Ramadan
Ramadan
Iskevrennad eus | yun ![]() |
---|---|
Rann eus | Deiziadur muzulmat ![]() |
Sevenadur | Islam ![]() |
Heuliet gant | Eid al-Fitr ![]() |
Day in year for periodic occurrence | Ramadan ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/00/%D9%87%D9%84%D8%A7%D9%84_%D8%B1%D9%85%D8%B6%D8%A7%D9%86.jpg/290px-%D9%87%D9%84%D8%A7%D9%84_%D8%B1%D9%85%D8%B6%D8%A7%D9%86.jpg)
Ramadan (en arabeg : رمضان, Ramadhan, distaget ivez Ramzan e meur a lec'h) eo anv navet miz ar bloavezh en deiziadur muzulman (Hijri), savet er bloaz 638. Evit ar Vuzulmaned ez eo ar miz sakrañ a zo e-pad ar bloaz. E-pad an navet miz eo e vije bet diskuliet ar C’horan d’ar profed Mohammed. E koun an dra-se e vez yunet gant ar Vuzulmaned e-pad ar Ramadan. E-pad miz eta e rankont chom hep debriñ nag evañ ha hep kaout darempredoù rev etre sav-heol ha kuzh-heol. Unan eus pemp gourc’hemenn diazez an Islam eo yun (sawm) ar Ramadan. Hag un dra ret eo yunañ e-pad ar miz-se evit an holl Vuzulmaned, nemet ne c’hallfent ket evit abegoù yec'hed.