Den Helder

Den Helder
Lec'hiadur Den Helder
Banniel Den Helder
Ardamez Den Helder
Krugell an oadoù e Den Helder (01/01/2008)

Den Helder (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. E penn norzh ledenez Noord-Holland emañ, hag enni emañ diazezlec'h morlu an Izelvroioù. 178,83 km² eo gorread Den Helder (douar : 45,41 km², dour : 133,42 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 57 553 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Den Helder : Den Helder, Huisduinen, Julianadorp, Friese Buurt ha De Kooy. Oude Den Helder, Nieuw-Den Helder (savet er bloavezhioù 1950) ha De Schooten (savet er bloavezhioù 1960) eo ar c'harterioù pennañ.

Kêr heoliekañ an Izelvroioù eo Den Helder. Daou di-gar a zo : Den Helder ha Den Helder Zuid. Gant bagoù-treizh a gumpagnunezh TESO e c'haller mont eus Den Helder da Wadden pe da enezenn Texel.

Istor

Huisduinen eo lodenn goshañ ar gêr, padal ne oa Den Helder nemet ur gêriadenn. Met dre ma oa en ul lec'h strategel-tre e voe kreñvaet ha lesanvet Helledore ha Den Helsdeur (dor an ifern) abalamour d'an holl zifennoù a vire ouzh bagoù enebour da vont er Zuiderzee. Marteze e teu ivez an anv Helder eus Helle/Helde (torgenn) pe eus Helre (beg traezhek)

Ur perzh bras en doe Den Helder e-keñver merdeerezh en Izelvroioù. Da vare Kantved aour an Izelvroioù e veze savet bagoù tost ouzh Den Helder, a-raok ma'z afent da verdeiñ er bed a-bezh. Er bloavezhioù 1820 e voe savet Noordhollandsch Kanaal etre Amsterdam ha Den Helder. An tour-tan Lange Jaap a voe savet e 1877. Tour-tan potin brasañ Europa eo (63,45 m uhelder).

Diazezlec'h ar morlu

Ken abred hag en XVIIIvet kantved e voe savet un diazezlec'h morlu e Den Helder. E miz Eost 1799 e tilestras un arme saoz ha rusian e Den Helder hag e preizhas morlu ar Republik Batav. Napoleon Bonaparte a weladennas Den Helder e 1811 ha gantañ e voe urzhiet lakaat sevel ur c'hreñvlec'h (Kijkduin) hag ar chanter-bagoù (Willemsoord). An dokoù a voe savet etre 1813 ha 1827. Lakaet e voe Den Helder da ziazezlec'h ofisiel morlu an Izelvroioù e 1947. Skol morlu an Izelvroioù ha Mirdi izelvroat ar morlu a zo ivez enni. Chanter-bagoù Willemsoord, e norzh Den Helder, a zo hiziv an deiz ul lec'h ma c'haller kaout dudi : pretioù har ur sinema a zo bet savet eno e-touez traoù all. Kaset eo bet ar chanter pelloc'h war-du ar reter.

Skeudenn tapet gant ul loarell (NASA, 2007)
Tour-tan Lange Jaap

Kuzul-kêr

E kuzul-kêr Den Helder ez eus 31 dileuriad :

  • PvdA - 8 dileuriad
  • VVD - 6 dileuriad
  • CDA - 4 dileuriad
  • Progressief Den Helder - 2 zileuriad
  • Stadspartij Den Helder - 2 zileuriad
  • ChristenUnie - 2 zileuriad
  • D66 - 2 zileuriad
  • SP -2 zileuriad
  • GroenLinks - 1 dileuriad
  • Lijst Prins - 1 dileuriad
  • KiesKees - 1 dileuriad

Tud bet ganet e Den Helder

  • Dorus Rijkers (1847), bet kabiten ur vag saveteiñ
  • Edward W. Bok (1863), embanner izelvroat hag amerikan, bet tapet gantañ ar priz Pulitzer
  • Anton Pieck (1895), livour ha grafour
  • Gré Brouwenstijn (1915), kaner opera
  • Frans van Anraat (1942), businessman a werzhas danvez da aozañ armoù kimiek da Saddam Hussein
  • Gerardus 't Hooft (1946), fizikour, tapet gantañ ar Priz Nobel e 1999
  • Ed Nijpels (1950), bet ministr an endro hag a lojañ (1986-1989), ha bet maer Breda
  • Swen Nater (1950), c'hoarier basket
  • Paul Rosenmöller (1956), politikour ha kazetenner, bet e penn Groenlinks
  • Hans Smits (1956), c'hoarier water polo player
  • Edith Bosch (1980), bet kampion judo ar bed, ha bet tapet gantañ div vedalenn (argant ha arem) er c'hoarioù olimpek
  • Menno de Jong (1984), DJ

Liamm diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.