Belo Horizonte
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0f/Belo_Horizonte_%282%29.jpg/300px-Belo_Horizonte_%282%29.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/75/MinasGerais_Municip_BeloHorizonte.svg/220px-MinasGerais_Municip_BeloHorizonte.svg.png)
Belo Horizonte (distaget er vro: [ˌbɛloɾiˈzõtʃi), ar pezh a dalvez kement ha dremmwel kaer, eo kêr-benn ha kêr vrasañ stad Minas Gerais e Brazil. E 2010 e oa 2,475,440 a dud o vevañ enni, ar pezh a ra eo ar c'hwec'hvet pobletañ kêr e Brazil. Er veurgêr avat ez eus 5,497,922 a annezidi, ma'z eo trede brasañ meurgêr ar vro war-lerc'h re São Paulo ha Rio de Janeiro.