Eontr
Breur tad unan bennak, pe breur mamm unan bennak, eo an eontr en hor c'hevredigezh (pe ar yontr hervez doareoù distagañ broioù zo). Graet e vez moereb pe tintin eus ur vaouez, dezhi an hevelep darempredoù kerentiezh gant un den. Dre astenn e vez gret eontr ivez eus pried ar voereb. Un niz pe un nizez a vez graet eus unan gant ar memes liamm kerentiezh sellet en tu kontrol.
Gallout a reer ober gant eontr dre zoujañs evit mont ouzh unan koshoc'h hep na vefe tamm liamm kerentiezh (gant amezeien, tud anavezet, da skouer, evel gant estrañjourien rik), e kalz kevredigezhioù evel e Nigeria, India, Pakistan ha Sina da skouer. Graet e veze evel-henn ivez diouzh reolennoù sevended hengounel Breizh-Izel.
Brezhoneg
- ar eontred-kordenn: an archerien
- Le Yontre, anv-tiegezh diwar ar ger brezhonek.
Lennegezh
- An Eontr Vania, gant Anton Tchec'hov
- Lochenn an Eontr Tom, gant Harriet Beecher-Stowe
- Tristana, gant Benito Pérez Galdós, ma timez ar plac'h yaouank d'hec'h eontr don Lope.
- Uncle Dynamite, gant P. G. Wodehouse
Filmoù
- Mon oncle, gant Jacques Tati
- Mon oncle Benjamin, gant Edouard Molinaro, c'hoariet gant Jacques Brel.