La Poste (Bro-C'hall)


La Poste (Ar Post, e brezhoneg diofisiel) eo anv an embregerezh pennañ karget da gas ha da zegas lizheroù e Bro-C'hall (koulz e tachenn Europa hag en departamantoù tramor). E-pad pell en doa an embregerezh-se ur statud monopol, met abaoe ar 1añ a viz Genver 2011 eo digor penn-da-benn ar skignañ lizheroù ha pakadennoù e Bro-C'hall d'ar c'hevezerezh.
E Breizh
Rannet eo La Poste e Breizh e tri skourr:
- unan gant departamantoù ar Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed,
- unan gant departamantoù Il-ha-Gwilun hag Aodoù-an-Arvor
- unan all gant departamantoù Liger-Atlantel ha Vendée.
Istor
PTT e oa anv kozh an embregerezh-Stad.
Timbroù
Gant La Poste e vez embannet ha gwerzhet an timbroù a ranker lakaat war al lizhiri. Gwech ebet n'eus bet brezhoneg warne. E 2014 e oa bet embannet un timbr gant penn Anna Breizh e koun 500vet deiz-ha-bloaz he marv.
Brezhoneg
E Breizh eo enebet ouzh ar brezhoneg dre vras, ouzh an anvioù-lec'h brezhonek da gentañ-penn. Daoust da se e vez implijet chomlec'hioù brezhonek gant un nebeud brezhonegerien, pa c'hallfent bezañ implijet gant an holl.
- Gwelout Ar brezhoneg hag ar post.