Moesia

Moesia (en henc'hresianeg Μοισία ; en latin : Moesia) a oa ur vro, pe rannvro, ha proviñs roman goude, er c'hreisteiz d'ar stêr Danav. Aloubet e voe gant lejionoù Octavius e 28 kent JK, ar jeneral a deuas da vout impalaer er bloaz goude, 28 kent JK, hag anavezet abaoe evel an impalaer Augustus.
Proviñsoù
Dont a reas da ober div broviñs roman:
- Moesia Superior, hag a glot hiriv gant Serbia (hep Vojvodina), ha hanternoz Republik Makedonia,
- Moesia Inferior, hag a glot gant hanternoz Bulgaria ha gevred Roumania (Dobrudja).
Kêrioù
- En Moesia Superior, Singidunum, Viminacium, Remesiana, Bononia, Ratiaria, Naissus, Scupi hag Ulpiana ;
- en Moesia Inferior, Oescus, Novae, Nicopolis ad Istrum, Durostorum, Marcianopolis, Odessus, Callatis, Tomis, Troesmis ha Noviodunum.
