Bihar

Bihar en India.

Bihar (बिहार en hindieg, بہار en ourdoueg) zo unan eus stadoù India, e biz ar vro.

Emañ Bihar etre Nepal en hanternoz, ha stadoù all eus Unvaniezh India tro-dro : Uttar Pradesh er c'hornôg, Jharkhand er c'hreisteiz ha Kornôg Bengal er reter. Tremen 80 milion a annezidi zo o chom e Bihar, war ur gorread 94 164 km². Patna eo ar gêr-benn. Er bloavezh 2000 e voe savet stad Jharkhand, gant ul lodenn eus douaroù Bihar.

Hindieg hag ourdoueg eo yezhoù ofisiel ar stad, met an darn vrasañ eus an annezidi a gomz unan eus ar yezhoù biharek : bodjpoureg (Bhojpuri), magadeg (Magadhi), maitileg (Maithili). Kar eo ar yezhoù biharek d'an hindieg met n'int ket rannyezhoù eus ar yezh-se evel ma veze soñjet gwechall.

E Bihar emañ Bodh Gaya, al lec'h ma teuas Siddhartha Gautama da vezañ ar Bouda, da lavaret eo an Hini Sklêrijennet. E Bihar ivez e krogas Mahatma Gandhi gant e stourm evit frankiz India goude distroet eus Suafrika.


Tud brudet

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • DelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry