi XI eo embannet ar c'helc'hlizher Mit brennender Sorge, diwar-benn an Iliz katolik en Trede Reich hag a-enep an naziegezh.
- 1939 : aloubet eo Bohemia ha Moravia gant armeoù Alamagn.
- 1939 : dont a ra Slovakia da vezañ ur stad dizalc'h ha distag diouzh Tchekia.
- 1984 : klask a reer lazhañ Gerry Adams, penn Sinn Féin, en em denn, gloazet-bras.
- 2006 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Cars e Stadoù-Unanet Amerika.
- 2013 : mont a ra Xi Jinping da brezidant Republik Pobl Sina.
Ganedigezhioù
- 1681 : Georg Philipp Telemann, sonaozer alaman.
- 1804 : Johann Strauss (tad), sonaozour aostrian.
- 1844 : Umberto Iañ, kentañ roue Italia unanet.
- 1847 : Castro Alves, barzh brazilat.
- 1866 : Aleksei Troitzky, mestrc'hoarier echedoù soviedat, saver studiadennoù echedoù.
- 1879 : Albert Einstein, fizikour ganet en Alamagn, tapet gantañ ar Priz Nobel.
- 1903 : Mustafa Barzani, politikour eus Kurdistan Irak.
- 1905 : Raymond Aron, prederour gall.
- 1909 : Léon Le Calvez, reder war varc'h-houarn breizhat.
- 1933 : Georges Lamia, melldroader (diwaller-pal) gall.
- 1945 : David Levy, mestrv'hoarier echedoù skosat.
- 1952 : Kristen Noguès, telennourez.
Marvioù
- 840 : Eginhard, manac'h frank ha skrivagner latin.
- 1471 : Thomas Malory, skrivagner saoz, oberour La morte d'Arthur.
- 1868 : Édouard Verreaux, dastumer, naturour hag evnoniour gall.
- 1883 : Karl Marx, prederour ha politikour alaman.
- 1951 : Gwilherm Berthou-Kerverzhiou (e anv-pluenn), skrivagner brezhonek.
- 1989 : Zita von Bourbon-Parma, diwezhañ impalaerez Aostria-Hungaria
- 2006 : Lennart Meri, skrivagner estonek ha prezidant Estonia.
- 2009 : Alain Bashung, kaner-sonaozer gall.
- 2014 : Tony Benn, politiker saoz.
- 2018 : Stephen Hawking, astrofizikour saoz.
- 2018 : Liam O'Flynn, soner iwerzhonat.
Lidoù
- Deiziadur henroman : Pridie idus Martias. Equirria. Mamuralia = an deiz kent idus Meurzh. Gouel ar c'hezeg. Gouel e koun Mamurius[1].