Treuznistria

Република Молдовеняскэ Нистрянэ (Republica Moldovenească Nistreană, roumaneg)

Приднестро́вская Молда́вская Респу́блика (Pridnestrovskaya Moldavskaya Respublika, ruseg)

Придністровська Молдавська Республіка) (Pridnistrovs'ka Moldavs'ka Respublika, ukraineg)
Republik Treuznistria

Banniel Treuznistria Skoed-ardamez Treuznistria
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Kan broadel Treuznistria
Lec'hiadur Treuznistria
Lec'hiadur Treuznistria
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Tiraspol


46°50′N 29°37′E

Yezh(où) ofisiel Moldoveg, ruseg, kraineg
Strolladoù etnek 33,8% Rused ; 33,2% Moldaved ; 26,7% Ukrainiz ; 2,8% Bulgariz ; 1,2% Gagaouziz (hervez niveradeg 2015)
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Vadim Krasnoselsky
Gorread
 - Hollad 4,163 km² (172)
 - Dour (%) 2.35
Poblañs
 - istimadur 2018 469 000 ()
 - niveradeg 2004 555,347
 - Stankter 114/km² (77)
Moneiz Roubl Treuznistria ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC+2)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+3)
Kod kenrouedad
Kod pellgomz +373 5
+373 2

Treuznistria zo un rannvro zisranner lec'hiet e-barzh tachenn ofisiel republik Moldova. Daoust ma n'eo anavezet gant stad ebet ha daoust ma'z eo de jure un darn eus Moldova ez a d'ober de facto ur stad dizalc'h gant an anv Republik moldov an Dniestr (e moldoveg: Република Молдовеняскэ Нистрянэ/Republica Moldovenească Nistreană; e rusianeg: Приднестровская Молдавская Республика (Pridnestrovskaia Moldavskaia Respoublika); en ukraineg: Придністровська Молдавська Республіка (Pridnestrovs'ka Moldavs'ka Respublika)), ha graet anezhi ivez Pridnestrovia gant ar rusianegerien ha Transnistria gant ar roumanegerien, Transnistria e lec'h all, ha Treuznistria e brezhoneg, ar pezh a dalv kement hag «en tu-hont d'an Dniestr » (Nistru e roumaneg). Lec'hiet emañ war-du ar reter eus ar stêr-se, etre an dachenn dindan gontroll ar gouarnamant moldovat hag Ukraina. E 1991 eo disrannet ar rannvro-se goude diskar an Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel[1], poblet gant tud a gomz yezhoù slavek dre vras ha renet gant ur gouarnamant komunour.

Istor

E 1924 e oa krouet Oblast Emren Moldova e-barzh Republik Soviedel Ukraina. Ee 1940 e oa krouet Republik Sokialour Soviedel Moldavia e-barzh an URSS.

Poblañsouriezh

E 2004 e oa 555 347 a annezidi hervez niveradeg 2004, hag e 2018 e oa istimet ne chome nemet 469 000 anezho. 133 annezad / km² a oa stankter_ar_boblañs, ha bremañ n'eo nemet 114.

Daveoù

  1. Gwenvael Jéquel, « Treuznistria, ur vro... etre », Bremañ, niv. 413, C'hwevrer-Meurzh 2017, p. 20.