Mayenne (departamant)

Mayenne
Mayenne (departamant)
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Broioù al Liger
Pennlec'h
(prefeti)
Laval
Isprefetioù Château-Gontier-sur-Mayenne
Mayenne
Prezidant ar c'huzul-departamant Olivier Richefou (UDI)
Prefed Jean-Francis Treffel
Kod EBSSA 53
Kod ISO 3166-2 FR-53
Kod Eurostat NUTS-3 FR513
Poblañsouriezh
Poblañs 306 538 ann. (2020)[1]
Stankter 59 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 10′ 01″ Norzh
0° 40′ 01″ Kornôg
/ 48.167, -0.667
Gorread 5 175,2 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 3
Pastelloù-bro 3
Kantonioù 17
Etrekumuniezhioù 10
Kumunioù 242

Ar Mayenne (Mezven a-wechoù e brezhoneg[2]) zo un departamant gall abaoe 1790, e kornôg Bro-C'hall. Dont a ra an anv eus hini ar stêr Mayenne (Mezven e brezhoneg). Laval eo ar gêr-benn anezhañ.

Douaroniezh

Kartenn departamant ar Mayenne
Bez' ez eo unan eus an departamant gall a zo stok ouzh Breizh, er reter da zepartamant Il-ha-Gwilun.
Ennañ emañ andon ar stêr Gwilun. Ar Mayenne eo ar stêr bouezusañ, a dremen dre Laval.
An duchenn anvet Mont des Avaloirs eo al lec'h uhelañ, 417 metr dezhi.

Istor

Ardamezioù duged Mayenne.
Krouet eo bet an departamant da vare an Dispac'h gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790, da heul lezenn an 22 a viz Kerzu 1789, diwar lodennoù eus proviñsoù kozh :
  • al lodenn eus kontelezh kozh "Maine", anvet Bas-Maine ;
  • al lodenn eus Anjev, anvet "Haut-Anjou", ha moranvet Mayenne angevine.

Arondisamantoù

Kumunioù

  • Kumunioù eus Anjev gozh a zo en departamant :

Ampoigné, Argenton, Athée, Azé, Ballots, Bazouges, Bierné, Beaumont-Pied-de-Bœuf, la Boissière, Bouchamps-lès-Craon, Bouère, Bourg Philippe, Brains-sur-les-Marches, La Chapelle-Craonnaise, Château-Gontier, Chatelain, Chemazé, Chérancé,Congrier, Cosmes, Cossé-le-Vivien, Coudray, Craon, Cuillé, Daon, Denazé, Fontaine-Couverte, Froid-Font, Fromentières, Gastines, Gennes-sur-Glaize, Grez-en-Bouère, Houssay, Laigné, Laubrières, Le Buret, Livré, Loigné-sur-Mayenne, [Longuefuye]], Marigné-Peuton, Mée, Méral, Mesnil, Niafles, Origné, Peuton, Pommerieux, Quelaines, Renazé, La Rouaudière, La Roë, Ruillé, Saint-Aignan-sur-Roë, Saint-Brice, Saint-Charles-la-Forêt, Saint-Denis-d'Anjou, Saint-Erblon, Saint-Fort, Saint-Gault, Saint-Germain-de-l'Homel , Saint-Laurent-des-Mortiers, Saint-Loup-du-Dorat, Saint-Martin-Villenglose, Saint-Martin-du-Limet, Saint-Michel-de-Feins, Saint-Michel-de-la-Roë, Saint-Poix, Saint-Quentin-les-Anges, Saint-Sulpice, La Selle-Craonnaise , Senonnes, Simplé, Varennes-Bourreau, Villiers-Charlemagne.

Levrlennadur

  • Gilbert Chaussis, luc'hskeudennoù gant Christian Bossu-Picat : La Mayenne par monts et par vaux, éd. Delroisse-Vendée.
  • Gilbert Chaussis : La Mayenne de village en village, ­Éditions Librairie Siloë, Laval, 1984-1986, 4 levrenn.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Eujen Chalm, Ur Breizhad skolaer er Mezven, Hor Yezh, 2000.