Kantabria
|
Kantabria (e spagnoleg Cantabria) zo unan eus ar 17 Kumuniezh emren bet krouet e Spagn e 1982. N'eus nemet ur broviñs e Kantabria avat, ha Santander eo ar gêr-benn.
E hanternoz Spagn emañ, war aod Mor Kantabria, e Pleg-mor Gwaskogn. A-stok emañ ouzh Euskadi er reter, ouzh Kastilha ha León er su, hag ouzh Asturiez er c'hornôg.
Anavezet eo evel kumuniezh istorel, adalek amzer Kantabria rakroman, ha goude dugelezh Kantabria, Asturiez Santillana, Breuriezh ar Peder c'hêr, ha proviñs an Nav Saonenn.