Radiom
Radiom | ||||
---|---|---|---|---|
Frankiom – Radiom – Aktiniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 88 | |||
Rummad kimiek | Metaloù prialkaliek | |||
Strollad | 2 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | s | |||
Tolz atomek | [226] | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Rn] 7s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +2 Oksidenn vazennek kreñv) | |||
Tredanleiegezh | 0,9 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 509,29 kJ/mol 2 : 979,051 kJ/mol | |||
Skin atomek | 2,83 Å | |||
Skin kenamsav | 2,11 Å | |||
Skin Van der Vaals | 283 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20°C) | 5,00 g/cm3 | |||
Teuzverk | 700°C | |||
Bervverk | 1 737°C | |||
Tredanharzusted | 10 nΩ•m (e 20°C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
Un elfenn gimiek eo ar radiom ; Ra eo e arouez kimiek, 88 e niver atomek ha 226,025 e dolz atomek.
Ur metal prialkaliek eo.
E kailhoù uraniom (uraninit) e kaver radiom en natur (0,7 g a radiom en un donennad uraninit).
Un nebeud kilogrammoù hepken a radiom a vez kenderc'het bep bloaz, evit an enklaskoù skiantel dreist-holl. Aostralia eo ar c'henderc'her pennañ.
Istor
Gant Maria Skłodowska-Curie hag he fried Pierre Curie e voe dizoloet ar radiom en un tamm uraninit d'an 21 a viz Kerzu 1898 e Pariz. E 1899 e voe roet an anv radium d'an elfenn nevez, diwar al latin radius, "bann", en abeg d'ar bannoù gremm a vez taolet gant ar radiom.
E 1936 e voe kevanaozet radiom-E (bismut-210), anezhañ un izotop eus 209Bi, gant an Amerikan John Jacob Livingood.
Boas e vezer da vuzuliañ ar skinoberiegezh gant an unanenn Curie, a zo diazezet war skinoberiegezh 226Ra.
Perzhioù
Ur metal gwenn arc'hantaet eo ar radiom en e stad c'hlan ; tost da re ar bariom 138Ba eo perzhioù ar radiom 226Ra.
Kimiek
Ar metal prialkaliek pounnerañ eo ar radiom. Taer e tazgwered gant oksigen an aer, el laka da zuañ diouzhtu dre oksiderezh en ur reiñ nitridenn radiom Ra3N2.
Evel an holl vetaloù prialkaliek e tazgwered gant dour ivez dre reiñ hidroksidenn radiom Ba(OH)2.
Izotopoù
Skinoberiek-kenañ eo holl izotopoù ar radiom, ur milion gwezh muioc'h eget an hevelep tolzad uraniom. Dre skinoberiegezh 226Ra e teu radiom-A (poloniom), radiom-B (plom), radiom-C (bismut) hag all.
Ra-226 (226Ra) eo an izotop stabilañ ; dont a ra eus an uraniom 238U, ha 1 601 bloavezh eo e hanter-vuhez.
Ra-223, Ra-224, Ra-226 ha Ra-228 a gaver en natur ivez, diwar uraniom pe diwar toriom. Betek-henn ez eus bet kevanaozet 33 izotop all, eus 202Ra da 234Ra.
Radiom | Ra-Emanation | Ra-A | Ra-B | Ra-C | Ra-C' | Ra-C | Ra-D | Ra-E | Rad-E | Rad-F | Ra-G |
226Ra | 222Rn | 218Po | 214Pb | 214Bi | 214Po | 210Tl | 210Pb | 210Bi | 206Tl | 210Po | 206Pb |
Arver
Nebeut-tre a draoù a vez graet gant radiom, an holl anezho a-drugarez d'e skinoberiegezh ; ouzhpenn-se e c'haller bremañ e erlec'hiañ gant skinizotopoù nevez-kevanaozet, 60Co ha 137Cs, a zo galloudusoc'h hag aesoc'h da embreger.
Kentañ arver ar radiom e voe fardañ liv luc'hus a lakaed war bizied an horolajoù, da skouer. Paouezet ez eus bet gant ar c'henderc'hañ-se en abeg d'ar c'hleñvedoù a zeue d'al labourerien, o vezañ ma ne ra korf an dud diforc'h ebet etre radiom ha kalkiom : mont a ra ar radiom en eskern, a zo distrujet gant ar skinoberiegezh. Evit an hevelep abegoù e voe berzet lakaat radiom er boued, el louzeier, en toaz-dent, er soavon, hag all. N'eus mui arver greantel ebet eus ar radiom betek ar bloaezhioù 1970.
Notennoù
- ↑ Van der Krogt.net (en) Liamm oberiant 24 HER 2012
Daveennoù
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012