Kleopatra

Kleopatra zo un anv gresianek, a orin eus Makedonia. Brudet eo bet gant ar rouanez egiptat Kleopatra VII.

Gerdarzh

Dont a ra eus kleos « lid » ha patros « ozhac'h ».

Yezhoù all

Mojennoù Hellaz

E mojennoù Hellaz ec'h anavezer :

Priñsezed ha rouanezed

Goude-se e voe douget an anv-se gant un toullad priñsezed ha rouanezed en Egipt, deuet ma oa an anv gant diskennidi ar Makedonian Ptolemaios Iañ.

[1]. En o zouez :

  • Kleopatra Iañ, merc'h da Antioc'hos III ha pried da Ptolemaios V ;
  • Kleopatra II, merc'h da Ptolemaios V ha da Gleopatra Iañ. Dimeziñ a reas d'he daou vreur an eil war-lerc'h egile: Ptolemaios VI Philométor ha Ptolemaios VIII Évergète II ;
  • Kleopatra III, merc'h da Ptolemaios VI Philométor ha da Gleopatra II. Dont a reas da vout eil pried hec'h eontr Ptolemaios VIII Évergète II e-kichen he mamm ;
  • he c'hoar Kleopatra Théa, pried d'ar rouaned seleukid, Alexandre Iañ Balas, Demetrios II Nicator, hag Antioc'hos VII Sidêtês ;
  • Kleopatra IV, merc'h da Ptolemaios VIII Évergète II Tryphon ha da Kleopatra III. Dimeziñ a reas d'he breur Ptolemaios IX Sôter ha goude da Antioc'hos IX ;
  • Kleopatra Tryphaena, eil merc'h Ptolemaios VIII Évergète II Tryphon ha Kleopatra III, pried Antiochos VIII Gryphos ;
  • Kleopatra Selene Iañ pe Kleopatra V, trede merc'h Ptolemaios VIII Évergète II Tryphon ha Kleopatra III, eil pried Antiochos VIII Gryphos ;
  • Kleopatra V Tryphaena pe Kleopatra VI, merc'h da Ptolemaios X Alexandre Ier ha da Bérénice III Kleopatra Philopator pe, hervez skridoù all, da Ptolemaios IX Sôter ha da Kleopatra IV. Pried e oa da Ptolemaios XII Néo Dionysos ;
  • Kleopatra Tryphaena pe Kleopatra VI, merc'h da Ptolemaios XII Neo Dionysos ha da Kleopatra V Tryphaena (existence sujette à caution) ;
  • Kleopatra VII pe Théa Philopator, an hini vrudetañ, merc'h da Ptolemaios XII Aulète. Dimeziñ a reas d'he daou vreur, Ptolemaios XIII et Ptolemaios XIV, ha serc'h e voe da Julius Caesar ha da Marcus Antonius ;
  • Kleopatra Séléné II pe Kleopatra VIII, merc'h da Kleopatra VII ha Marcus Antonius, pried Juba II ha rouanez Mauretania.
  • Kleopatra Jeruzalem, 5vet pried Herodez Veur ha mamm da Herodez Fulup II.

Arzoù

Sonerezh

  • Cleopatra e Cesare, c'hoarigan gant Carl Heinrich Graun en 1742 ;

Fiñvskeudennerezh

  • Kleopatra zo bet anv meur a film savet diwar-benn Kleopatra VII, rouanez Egipt, gwelout Kleopatra VII (film)

Steredennouriezh

Pennadoù kar

Notennoù

  1. Mesk zo e niverennoù ar rouanezed anvet Kleopatra, hervez ma seller Kleopatra V Selene evel ar pempvet ha Kleopatra V Tryphaena evel ar c'hwec'hvet, pe Kleopatra V Tryphaena evel ar pempvet hag he merc'h (marteze) Kleopatra VI Tryphaena evel ar c'hwec'hvet.