Priz Nobel ar Peoc'h eo anv unan eus ar pemp Priz Nobel savet gant an embregour ha skiantour Alfred Nobel (1833-1896). Hervez testamant A. Nobel, Priz ar Peoc'h a zlee bezañ roet « d'an den en devo graet ar muiañ pe al labour gwellañ evit ar vreudeuriezh etre ar broadoù evit kas an armeoù da get pe o bihanaat, pe evit aozañ ha brudañ kendalc'hioù peoc'h. »
E 1876 e teuas Bertha von Suttner da vezañ sekretourez Alfred Nobel met goude ur sizhunvezh e tistroas d'he bro da eurediñ Arthur Gundaccar von Suttner. Daoust ma oa berr an amzer a dremenas e kompagnunezh Alfred Nobel e kenskrivas gantañ betek marv hemañ e 1896, ha krediñ a reer e oa hi he devoa ar muiañ a bouez e krouidigezh ur Priz Nobel ar Peoc'h e-touez ar prizioù Nobel all a oa savet hervez testamant ar skiantour.
Bep bloaz e vez roet ar priz Nobel en Oslo, kêr-benn Norvegia, rak spisaat a rae testamant Alfred Nobel e oa rekis reiñ ar priz Nobel er gêr-se. Roet e vez atav d'an 10 a viz Kerzu, a zo deiz-ha-bloaz marv Nobel, dirak roue Norvegia.
Tri zra a vez profet d'al loreidi : ur skrid-testeni, ur vedalenn hag ur baperenn a resisa sammad ar priz gounezet. Dalc'het e vez an abadenn e sal-kêr Oslo, hag antronoz e vez heuliet gant sonadeg Priz Nobel ar Peoc'h, a vez skignet da ouzhpenn 450 milion a diegezhioù e muioc'h evit 150 bro er bed. Brudet eo an abadennoù er bed a-bezh, ha tud brudet-kenañ a vez pedet d'o c'hinnig pe da gemer perzh enno.
Dibab loreidi Priz Nobel ar Peoc'h a laka a-wezhioù rendaelioù da sevel, rak kavout a reer war roll al loreidi tud o devoa implijet doareoù-ober feuls evit diskoulmañ kudennoù kent ober strivoù bras dre implijout doareoù difeuls evit klask skoulmañ ar peoc'h.
Priz Nobel ar Peoc'h eo ar Priz Nobel nemetañ na vez ket roet e Stockholm, e Sveden.
« Abalamour d'he labour evel Prezidantez a Enor Burev Etrebroadel ar Peoc'h hag aozerez Lay Down Your Arms – The Autobiography of Martha von Tilling ("Dilezit hoc'h armoù – Emvuhezskrid Martha von Tilling"). »
« Abalamour d'al labour a hanterouriezh bet kaset da bennvat a-benn echuiñ gant ar Brezel Rusian-Japanat hag abalamour d'e atapi ouzh an dredeogiezh, p'en devoa degaset he degouezh kentañ da Lez-varn EtrebroadelDen Haag. »
Bet Pennmaodiern ; Ezel, Parlamant Belgia ; Ezel, Lez-varn Etrebroadel Den Haag ; « abalamour d'he labour en Unaniezh Etreparlamenael hag e Lez-varn Etrebroadel Den Haag. »
Ezel, Sened Bro-C'hall ; diazezer ha Prezidant ar strollad parlamantel gall evit an dredeogiezh a-youl-vat ; diazezer ar Poellgor evit Difenn an Deurioù Broadel hag evit an Unvanidigezh Etrebroadel ; « abalamour d'e labour diplomatek evit ar c'henemglev etre Bro-C'hall hag Alamagn, Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet, kevret gant ur remzad diplomatel dibar war tachenn an dredeogiezh. »
Bet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour m'eo bet kentradour meur a feur-emglev tredeogiezh, abalamour d'e zeur kreñv ouzh an dredeogiezh etrebroadel, hag abalamour d'e raktres evit ul lez-varn etrebroadel. »
« Abalamour m'en deus sammet ar poellad divent da glask gwareziñ gwirioù an niver bras a brizonidi en holl duioù ar Brezel-Bed Kentañ, en o zouez o gwir da vont e darempred gant o familhoù. »
Pennsekretour an Unaniezh Etreparlamantel ; « abalamour d'e labour evel kentañ Sekretour Poellgor Nobel Norvegia, hag evel Pennsekretour an Unaniezh Etreparlamantel. »
Skiantour ; ergerzhour ; Kannad Norvegia, Kevre ar Broadoù ; enhenter « paseporzhioù Nansen » evit ar repuidi ; «abalamour d'e labour evit skoazellañ ar milionoù a dud e Rusia a oa o stourm ouzh an naonegezh, ha d'e labour evit ar repuidi en Anatolia hag e Trakia. »
Besprezidant Stadoù-Unanet Amerika ; Kadoriad Poellgor ar Re Gevredet evit an Digoll ; « abalamour d'e labour evel kentradour "Raktres Dawes" da-geñver an digoll dleet gant Alamagn. »
Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e laour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno ha Kengrad Pariz (Kellog-Briand Pact pe General Treaty for Renunciation of War as an Instrument of National Policy, "Feur-emglev hollek evit dilezel ar brezel evel benveg politikel broadel"). »
Bet Kelenner kozh e Skol-veur ar Sorbonne e Pariz ; krouer ha prezidant Kevre Gwirioù Mab-den ; « abalamour d'e labour evit adunvaniñ ar bobl c'hall hag ar bobl alaman. »
Kelenner, Skol-veur Berlin ; ezel, Parlamant Alamagn ; perzhiad e meur a guzuliadeg evit ar Peoc'h ; « abalamour d'e labour evit adunvaniñ ar bobl c'hall hag ar bobl alaman. »
Arc'heskob ; penn al luskad ekumenek ; « abalamour d'e strivoù evit lakaat an Ilizoù da gemer perzh n'eo ket hepken a-benn tizhout an unvaniezh ekumenek, evit ar peoc'h er bed ivez. »
Kevredadourez ; Prezidantez Etrebroadel Kevre Etrebroadel ar Maouezed evit ar Peoc'h hag ar Frankiz (Women's International League for Peace and Freedom) ; « abalamour d'he labour evit degaskemmoù er gevredigezh, ha d'he labour evel penn KEMPF. »
Prezidant, Columbia University ; « abalamour d'e labour evel pennlusker Kengrad Pariz, hag evel penn ar rann mirourañ eus al luskad amerikan evit ar Peoc'h. »
Skrivagner ; ezel, Poellgor Erounit Kevre ar Broadoù ; ezel, Kuzul Broadel ar Peoc'h (National Peace Council) ; « abalamour m'eo aozer The Great Illusion ("An touell meur"), ma sav a-du gant Kevre ar Broadoù ha m'en deus levezon war tachenn ar brudañ hag ar c'henteliañ diwar-benn ar Peoc'h. »
Bet Maodiern an Aferioù Estren ; Prezidant, Kuzuliadeg Kevre ar Broadoù evit an Dizarmadeg (League of Nations Disarmament Conference) e 1932 ; « abalamour d'e labour e Kevre ar Broadoù, ha d'e strivoù a-fed diazarmadeg dreist-holl. »
Skrivagner, bet Mirour ar Siell Brevez (Lord Keeper of the Privy Seal) ; « abalamour d'e labour evel diazezer ha Prezidant Koulzad Etrebroadel ar Peoc'h (International Peace Campaign). »
Bet Maodiern an Aferioù Estren ; unan eus perzhidi pennañ e krouidigezh Aozadur ar Broadoù Unanet ; « abalamour d'e stourm a-enep an emglozadouriezh en e vro, d'e strivoù a-benn krouiñ ur bloc'had Stadoù a-du gant ar Peoc'h war ar c'hevandir amerikan, ha d'e labour evit Aozadur ar Broadoù Unanet. »
« Kadoriad, Kuzul Misioner Etrebroadel (International Missionary Council) ; Prezidant, Emglev Bedel Kevredadoù Kristen ar Wazed Yaouank (World Alliance of Young Mens Christian Associations/YMCA). »
« Mezeg ; politikour war ar vagadurezh ; pennaozer ha Pennrener Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (FAO) (Food and Agricultural Organization) ; Prezidant, Kuzul Broadel ar Peoc'h hag Unaniezh Bedel an Aozadurioù evit ar Peoc'h (World Union of Peace Organizations). »
« Kelenner, Harvard University Cambridge, MA ; Rener, Director, rann ar Gulatoriezh, Aozadur ar Broadoù Unanet ; hanterour oberiant e Palestina, 1948. »
« Prezidant, Poellgor Etrebroadel Kuzul Europa ; Besprezidant, Kengevredad Etrebroadel ar C'hweluniadoù Frank (International Confederation of Free Trade Unions/CFTU) ; ezel, Aozadur Etrebroadel al Labour ; kannad en Aozadur ar Broadoù Unanet. »
Bet Maodiern an Aferioù Diavaez Kanada ; bet Prezidant ar 7vet Dalc'h eus Emvod Meur ar Broadoù-Unanet ; « abalamour d'ar perzh en deus graet evit klask lakaat termen da Enkadenn Suez, ha da zalc'h ar Reter-Kreiz dre hanterouriezh ar Broadoù-Unanet. »
« Pal pennañ Aozadur Etrebroadel a Labour eo staliañ pennaennoù a-benn ma vo gwellaet doareoù-labourat ha gwirioù kevredadel an implijidi. Diarvar eo an Aozadur e vo kreñvaet ar Peoc'h dre ar pennaenoù-se abalamour ma krennont an direzihderioù kevredadel. »
Kreizenn Etrebroadel evit Gwellaat ar Maiz hag ar Gwinizh]] (International Maize and Wheat Improvement Center) ; « abalamour d'e zegasadennoù d'an "Dispac'h Glas" a voe ken pouezus e kenderc'hadur ar boued, en Azia ha Suamerika dreist-holl. »
Prezidant, Burev Etrebroadel ar Peoc'h (International Peace Bureau) ; Prezidant, Poellgor Namibia ; « abalamour d'e zeur bras ouzh gwirioù mab-den : kas Kendivizad Europat Gwirioù Mab-Den (European Convention on Human Rights) dre Guzul Europa, sikour evit diazezañ ha kas Amnesty International ha labourat evel Pennsekretour Poellgor Etrebroadel ar Wiriaourien (International Commission of Jurists). »
Penngasour gwirioù mab-den ; « abalamour m'en deus diazezet meur a aozadur difeuls evit gwirioù mab-den a-benn stourm ouzh ar juntenn vilourel a oa o ren war e vro, Arc'hantina. »
« Abalamour d'o labour dispar e nevidoù Feur-emglev Tlatelolco ar Broadoù Unanet evit an dizarmadeg, m'o deus kemeret pep a berzh pouezus ha gounezet an anaoudegezh etrebroadel. »
(Mezeien Etrebroadel evit Dizarbenn ar Brezel Nukleel) ; « abalamour da zitouroù solius, ha dre grouiñ un emskiant ouzh heuliadoù dirfeudek an armoù nukleel. Krediñ a ra d'ar Poellgor e tegas kement-se d'e dro ur c'hresk er gwask a-berzh an dud a stourm ouzh paotadur an armoù nukleel, hag e kas da adtermeniñ an tevetoù en ur deurel muioc'h a evezh d'ar yec'hed ha da gudennoù denegour all. »
« Abalamour d'e stourm evit dieubiñ Tibet, a gasas en ur chom bepred a-enep implij ar feulster. Kentoc'h en deus erbedet diskoulmoù peoc'hus diazezet war ar c'houzañvusted hag ar gendoujañs, abalamour da wareziñ hêrezh istorel ha sevenadurel e bobl. »
Prezidant, Unaniezh Soviedel ; « abalamour d'e berzh gourfouezus en argerzh ar peoc'h a zo hiziv un dezverk pennañ e rannoù bras ar gumuniezh etrebroadel. »
« Evit enoriñ un ober politikel a ziarc'he un nerzh-kalon bras digant an daou du, hag en deus digoret hentoù nevez war-du ar vreudeuriezh er Reter-Kreiz. »
« Abalamour d'e labour evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den e Korea ar Su hag en Azia ar Gevred dre vras, hag abalamour d'ar peoc'h hag ar peoc'haat gant Korea an Norzh da gentañ penn. »
« Abalamour d'an degadoù a vloavezhioù en deus tremenet o strivañ hep skuizhañ a-benn kavout diskoulmoù peoc'hus da genniñvoù etrebroadel, a-benn kas an demokratelezh ha gwirioù mab-den war-raok, hag a-benn herouezañ an diorroadur armerzhel ha kevredadel. »
« Abalamour d'ar bec'h o deus lakaet evit mirout na vije graet gant an energiezh nukleel evit dezevioù milourel ha da asuraat e vije graet en doare surañ posupl gant an energiezh nukleel lakaet da dalvezout evit an dezevioù peoc'hus. »
« Abalamour d'o strivoù a-benn sevel ha skignañ muioc'h a didouroù a-zivout ar c'hemmoù degaset en hin gant mab-den, ha diazezañ an disentezioù a zo rekis evit stourm ouzh ar c'hemmoù-se. »
« Abalamour d'e strivoù evit degas peoc'h ha kenlabour etrebroadel, ha pergen abalamour d'e gentodenn evit lakaat termen d'ar brezel a-zivout an harzoù gant Eritrea amezek »
« Abalamour d'e strivoù evit stourm ouzh an naonegezh, d'e zegasadennoù evit gwellaat aozioù ar peoc'h e takadoù ma'z eus brezel ha d'e strivoù evit mirout na vefe arveret an naonegezh evel un arm-brezel »
« Evit ar gevredigezh keodedel e ra loeridi Priz Nobel ar Peoc'h en o bro.
E-pad meur a vloaz o deus broudet ar gwir da vurutellañ ar galloud ha da wareziñ gwirioù-diazez ar geodedourien.
En un doare dibar o deus strivet evit teuliaduriñ torfedoù-brezel, mestaolioù ouzh gwirioù mab-den ha drougarverioù beli.
A-gevret e tiskouezont pouezusted ar gevredigezh keodedel evit ar peoc'h hag an demokratelezh. »