Weimar
Weimar zo ur gêr e land Thüringen, en Alamagn. E 2011 e oa 62 886 a dud o vevañ enni. Lakaet eo kêr war roll glad bedel an Unesco e 1998.
Douaroniezh
Emañ Weimar war lez ar stêr Ilm.
Istor
Kavadennoù an henoniourien o deus diskouezet e oa tud annezet eno da vare Oadvezh ar maen. Er bloavezh 899 e kaver anv en ur skrid eus Wimares, un anv a zle dont eus ar gerioù germanek kozh vih (= santel, sakr) ha mar (= lenn, geun).
E-pad an XVIIIvet kantved e teuas Weimar da vezañ ur greizenn sevenadurel a bouez. Barzhed evel Johann Wolfgang von Goethe, Friedrich Schiller pe Johann Gottfried Herder a oa o vevañ e kêr, kenkoulz ha sonaozourien evel Johann Sebastian Bach, livourien hag arzourien all.
Er bloavezh 1919 e voe embannet Republik Weimar eno, a badas betek 1933. E 1937 e voe savet e-kichen Weimar kamp-bac'h Buchenwald gant an nazied. Eno e varvas war-dro 56 000 den.
Hiziv ez eo Weimar ur greizenn sevenadurel ha touristel a-bouez adarre, gant ur skol-veur, ur c'hoariva, meur a virdi hag ul levraoueg.
-
Weimar : monumant en enor d'ar skrivagnerien Johann Wolfgang von Goethe ha Friedrich Schiller
Kêrioù gevellet
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Finland | Hämeenlinna | 1970 |
Alamagn | Trier | 1987 |
Italia | Siena | 1994 |
Bro-C'hall | Blois | 1995 |
Iran | Shiraz | 2009 |
Polonia | Zamość | 2012 |
Tud
- Lucas Cranach (1472-1553), marvet e Weimar.
- Johann Sebastian Bach (1685-1750)
- Johann Gottfried von Herder (1744-1803), barzh
- Johann Wolfgang von Goethe (1749-1832), barzh ha romantour, a vevas e Weimar.
- Johann Christoph Friedrich von Schiller (1759-1805), bWeimar.arzh, bet o chom e Weimar;
- Franz Liszt (1811-1886), kapelmeistr e Weimar.
- Richard Wagner (1813-1883), bet o chom en Eisenach pe e Weimar ma savas Lohengrin.
- Richard Strauss (1864-1949), kapelmeistr e Weimar.
- Vassily Kandinsky (1866-1944), livour
- Léon Blum (1872-1950), politikour gall, bet e kamp Buchenwald.
- Paul Klee (1879-1940), livour
Pennadoù kar
|