Tacitus
Publius (pe Gaius) Cornelius Tacitus (ta:tʃitus ; bet ganet e 55 pe 57 ha marvet e-tro 118) a vevas da vare an impalaerien Vespasian, Titus, Domitianus, Nerva, ha Trajan.
Marteze e oa ur galian eus Vaison e kornad-bro Narbona hag a zimezas gant merc'h Agricola e 77, pe marteze e oa a-orin eus trowardroioù an harzoù gant Germania.
Ur politiker roman eo bet, senedour ha gouarnour Azia. Brudetoc'h eo evel istorour avat.
Oberennoù
- Dialogus de oratoribus (Divizoù war ar prezegenniñ)
- Historiae (istorioù)
- Ab excessu divi Augusti (bloazdanevelloù), anvet ivez Annales
- De uita Iulii Agricolae, diwar-benn buhez e dad-kaer e penn an armeoù roman en Enez Vreizh, un testeni a-bouez diwar-benn ar vro en amzer-hont
- De origine et situ Germanorum, anvet ivez Germania, ur skrid a-bouez evit ar vroadelouriezh alaman
Arroud
Setu amañ unan eus an arroudoù brudetañ diwar zorn Tacitus.
Auferre trucidare rapere falsis nominibus imperium, atque ubi solitudinem faciunt, pacem appellant.
- "Laerezh, drouklazhañ, skrapañ e reont « impalaeriezh » anezho, ha « peoc'h » a reont eus an dezerzhioù a grouont."