6 C'hwevrer
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1643 : erruout a ra ar moraer izelvroat Abel Tasman en inizi Fidji.
- 1685 : dont a ra Jakes II da vezañ roue Bro-Saoz ha roue Bro-Skos, da-heul marv e vreur Charlez II.
- 1820 : erruout a ra an Amerikaned du kentañ e Liberia da sevel ur vro nevez eno.
- 1840 : sinadur Emglev Waitangi, akta diazez Zeland-Nevez.
- 1934 : da-heul an afer Staviksy, manifestadeg aozet gant an tu-dehou pellañ dirak ar Vodadeg Vroadel e Pariz : 20 den lazhet.
- 1951 : krouet eo ar strollad politikel Mebyon Kernow e Kerne-Veur.
- 1952 : dont a ra Elizabeth II da vezañ rouanez Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Hanternoz Iwerzhon, da-heul marv he zad George VI.
- 1958 : ober a ra George Harrison anaoudegezh gant John Lennon ha Paul McCartney.
- 1999 : aet Ariel Sharon da Gentañ Ministr Israel.
- 2006 : dont a ra Stephen Harper da vezañ Kentañ Ministr Kanada.
- 2023 : ouzhpenn 55 000 den a varv en ur c'hren-douar war an harzoù etre Turkia ha Siria.
Ganedigezhioù
- 1664 : Mustafa II, sultan an Impalaeriezh otoman.
- 1665 : Anne Stuart, rouanez Breizh-Veur.
- 1843 : Paul Sébillot, gwerinoniour breizhat.
- 1894 : Eric Partridge, geriadurour saoznek eus Zeland-Nevez.
- 1911 : Ronald Reagan, 40vet prezidant Stadoù Unanet Amerika (SUA).
- 1912 : Eva Braun, gwreg Adolf Hitler.
- 1917 : Zsa Zsa Gábor, aktorez hungarat ha stadunanat.
- 1932 : François Truffaut, aozer filmoù gall.
- 1945 : Bob Marley, kaner-sonaozer reggae jamaikan.
Marvioù
- 1685 : Charlez II, roue Bro-Saoz.
- 1695 : Ahmet II, sultan an Impalaeriezh otoman.
- 1740 : Klemañs XII, pab.
- 1894 : Tad Tanguy, marc'hadour livioù ha taolennoù e Pariz, mesen.
- 1918 : Gustav Klimt, livour aostrian.
- 1922 : Georg August Zenker, loenoniour ha louzawour alaman.
- 1929 : Maria Kristina, priñsez aostrian ha rouanez Spagn.
- 1935 : Jackson Showalter, mestrc'hoarier echedoù eus SUA.
- 1952 : George VI (roue ar Rouantelezh-Unanet) etre 1936 ha 1952.
- 1994 : Jack Kirby, arzour stadunanat ar c'hcomic.
- 2012 : Antoni Tàpies, arzour katalan.
- 2015 : André Brink, skrivagner afrikanek eus Suafrika.
- 2024 : John Bruton, politiker iwerzhonat, Taoiseach (1994-1997).
- 2024 : Sebastian Piñera, bet prezidant Chile.
Lidoù
- Devezhioù etrebroadel :
- Devezh etrebroadel a-enep muturniañ seks ar merc'hed.
- Devezhioù broadel:
- Gouel broadel ar Samied.
- Gouel broadel Zeland-Nevez.
- Sent an deiz:
- sant Mael, eus Iwerzhon (Vvet kantved)
- santez Agiol, leanez (Vvet kantved)
- sant Aman, eskob Maastricht, genidik eus Bro-Naoned (VIIvet kantved)