Aktiniom
Aktiniom | ||||
---|---|---|---|---|
Radiom – Aktiniom – Toriom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 89 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | [227] | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Rn] 6d1 7s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 9, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +3 Oksidenn vazennek skañv) | |||
Tredanleiegezh | 1,10 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 519,11 kJ/mol 2 : 1 134 kJ/mol 3 : 1 682 kJ/mol | |||
Skin atomek | 195 pm | |||
Skin kenamsav | 186 pm | |||
Skin Van der Vaals | 283 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 10,070 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 050 °C | |||
Bervverk | 3 300 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) | |||
Neuz an elfenn | ||||
? (Ur c'haled du neuz ur metal dezhañ, war a greder) | ||||
Un elfenn gimiek eo an aktiniom ; Ac eo e arouez kimiek, 89 e niver atomek ha 227,028 e dolz atomek. An aktinid kentañ eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.
Istor
E 1899 e voe dizoloet an aktiniom e Pariz gant ar c'himiour gall André-Louis Debienne, dre e dennañ diouzh ar c'hailh uraniom anvet pitchblende, a zo uraniom oksidet U3O8, bet dilezet gant Marie Curie goude m'he devoa tennet ar radiom anezhañ. Heñvelderioù a gavas etre an elfenn nevez hag an titaniom 22Ti, a zo ur metal ardreuzat ; e 1900 avat e kavas dezhañ e oa damheñvel ouzh an toriom 90Th, a zo un aktinid all.
E 1902 e voe tennet an hevelep elfenn eus an hevelep kailh gant ar c'himiour alaman Friedrich Otto Giesel, a gavas heñvelderioù etre an elfenn nevez hag al lantanom 57La, a zo ul lantanid.
E 1904 e roas F. Giesel an anv emamium d'an elfenn a grede bezañ nevez, dre ma ne ouie mann ebet diwar-benn labour André Debienne. Goude ma voe bet keñveriet an div gavadenn e voe anzavet e oa Debienne an dizoloer kentañ, a zibabas an anv actinium diwar an henc'hresianeg ακτίς, ακτίνος aktis, aktinos, "bann", "skin", en abeg d'e skinoberiegezh. Eus anv an aktiniom e teu hini rummad an aktinididoù, 15 elfenn ennañ eus 89Ac betek 103Lr, al lawrensiom.
An izotop Ac-227 eo a voe tennet eus U3O8 ; kavet e vez en natur, pa 'z eo disoc'h digevanadur an uraniom-235. Louc'hoù hepken zo anezhañ avat, pa n'eus nemet war-dro 150 mg ag aktiniom en un donennad pitchblende[1].
Skinoberiek-kenañ eo an aktiniom, war-dro 150 gwezh muioc'h eget ar radiom.
Perzhioù
Ur metal blot liv an arc'hant eo an aktiniom[2]. Skinoberiek-kenañ eo, lugerniñ a ra en deñvalijenn en ur deuler gouloù glaswenn dre m'eo ionaet an aer a zo tro-dro dezhañ[3].
Kimiek
Buan e tazgwered an aktiniom en aer, ur c'holoenn wenn ag oksidenn aktiniom a zeu warnañ evit harpañ ouzh an oksidadur da vont donoc'h.
Damheñvel ouzh re al lantanom eo e berzhioù kimiek.
Kenderc'hadur
Dre m'eo an aktiniom tost d'al lantanom ha da lantanidoù all a-fed perzhioù kimiek ez eo diaes o disrannañ p'o zenner eus kailh uraniom, setu e kaver aesoc'h kenderc'hañ aktiniom dre vombezenniñ radiom-226 gant neutronoù e kreizennoù derc'hanel : 226Ra + 1 neutron → 227Ra → 227Ac dre skinoù β skignet e-pad 42,2 munutenn. Gouest eo Ac-227 da dapout neutronoù a-benn reiñ 228Ac a-gementadoù bihan.
Goude-se e tisranner an aktiniom diouzh ar radiom hag an elfennoù all a zo bet kenderc'het (plom, bismut, poloniom ha toriom).
Stumm metalek an aktiniom a genderc'her dre goazhañ AcOF (fluorid aktiniom) gant burezh litiom er goullo e 1000-1300°C.
Izotopoù
Un izotop hepken eus an aktiniom a gaver en natur, 227Ac, gant un hanter-vuhez a 21,773 bloavezh.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 36 anezho, 225Ac o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a zek devezh.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanidigezh |
---|---|---|---|
225Ac | kevanaozet | 10 devezh | a → 221Fr |
226Ac | kevanaozet | 29,37 eurvezh | β- → 226Th |
ε → 226Ra | |||
α → 222Fr | |||
227Ac | 100 | 21,773 bloavezh | β- → 227Th |
α → 223Fr |
Arver
Hini ebet, abalamour da rouested, priz ha skinoberiegezh an elfenn.
Notennoù
- ↑ Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 01 MEU 13.
- ↑ SALUTSKY Murell L. & STITES Joseph G. & STONE RObert D, Preparation of Actinium Metal, 1955, Journal of the American Chemical Society, 77/1, pp. 237-240 (en) Liamm oberiant 01 MEU 13
- ↑ Encyclopædia Britannica (en) Liamm oberiant 01 MEU 13
Daveennoù
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Los Alamos National Laboratory (en) Liamm oberiant 14 C'HWE 2013
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |