19 Eost
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1493 : dont a ra Masimilian Iañ, pried kentañ Anna Vreizh da vezañ impalaer an Impalaeriezh santel roman german.
- 1505 : erruout a ra Anna Vreizh er Folgoed da-geñver he Zro Breizh.
- 1691 : trec'h eo Arc'hdugelezh Aostria war an Impalaeriezh Otoman en Emgann Slankamen.
- 1919 : Afghanistan dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1942 : ur c'hwitadenn eo Taol Jubilee (dilestradeg saoz e Dieppe (Seine-Maritime a-vremañ)).
- 1989 :
- aet Tadeusz Mazowiecki da Gentañ Ministr Polonia.
- da-geñver ur piknik a-stroll e-kichen Sopron e tremen 600 den eus Republik Demokratel Alamagn eus Hungaria da Aostria : deroù diskar Republik Demokratel Alamagn an hini eo.
Sportoù
- 1918 : krouet eo Kevre mell-droad ar C'hornôg.
- 1984 : loc'hañ a ra kentañ Treizhadeg Atlantel Kebek-Sant-Maloù diouzh glannoù stêr Sant Laorañs.
- 2016 : evit ar wech kentañ en istor ar boks gall ez a Estelle Mossely da gampionez olimpek e Rio de Janeiro (Brazil).
Ganedigezhioù
- 1811 : Samuel Tickell, arzour, evnoniour, yezhoniour hag ofiser el lu breizhveuriat.
- 1845 : Edmond James de Rothschild, dastumer ha dengarour gall.
- 1848 : Gustave Caillebotte, livour gall.
- 1862 : Maurice Barrès, skrivagner ha politikour gall.
- 1877 : Pierre Quéméner, embregour ha politikour breizhat.
- 1883 : Coco Chanel (Gabrielle Bonheur Chanel hec'h anv gwir), kemenerez c'hall.
- 1902 : Georges Lacombe, filmaozer gall.
- 1914 : Raymond Marcellin, politikour gall, bet maer Gwened ha prezidant Kuzul Rannvroel Breizh.
- 1946 : Bill Clinton, prezidant Stadoù Unanet Amerika.
- 1951 : John Richard Deacon, gitarour saoz, ezel eus ar strollad sonerien Queen.
Marvioù
- 14 : Aogust (impalaer), kentañ impalaer roman hag advab da gCaius Julius Caesar.
- 1186 : Jafrez II (dug Breizh)
- 1662 : Blaise Pascal, jedoniour ha prederour gall.
- 1680 : Jean Eudes, beleg gall lakaet da sant e 1925 .
- 1810 : Jérôme-Marie Champion de Cicé, arc'heskob katolik, ministr ar Justis gall (1789) ha kannad ar Vodadeg vroadel gall.
- 1870 : Yann-Vari ar Skourr, barzh brezhonek.
- 1924 : Ferdinand Cheval (Facteur Cheval e lesanv), paotr al lizhiri hag arzour simpl gall.
- 1936 : Federico García Lorca, barzh ha dramaour spagnolek.
- 1949 : Cecil Boden Kloss, evnoniour ha loenoniour saoz.
- 1965 : Jarl Priel (Charles Trémel e anv gwir), dramaour ha skrivagner brezhonek.
- 1974 : Fernando Cerchio, filmaozer, frammer ha saver senario italian.
- 1977 : Groucho Marx, aktour stadunanat.
- 2012 : Tony Scott, filmaozer ha produer breizhveuriat.
Lidoù
- er relijion gatolik :
- Santez Gwennyn
- Devezh ar vro en Afghanistan