Lot (stêr)

Ar pont dreist al Lot, e Cahors.

Al Lot (Òlt en okitaneg) zo ur stêr eus kreisteiz Bro-C'hall, adstêr d'ar Garona war e lez dehoù.

E anv a voe roet e 1790 d'un departamant gall, al Lot, ha Cahors ar penn-kêr anezhañ, ma'z eo brudet ar pont dreist ar stêr Lot.

An anv

Faziek eo ar stumm en implij e galleg ofisiel, bet lakaet da dalvezout adalek krouidigezh an departamantoù. N'eo an L nemet ar ger-mell gallek l’ staget ouzh anv ar stêr[1]. Kar e vije an anv Òlt da hini ar stêr Oud e Breizh.

Departamantoù ha kêrioù treuzet

  • Aveyron : Saint-Geniez-d'Olt, Sainte-Eulalie-d'Olt, Espalion, Estaing, Entraygues-sur-Truyère, Capdenac-Gare
  • Cantal : Vieillevie, Saint-Projet; redek a ra ar stêr etre departamantoù Cantal hag Aveyron a-hed un toulladig kilometroù, en hanternoz da gConques.
  • Lot : Soturac, Touzac, Vire-sur-Lot, Grézels, Puy-l'Evêque, Pescadoires, Lagardelle, Bélaye, Castelfranc, Albas, Luzech, Caïx, Parnac, Douelle, Cahors, Saint-Cirq-Lapopie, Capdenac, Cajarc, Mercuès
  • Lot-et-Garonne : Fumel, Saint-Vite, Penne-d'Agenais, Saint-Sylvestre-sur-Lot, Villeneuve-sur-Lot, Sainte-Livrade-sur-Lot, Temple-sur-Lot, Castelmoron-sur-Lot, Granges-sur-Lot, Lafitte-sur-Lot, Clairac, Bourran, Aiguillon

Notennoù ha daveennoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Deroy (Louis) & Mulon (Marianne), Dictionnaire des noms de lieux, Les usuels Robert, 1992, p.283.