Gallia Aquitania
.
Gallia Aquitania, pe Aquitania hepken ("Bro an doureier"), a oa anv latin unan eus peder froviñs an Impalaeriezh roman e Galia. An teir all a oa anvet Gallia Belgica, Gallia Celtica hag ur broviñs vras er gevred a oa roman kent an aloubadeg, rannet etre Gallia Narbonensis ha Gallia Cisalpina.
E mervent Galia edo, bevennet gant Poatev en norzh, ar stêr Garona er reter, ar Pireneoù er su ha Pleg-mor Gwaskogn er c'hornôg.
En-dro dezhi, adalek 120, e oa Gallia Lugdunensis ha Gallia Narbonensis, ha Hispania Tarraconensis er c'hreisteiz.
Istor
Kelted
Meur a boblad kelt a oa o vevañ war an tiriad kent donedigezh ar Romaned : an Arverni, ar Vituriges, ar Gadurked, al Lemovices, ar Bictones hag ar Santones.
Izili eus ur boblad nann-keltiek, ar Vaskoned, a veve er Pireneoù.
Proviñs romaned
E 55 kent JK e voe aloubet gant Crassus, ul letanant da Julius Caesar. Bevennet e oa neuze gant Celtica ha Narbonensis. Abretoc'h eget tregont vloaz goude, e 27 kent JK, e voe krouet proviñs Aquitania gant Augustus ; en IIvet kantved goude JK voe kresket diwar-goust Celtica.
Er IVe kantved e voe rannet Aquitania e teir froviñs :Aquitania prima, tro-dro da Avaricum (Bourges hiziv) ; Aquitania seconda (Burdigala, Bourdel) hag Aquitania Novempopulana pe Novempopulania ("Bro an nav fobl"), Lugdunum Convenarum he c'hêr-benn, a zo Saunt-Bertrand-de-Comminges hiziv ; Ausci (Auch) e voe kêr-benn Novempopulania diwezhatoc'h.
Rouantelezh frank
E 418 e voe gounezet Aquitania' gant ar Wizigoted. A-c'houde trec'h Hlodwig Iañ war Alarig II e Vouillé e 507 e voe staget d'ar rouantelezh frank ; gant Caribert II e voe gouarnet adalek [[628 betek 632].
E 768 e voe dindan beli Pepin Grenn, roue ar Franked ; e vab henañ Karl Veur a reas ur rouantelezh eus Aquitania, evit e vab Loeiz an Deol ; "Akitania" e voe an anv nevez.
Da varv Loeiz an Deol e 840 ez hêrezhas e vab Pepin Iañ (803-838) ar rouantelezh, ma renas adalek 817 betek e varv. D'e heul e renas e vab Peppin II (~823 - goude 864) adalek 838 betek 848.
E 848 ez eas an tron gant ur mab all da Loeiz an Deol : Karl Voal (823-877), roue Bro-C'hall adalek 843 hag Impalaer ar C'hornôg adalek 875) ; roue Akitania e voe etre 848 ha 855. War e lerc'h e renas e eil mab Karl ar Bugel (~847-867).
E 867 e renas Loeiz II (846-879) e-pad bloaz hepken kent reiñ ar gurunenn d'e vab Loeiz III (~863-882), a renas betek marv e dad e 879 ; er bloaz-se e roas ar galloud d'e vreur Karloman, en he miras betek e varv e (884.
Dugelezh
A-c'houde marv e vreur e voe Karloman ar roue frank nemetañ. Da zugelezh e voe lakaet Akitania.
En Xvet kantved ez eas gant Tiegezh Poatev goude un hir a dabut : Gwilherm an Deol (~875-918) e voe an Dux Aquitanorum kentañ e 909.
E 1052 e voe staget Gwaskogn ouzh an dugelezh.
Proviñs saoz-ha-gall
Da heul eured an dugez Eleanora Akitania gant Herri II Plantagenêt e 1152 ez eas an dugelezh gant Bro-Saoz.
Tabut a savas etre Bro-Saoz ha Bro-C'hall a-zivout perc'henniezh Akitania ; e 1259 avat e voe lakaet da saozez gant Loeiz IX Bro-C'hall. "Guyenne" e voe anv ar broviñs adal neuze, diwar Aguiaine, Aguienne, Guienne, a zo stummoù trefoet eus Aquitaine.
E 1329 e tistroas ar broviñs da Vro-C'hall p'en he roas Edouarzh III Bro-Saoz d'ar roue gall Fulup Valois, met saozez e voe adarre e 1360 dre Feur-emglev Brétigny.
Proviñs c'hall
E 1453 e voe gall da vat, a-c'houde trec'h Charlez VII Bro-C'hall war Herri VI Bro-Saoz en Emgann Castilhon de la Batalha
Pennadoù kar
- Aquitania prima
- Aquitania seconda
- Novempopulania