An 20 a viz Meurzh eo 79vet devezh ar bloaz en deiziadur gregorian (80vet er bloavezhioù bizeost). Chom a ra 286 devezh betek fin ar bloaz.
Darvoudoù
1602 : Kompagnunezh Indez ar Reter a zo savet gant an Izelvroioù.
1739 : Nadir Shah a aloub Delhi en India hag a lak en arigrap ar gêr.
1760 : "Tan-gwall Meur" Boston a zistruj 349 savadur.
1815 : Napoléon Bonaparte a ya tre e Pariz, goude bezañ tec'het eus enez Elba, ha war e lerc'h un arme a 140,000 den hag un 200,000 bennak soudard a youl-vat. Penn-kentañ ar C'hant Devezh eo.
1852 : Harriet Beecher Stowe a embann he levr Uncle Tom's Cabin.
1856 : faezhet eo soudarded William Walker gant arme Costa Rica.
1883 : sinadur Emglev Pariz evit Difenn ar Berc'henniezh Industriel.
1899 : Martha M. Place a zeu da vezañ ar c'hentañ maouez lakaet d'ar marv war ur gador-dredan er Stadoù-Unanet.
1913 : Sung Chiao-jen, unan eus krouerien Strollad Broadelour China (KMT), a zo gloazet en ur striv da zrouklazhañ anezhañ. Mervel a ra daou zevezh diwezhatoc'h.