Dom
Dom a c'hall ober dave da veur a dra.
Titl
Evel Don, Dom zo un titl enorus tennet eus dominus, ur ger latin hag a dalv kement hag ozhac'h. Implijet a vez e Portugal hag he zrevadennoù kozh, hag evit tud an ilizoù katolik ha reizhkredennour gresian.
En Iliz e vez roet an titl-se da venec'h an urzhioù beneadat, chartouz ha trapat.
E Portugal ha Brazil e vez roet an titl d'ar rouaned, priñsed, izili an tiegezhioù uhel ha tud nobl bet dibabet gant ar roue, hag ivez an impalaerien evit a sell ouzh Brazil.
Dona eo ar stumm gwregel. Implijet e vez e Portugal evit mont davet forzh peseurt maouez avat, ha pa ne vefe ket a renk uhel.
Tud
Holl Rouaned Portugal en deus douget an titl Dom. Portugaliz all :
- Infant Dom Herri (1394-1460) pe Herri ar Merdeer, infant Portugal
- Dom Vasco da Gama (1469-1524), ergerzher portugalat
Tud a iliz anavezet :
Brazil
- dom Hélder Câmara (1909-1999), eskob katolik brazilian
Breizh
- dom Mikael an Nobletz (1577-1652), misioner breizhat
- dom Louis Le Pelletier pe Loeiz ar Pelleter (1663-1733), manac'h ha geriadurour brezhonek
- dom Lobineau (1666-1727), manac'h hag istorour breizhat
- dom Maodez ar C'hozhaned (1666-1720), beleg
- Dom Morice (1693-1750), manac'h hag istorour breizhat
- dom Duval (1705-1742), manac'h ha levraoueger breizhat
- Dom Plaine (1833-1900), manac'h beneadat breizhat, saver buhezioù sent, istorour
- dom Alexis Presse (1883-1965), manac'h kisterkiat, adsaver Manati Boken e Plened-Yugon
Bro-C'hall
- dom Pérignon (1638 pe 1639 - 1715), ur manac'h beneadat en dije krouet ar gwin Champagn hervez ar vojenn
- Dom Robert (1907-1997), manac'h beneadat hag arzour-pallenner gall
Oberennoù
- Dom Juan ou le Festin de Pierre, komedienn gant Molière
Berranvioù
Dom a c'hall bezañ stumm berraet Dominic, Domenic ha Dominique, da skouer :
- Dom Duff, soner-sonaozer brezhonek
- Dom La Nena, violoñselourez vrazilian
Pobloù
- an Domed, ur bobl a zo strewet er Reter-Kreiz
- an Domba pe Dom, ur strollad kenelel en India
- Dom, ur c'hasta e stad Kornôg Bengal, en India
- ur bobl Dom all a zo o chom e Papoua Ginea-Nevez
Douaroniezh
- ar menez Dom, trede lein uhelañ an Alpoù, e Suis
- Dom-le-Mesnil, ur gumun e departamant Ardennes
Savadurioù
Ar ger latin domus zo tremenet e meur a yezh.
"Dom" a dalv kement hag iliz-veur e broioù zo :
- Plasenn Dóm, e Szeged, en Hungaria
- Tour Dom Utrecht en Izelvroioù
- Berliner Dom, Deutscher Dom ha Französischer Dom, ilizoù-meur e Berlin
"Dom" a dalv kement ha ti er yezhoù slavek :
- "Dom Bretanii", Ti Breizh e Poznań
- "Bely dom", anv rusek an Ti gwenn, ti kentañ ministr Rusia
Teskanvioù
- Deo optimo maximo pe D.O.M. pe Deo Opt. Max. zo ul lavar latin hag a dalv "D'an Doue meur kenañ ha mat kenañ"
- "Département d'Outre-mer" (DOM), un "Departamant tramor" e yezh melestradurezh Bro-C'hall
- Document Object Model (DOM), un etrefas programmiñ arloadoù
- 2,5-Dimethoxy-4-methylamphetamin, un dramm halukinogen psikedelek