Brennos

Penn aros ul lestr en XIXvet kantved, anezhañ poltred Brennos toget gant un helm askellek.

Brennos (pe Brennus e latin hag e galleg) a zo anavezet evel anv daou vrezelour kelt en Henamzer.

  • Brennos, penngadour galian, eus pobl ar Senoned, e Bourgogn a vremañ, a gemeras kêr Roma e deroù ar IVvet kantved kent JK;
  • Brennos, a renas an Ergerzhadeg veur en IIIde kantved kent JK, a aloubas Makedonia ha Trakia, hag a drec'has armeoù Hellaz en Termopiloù.
  • Charles Brennus zo un arzour gall hag a grouas ar skoed anavet evel « Skoed Brennus » (« Bouclier de Brennus » e galleg), un trec'harouez roet er rugbi gall.

Gerdarzh

Gallout a rafe bezañ un titl kent evit un anv-den. Latin eo an dibenn -us, keltek an dibenn -os. Kar e c'hallfe bout d'ar ger kembraek brenin, a dalv kement ha roue, ha d'an anv gouezelek Brian.

Tud all

Levrlennadur

  1. A deu marteze eus anv an evn, bran, kentoc'h eget eus ar ger kembraek brenin, roue.
  • John T. Koch, "Brân, Brennos: an instance of Early Gallo-Brittonic history and mythology'", Cambridge Medieval Celtic Studies 20 (Winter 1990:1-20).