Emgann Antietam
Emgann Antietam, anvet ivez Emgann Sharpsburg gant nerzhioù ar Su, hag implijet c'hoazh hiziv-an-deiz e su SUA, lesanvet The bloodiest day, a oa bet ar c'hentañ emgann bras e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika etre an Unaniezh en Norzh ha Stadoù Kengevreet Amerika war tachenn an Norzh.
An emgann a oa bet d'ar 17 a viz Gwengolo 1862, e-kichen Sharpsburg hag Antietam Creek, e kontelezh Washington (Stad ar Maryland) e Stadoù-Unanet Amerika. An emgann-se e-pad Kampagn Maryland a zo hiziv-an-deiz c'hoazh an hini gwadushañ en istor ar Stadoù-Unanet o welet tro 23 000 gouzañver (marvet, gloazet, prizoniet pe steuziet).
.
Laret e vez un drederenn eus lu an unaniezh ne dennas ket ur bolod e-pad an emgann a-bezh:
«In making his battle against great odds to save the Republic, General McClellan had committed barely 50,000 infantry and artillerymen to the contest. A third of his army did not fire a shot. Even at that, his men repeatedly drove the Army of Northern Virginia to the brink of disaster, feats of valor entirely lost on a commander thinking of little beyond staving off his own defeat.. » — Stephen W. Sears, Landscape Turned Red"
Tro-dro emgann Antietam
6 jeneral a zo bet lazhet pe gloazet marvus e-pad an emgann:
- Major jeneral Israel B. Richardson gloazet don ur wech toullet linenn difenn lu ar su Bloody Lane. Mervel a raio eus ar skeventfo d'an 3 a viz Du 1862
- Major jeneral Joseph K. Mansfield lazhet gant ur bolod er bruched, marvet d'an 18 a viz Gwengolo 1862
- Brigadier jeneral Isaac P. Rodman lazhet gant ur bolod er skevent kleiz, marvet d'an 30 a viz Gwengolo 1862
- Brigadier jeneral Lawrence O'Bryan Branch lazhet rik gant ur bolod er jod tennet gant ur mailh-tenner eus lu an unaniezh
- William E. Starke brigadier jeneral lazhet gant tri tenn fuzuilh, marvet un eur goude bezañ gloazet d'ar 17 a viz Gwengolo 1862
- Brigadier jeneral George B. Anderson gloazet don en ufern, marvet d'an 18 a viz Here 1862 goude un dic'harañ.