Agnolo Bronzino
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/83/Angelo_Bronzino_-_Venus%2C_Cupid%2C_Folly_and_Time_-_National_Gallery%2C_London.jpg/300px-Angelo_Bronzino_-_Venus%2C_Cupid%2C_Folly_and_Time_-_National_Gallery%2C_London.jpg)
Agnolo di Cosimo, lesanvet Angelo Bronzino, pe Agnolo Bronzino (17 a viz Du 1502 - 23 a viz Du 1572) a oa ul livour italian, ganet ha marvet e Firenze, hag unan eus poltredourien veur ar XVIvet kantved, hag ur skouer eus ar Mannerismo en arz relijiel.
Diskibl e voe da Raffaellino del Garbo, da b-Pontormo goude (gantañ e voe advabet), ha da Girolamo Genga a levezonas e zoare.
Dont a rae e lesanv eus liv teñval e groc'hen.
Kerc'het e oa bet gant Cosimo Iañ de' Medici e 1539 evit kinklañ e eured gant Eleonora di Toledo, merc'h bezroue Naplez. Da-heul se e voe livour ofisiel lez an dug.
Eontr e oa da Alessandro Allori, a voe diskibl dezhañ, hag a sine ivez Bronzino a-wechoù. En e di e varvas p'edo en e 70 vloaz.
Listenn e oberennoù en Ofisoù Firenze
Gwelout e oberennoù
- Un tregont taolenn diwar e zorn e-barzh Roll livadurioù Angelo Bronzino.