2 Eost
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- -338 : emgann C'haeronea, trec'h eo Fulup II Makedonia war ur c'hengevreadur kêrioù gresian renet gant Aten.
- -216 : emgann Cannae, e-pad an Eil brezel punek.
- 1133 : leañ a ra ar varoned angl-ha-norman da anavezout Matilda Bro-Saoz hag he mab ||Herri II (Bro-Saoz)|Herri II]] hêrez an tron.
- 1718 : Feur-emglev Londrez etre Rouantelezh Breizh-Veur, Rouantelezh Bro-C'hall, ar Proviñsoù-Unanet hag an Impalaeriezh santel roman german.
- 1755 : krouget eo Mari-Loeiza Tromel (Marion ar Faoued he lesanv) e Kemper.
- 1798 : dibenn emgann Aboukir, trec'h eo ar morlu breizhveurat (brezelioù an Dispac'h gall).
- 1802 : dont a ra Napoleone Buonaparte da vezañ koñsul a-hed buhez dre ur plebisit ((3 milion ya, 1 600 nan).
- 1830 : dilezel a ra ar roue gall Charlez X e veli.
- 1899 : krouet eo ar gazetenn L'Ouest-Eclair ; cheñchout a raio he anv e Ouest-France d'ar 1añ a viz Eost 1944.
- 1934 : dont a ra Hitler da vezañ Führer Alamagn.
- 1943 : emsavadeg e kamp-diouennañ Treblinka.
- 1944 : a-gevret gant al lu alaman ez a kuit ar Bezen Perrot eus Roazhon war-zu Bro-Alamagn.
- 1945 : dibenn kendiviz Potsdam.
- 1990 : aloubet eo Koweit gant armeoù Irak.
- 1993 : kaougantet eo Feur-emglev Maastricht gant ar Rouantelezh-Unanet.
- 1997 : dont a ra Mohammad Khatami da vezañ prezidant ar Republik Iran.
Sportoù
- 1908 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned ; trec'h eo Lucien Mazan (lesanvet Petit-Breton).
- 1992 : Franck David, atletour breizhat, a ya da gampion olimpek ar plankenn-dre-lien e Barcelona.
- 1996 : Jean Galfione, atletour gall ha breizhat, a ya da gampion olimpek al lammat gant ar berchenn en Atlanta (Stadoù Unanet).
- 2012 : Emilie Fer, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek ar slalom K1 e Londrez (Bro-Saoz).
Ganedigezhioù
- 1834 : Frédéric Auguste Bartholdi, kizeller gall bet savet Delwenn ar Frankiz gantañ.
- 1914 : Félix Leclerc, barzh ha kaner kebekat.
- 1920 :
- François Flohic, rezistant ha besamiral.
- Georgette Piccon, livourez.
- 1923 : Shimon Peres, politikour israelat
- 1924 : James Baldwin, skrivagner stadunanat.
- 1942 : Isabel Allende, skrivagnerez eus Chile.
Marvioù
- 1100 : Gwilherm ar Ruz, roue Bro-Saoz, eil mab Gwilherm an Alouber.
- 1343 : Olier Klison, nobl breton dibennet dre urzh roue Bro-C'hall Fulup VI, ar pezh a sacho e wreg Janed Belleville d'ar morbreizherezh.
- 1589 : Herri III, roue Bro-C'hall ha Polonia, Dug-meur Lituania.
- 1755 : Mari-Loeiza Tromel lesanvet Marion ar Faoued, krouget e Kemper.
- 1788 : Thomas Gainsborough, livour saoz.
- 1921 : Enrico Caruso, tenor italian.
- 1922 : Alexander Graham Bell, ijiner skosat ar pellgomz.
- 1934 : Paul von Hindenburg, milour ha den-stad alaman.
- 1936 : Louis Blériot, nijer ha savour kirri-nij.
- 1976 : Fritz Lang, filmaozer alaman.
- 1992 : Michel Berger, pianoour ha kaner-sonaozer gall.
- 1996 : Michel Debré, uhelkargad ha politikour gall
Lidoù
- Sant an deiz : Sant Tunio
- Devezh ar vro e Makedonia