Audi
Audi zo ur gompagnunezh alaman a sav kirri-tan hag a zo bet krouet d'ar 16 a viz Gouere 1909 get August Horch. Un iskevredad ag ar c'hevredad Volkswagen AG eo. Anv ofisiel an embregerezh eo AUDI AG. En Ingolstadt e Bavaria emañ sez ar gompagnunezh. August Horch en deus savet ivez, a-raok Audi, ar merk Horch, met diwezhatoc'h en deus staget anezho. Kement hag Auto Union Deutsche Industrie e talvez Audi, da lavaret eo "strollad tangarrerezh Alamagn". Ur merk kirri-tan brudet eo Audi hiziv-an-deiz.
Bep blez e vez gwerzhet un niver bras a girri-tan Audi, a-c'houde trizkved blezad da-heul get ar brasañ niver a girri-tan gwerzhet.
Disklêriet e 100 bro er bed emañ ar merk Audi. Daoù iskevredad zo gete : "Automobili Lamborghini Holding S.p.A", lec'hiet e Sant'Agata Bolognese en Italia, ha Quattro GmbH lec'hiet e Neckarsulm en Alamagn.
Istoer
Orin
E-penn kentañ e oa ar gevredad A. Horch krouet e 1889. Gwerzhet e veze mat gete, mes e 1909 e voe skarzhet ag e embregerezh dre ma ne oa ket a-du ar lodenn vrasañ ag ar verourien. Un nebeud micherourien a yeas kuit getañ ha sevel a rejont asembles get August Horch un embregerezh nevez anvet August Horch Automobil Werke e koulz ar memes blez. Savet e voe ar sez e Zwickau e Saks, e-kichen an embregerezh A.Horch & Co. Motorwagen Werke, e embregerezh kentañ.
Kevezerezh a oa etre an div stal, hag a-benn ar fin e voe urzhiet da A. Horch gant al lez-varn kemmañ anv e embregerezh. Dont a reas da vezañ Audi Automobilwerke GmbH.
Ur berzh
Muioc'h-muiañ e voe anavezet Audi dre ma oa kirri-tan efedus-tre evit ar redadegoù get ar c'heflusker "14/35 HP" savet etre 1912 ha 1921. Kalz a girri-tan savet a-ziàr hennezh o deus gounezet redadegoù.
Alies e veze A. Horch en embregerezh, neuze e oa ar gevredad é kreskiñ buan. Berzh bras a rae an embregerezh d'ar mare-se. Anavezet e oa A. Horch èl un ijinour ker brudet èl Ferdinand Porsche, rak ur berzh teknikel a rae e girri-tan, a gemere perzh er redadegoù, hag abalamour ma oa-eñ ur gourdoner blenierion redadegoù.
Etre 1911 ha 1914 e kemeras Audi perzh er redadeg hirbad Coupe des Alpes, 2400 kilometrad a hirder, a c'hounezas e 1912, 1913 ha 1914. Àr-lec'h e voe ar Brezel-bed kentañ, a redias Horch da sevel kirri-tan evit an treuzdougoù get ar patrom-karr "G 8/22 HP". A-benn ar fin e savas Audi kirri-tan bras ha ker-ruz. Dre-se e voe melloù kudennoù-arc'hant gant ar gompagnunezh e-kourz Enkadenn Veur 1929.
Auto Union
E 1928 e voe Audi adkemeret get an embregerezh DKW, ur saver kirri-tan bet krouet pell a oa. Daoust d'ar gompagnunezh Audi bout perc'hennet get DKW e c'houarnas he anv hep diskouez logo ar merk nevez.
Div gevredad arall a voe strollet gant DKW e 1932, Wanderer ha Horch. Er memes blez, evit derc'hel a-enep d'ar reolioù nazi, en em strollas Audi, DKW, Horch ha Wanderer edan sin ar peder gwalenn c'hris arc'hant kroaziet evit sevel ar merk Auto Union, gant e sez e Chemnitz, e Saks bepred. Dre ma veze savet kirri-tan bras ha kaer get meur a gevredad all e savjont neuze kirri-tan marc'had-mat a-walc'h.
Adnevezadur
Àr-lerc'h an Eil brezel-bed e voe dispennet Auto Union hag e 1964 e voe adprenet labouradeg Ingoldstadt get Volkswagen ; dre-se e savas ar merk Audi en-dro, en ur c'houarn logo "Auto Union". A-benn ar fin e voe kavet ur berzh nevez dre an adprenadenn-se, ha prenet e voe ar merk NSU Motorenwerke, saver kirri-tan ivez, e 1969. Anvet e voe "Audi NSU" neuze. Kalz pelloc'h, e 1998 e voe adprenet ar merk italian Lamborghini ivez. Adkregiñ a reas Audi da fardañ kirri-tan sport ha ker a-walc'h. Kevezerez a reas d'ar merk alaman all Mercedes-Benz. E 1985 e teuas Audi da vout Audi AG. Ur merk ruz zo edan ar gwalennoù gris adalek neuze.
Doareoù hervez ar gronologiezh
Etre krommelloù ez eo deiziad kentañ he lakadenn war ar marc'had.
- Audi Typ C Alpensieger (1912)
- Audi Typ E
- Audi Typ D
- Audi Typ M (1925)
- Audi Typ R Imperator (1928)
- Audi Zwickau (1929)
- Audi DKW F1 (1931)
- Audi-Front (1932)
- Audi UW (1933)
- Audi Front 225 (1935)
- Audi Horch 853 (1936)
- Audi 920 (1938)
- Auto Union Type D (1938)
- Audi Auto Union 1000 (1957)
- NSU-Fiat Weindberger (1958)
- Audi NSU-Prinz (1958)
- Audi DKW Junior (1959)
- Audi Super 90 (1966)
- NSU Ro80 (1967)
- Audi Super 75 (1968)
- Audi 60 (1968)
- Audi 100 (1969)
- Audi 80 (1972)
- Audi 50 (1974)
- Audi 100 Diaraok (1976)
- Audi Quattro (1980-1991)
- Audi quattro Sport (1984-1985)
- Audi 80 (1981-1986)
- Audi 100 (1982)
- Audi troc'het GT (1981-1988)
- Audi 100 Diaraok (1984)
- Audi 200 (1984)
- Audi V8 (1989-1994)
- Audi troc'het (1988-1991)
- Audi 80 (fin 1986-1991)
- Audi 90 (1985-1986 ha goude 1986-1991)
- Audi 80 (1992-1995) hag adanvet A4 da c'houde
- Audi S2 (1991-1996)
- Audi RS2 (1994-1995)
- Audi troc'het (1989-1996)
- Audi Kabrioled (1991-2000)
- Audi 100 (1991-1997) hag adanvet A6 da c'houde
- Audi A6 (1995)
- Audi A8 (1994)
- Audi A4 (1994)
- Audi A3 (1996)
- Audi A6 (1996)
- Audi A2 (1999)
- Bremañ
-
Audi A3, 3 dor
-
Audi A3, 5 dor
-
Audi A3 Kabriolet
-
Audi S3
-
Audi A4
-
Audi A4 Diaraok
-
Audi A4 Kabrioled
-
Audi S4
-
Audi S4 Diaraok
-
Audi S4 Kabrioled
-
Audi A5
-
Audi S5
-
Audi A6
-
Audi A6 Diaraok
-
Audi S6
-
Audi S6 Diaraok
-
Audi RS6
-
Audi RS6 Diaraok
-
Audi A8
-
Audi A8 Limousine
-
Audi A8 W12
-
Audi S8
-
Audi TT
-
Audi TT Roadster
-
Audi TT-S
-
Audi TT-S Roadster
-
Audi R8 V8
-
Audi R8 V10
-
Audi A6 Allroad Quattro
-
Audi Q5
-
Audi Q7
-
Audi Q7 V12 TDi Quattro
|
|
|