Breur


Breur un den ( breudeur el liester) eo ar bugel all, gourel e reizh, ganet eus ar memes mamm hag ar memes tad peurvuiañ.

Kemm a lakaer etre meur a seurt breudeur:

  • al lezvreur, heñvelster gant hantervreur, a zo diwar ar memes tad pe ar memes mamm;
  • ar breur-laezh, eo an hini en deus evet laezh ar memes magerez, hervez ur c'hiz a wechall, ul liamm a zo bet a bouez, etre tud a renkadoù disheñvel peurvuiañ (mab un noblañs ha merc'h ar vagerez da skouer),
  • ar breur-kompez, enebet ouzh lezvreur ha breur-laezh, eo an hini en deus ar memes tad hag ar memes mamm.

Ar breur henañ

Er gevredigezh kozh e veze roet madoù an ozhac'h d'ar breur henañ, ha gwall nebeud a dra d'e vreudeur ha c'hoarezed.

Breudeur brudet

  • Ar vreudeur Grimm, skrivagnerien alaman
  • Ar vreudeur Pélissier, marc'hhouarnerien brudet etre daou vrezel bed
  • Ar vreudeur Morvan, kanerien kan-ha-diskan
  • The Everly Brothers, kanerien amerikan
  • Ar vreudeur Kaczyński, e penn Republik Polonia e 2007.

Breudeur el lennegezh

Gerioù kar dre ar ster

  • breureg, pe breur-kaer, a zo breur ar gwaz pe ar wreg
  • kenvreur, peurvuiañ an den a ra ar memes micher
  • breuriezh ha kenvreuriezh
  • c'hoar

Yezhadur ha kemmadur

Er yezh unvan e reer kemmadur an anv-tud lies war-lerc'h ar ger-mell, evel e Mollereh er Vredér Lafolie‎. N'eo ket ar boaz er brezhoneg komzet e pep korn avat.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Breur er
wikeriadur, ar geriadur frank.