Decius
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Un impalaer roman e oa Gaius Messius Quintus Traianus Decius (ganet e 201, marvet en emgann e 251). E-pad daou vloaz e renas, adal 249 betek 251. E 251 e kenrenas gant e vab Herennius Etruscus. O-daou e voent lazhet en Emgann Abrittus.
Yaouankiz ha donedigezh d'ar galloud
Ganet e oa Decius e Budalia (e-kichen Sirmium, e Panonnia). An hini kentañ eus an Impalaerien Ilirianek e voe. N'ouzer ket gwall dro eus e e yaouankiz. Konsul a oa e 232 ha rener Moesia ha Germania Inferior er bloaz goude. Etre 235 ha 238 e oa o ren en Hispania Tarraconensis. Urbanus Praefectus Roma e voe e-pad darn gentañ ren Fulup an Arab.
War-dro 245 e voe anvet gant Fulup da jeneral ul lu vras staliet war-dro lez an Danav. E 248 pe 249 e voe kaset da vrezeliñ e Panonia ha Mesia, da voustrañ emsavidigezh Tiberius Claudius Pacatianus. Fulor enno abalamour d'ar peoc'h en doa sinet Fulup gant Sasanided e redias e soudarded d'en em embannañ impalaer.
Decius a voe trec'h war Fulup e-kichen Verona hag anavezet e voe gant ar sened evel an impalaer reizh.
Renadur
Ur merour barrek hag ur soudard peurvat a oa Decius. Strivañ a reas d'adaozan galloud ar stad dre stourm ouzh an enebourien diavaez ha dre nevesaat ar relijion ofisiel.
Heskinerezh ar gristenien
Pouezus eo "Heskinerezh Decius" en istor an Iliz Gatolik met ne vez ket komzet kalz diwar-e-benn e testennoù ofisiel. E 250 e kemeras Decius ur gourc'hemen a-enep ar gristenien a gave-eñv arvarus evit unander an impalaerezh. Goulenn a reas ma raje an eskibien un aberzh d'an impalaer, ar pezh a nac'hjont ober.
D'an ampoent-se e voe gwastet an impalaerezh gant Bosenn Antonin ha seblout a ra o doa dianzavet o feiz un niver bras a gristenien, digalonekaet gant ar c'hleñvded.
Gant Galienus hepken, e 260-1, e voe dilamet gourc'hemenn Decius.
Ar brezel a-enep ar C'hoted
E-pad ren Decius e teuas ar C'hoted war wel evit ar wech kentañ e istor an impalaeriezh. Bleniet gant rou Cniva e raent redadegoù e Moesia ha Trakia. Kouezhañ warno a reas Decius e 251, tra m'edont o sezizañ kêr Nikopolis, hag o rediañ da dec'hel. Ne zeuas ket Decius a-benn d'o feurdrec'hiñ avat, ha ret e voe dezhañ mont d'o zrec'hiñ en-dro pa argadas Cniva ar c'hamp roman.
Kemer Philipopolis a reas ar C'hoted neuze, en em embannas he c'hommandant, Gaius Julius Priscus impalaer gant skoazell Cniva. Skuizhet e voe ar C'hoted gant seziz Philipopolis ha klask a rejont marc'hata.
Decius, a oa deuet a-benn d'o enkelc'hiañ, ha nac'has hag argadiñ anezho a reas. En ur c'heun en Dobrujda e c'hoarvezas an emgann diwezhañ. Ur gwallreuz spontus e voe Emgann Abrittus d'ar Romaned.
Hervez Jordanes e voe lazhet gant ur saezh mab Decius, Herennius Etruscus e deroù an emgann, tra ma varvas Decius pa oa peurzistrujet e lu. Decius a oa bet ar c'hentañ impalaer roman o vervel e-kerzh un emgann a-enep enebourien estren.
Gwelet ivez
An Impalaerien roman | ||
Anarkiezh vilourel | ||
En e raok : Fulup an Arab |
Decius gant Herennius Etruscus (249 - 251) |
War e lerc'h : Hostilianus |
Heuliad Henroma |