Meghalaya

Pelec'h emañ Meghalaya en India
Pelec'h emañ Meghalaya en India
Kêr Cherrapunji, al lec’h glepañ war an douar, a lenner war ar skritell-mañ.

Meghalaya zo unan eus stadoù India e biz ar vro, war harzoù Bangladesh. "Kêr ar c’houmoul" eo ster an anv "Meghalaya" e sañskriteg hag en hindieg. En-dro da stad Meghalaya emañ Bangladesh er c’hreisteiz hag Asam en hanternoz. Ur stad vihan eo, gant war-dro 300 km hed eus ar c’hornôg d’ar reter ha war-dro 100 km eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz. E 2000 e oa poblet gant 2 175 000 a dud. Shillong eo ar gêr-benn, gant 260 000 a annezidi.

Ul lodenn eus Asam e oa Meghalaya betek miz Genver 1972. Neuze e voe unanet ar c’hornioù-bro eus Asam ma veze komzet kaseg da vont d’ober ar stad nevez. Garoeg a vez komzet gant tud zo ivez ha saozneg eo yezh ofisiel ar stad[1]. Kristenien eo an darn vrasañ eus an annezidi (70% anezho).

E Meghalaya e vez kalz a c’hlav. Ar c’horn gleborekañ eo en India, gant 1200 cm a c’hlav bep bloaz well-wazh.

Notennoù

  1. Les politiques linguistiques des états indiens, Université Laval, Kebek

Liammoù diavaez

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • DelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry