Kelorn
Ur c'helorn, pe ur sailh, pe ur bailh, a zo ur benveg da zougen dour pe laezh peurvuiañ. Graet e veze e koad, pe lêr gwechall, ha hiziv en houarn pe plastik. Un dorn zo da gregiñ ennañ.
Implijet e veze da vont d'ar feunteun da gerc'hat dour, da c'horo ar saout.
Ur c'helorn a rank bezañ skañv a-walc'h da zougen, rak pa vez leun e c'hall bezañ re bonner. Kelornioù zo a veze graet evit bezañ douget gant daou zen pa veze re bonner o c'harg.
Er Grennamzer e veze gwerzhet dour er c'hêrioù gant tud a zouge kelorniadoù.
Implijet e veze kelornioù ivez da staotat ha da gac'hat, pe da ziskargañ enne podoù-kambr.
Skeudennaoueg
-
Plac'h o tougen ur c'helorn. Treset gant Heinrich Zille.
-
Situla roman en arem, eus Alamagn, war-dro an 2vet pe 3vet kantved.
-
Kelorn plastik da vont da c'horo.
-
Kelorn houarn.
Liammoù diavaez