Biñs
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/4/4c/Screws.jpg)
Ar biñsoù zo benvegoù pe ardivinkoù a bep seurt. Emañ da skouer ar biñsoù da stagañ pezhioù a bep seurt, biñsoù Arc'himedes a dalvez da gas danvezioù greunennek pe poultrennek, hag evit bangounellat liñvennoù, (da skouer : biñs greun), ar biñsoù gant bouloùigoù, ar biñsoù a dalvez da dreuzfurmiñ ar fiñvoù a vez implijet en un doare dinamek da dreuzfurmiñ, etrezek un tu pe egile, ur fiñv-tro en ur fiñv treuzlatañ pe ur c'houbl e striv ahelek, ar biñsoù-rod a vez implijet gant rodoù dantek, da sevel rodaouegoù.
Biñsoù disheñvel
biñsoù da stagañ
biñsoù-rod
Biñsoù a implij ur liñvenn
Ar biñsoù-se a dreuzfurm un energiezh vekanikel endalc'het en ur liñvenn en un energiezh vekanikel dre dreuzlatañ.
Meur a seurt biñs a zo. Sed aze un nebeud skouerioù :
- reoù simpl efed gant ur mugul c'hougediañ. Ar viñs a ziskenn gant un nerzh diavaez.
- reoù doubl efed
- reoù doubl efed daou tuek.
- reoù simpl efed teleskopek gant meur a vazh eus ar memes tu.
- reoù daou efed teleskopek gant meur a vazh eus ar memes tu.
Biñsoù tredan
Kavet e vez un nebeud gwiñsoù tredan ac'h a en-dro gant ur c'heflusker a laka ar viñs-rod da dreiñ, dezhe ur vazh pe get.
Ar liñvennoù
Meur a liñvenn a c'hall bezañ implijet : liñvennoù e c'heller gwaskan ( gaz, aer...) pe liñvennoù na c'heller ket gwaskañ ( dour, eoul...)