Bituriges

Galia er c’hentañ kantved kent JK

Ar Vituriged[1], pe Bituriges, peBituriges Cubi[2], a oa unan eus pobloù Galia, diazezet er pezh a zo bremañ departamantoù Cher hag Indre.

Bro

En em astenn a rae o bro war ar pezh a zo bremañ departamantoù Cher hag Indre, ha kornaoueg Allier. Stumm un tric'horn a oa gant o domani. Avaricum (Bourges) e oa o c’hêr-benn.

En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :

Istor

Hervez Titus Livius e oant bet unan eus pobloù galloudusañ Galia war-dro 600 kent JK[3].

En amzer Julius Caesar e oant kevredet gant an Aedui[4]. Sevel a rejont a-du gant emsavadeg Verkingetorix koulskoude, ha kas a rejont tud da emgann Alesia (12 000 den)[5]. E-pad Brezel Galia e voe lakaet seziz war Avaricum gant soudarded Caesar. E lec’hioù all e Galia e oa bet c’hwezet an tan er c’hêrioù, war urzh Verkingetorix, evit mirout ouzh ar Romaned da gaout pourvezañsoù enno. Gant annezidi Avaricum e oa bet aspedet Verkingetoriks da espern o c’hêr. Dont a reas armeoù Caesar da gemer anezhi ha da argas armeoù sikour Verkingetorix. Diwar an 40 000 den a oa serret e kêr, ne voe nemet 800 a chomas bev[6].

En Eil kantved goude JK edo bro ar Bituriges e proviñs Gallia Aquitania.

Anv

Talvezout a rae o anv Bituriges kement ha « rouaned ar bed », diwar an div elfenn c'halianek bitu-, « bed », ha rix, riges « roue, rouaned »[7]. Eus an anv Bituriges eo deveret anv kêr Bourges ha hini proviñs Berry.

Notennoù

  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 149, p. 182
  2. Ul lodenn eus pobl orin ar Vituriged, anvet Bituriges Vivisques, a yeas eus korn-bro Bourges d’ober o annez da-gostez aber ar Gironde, goude dibenn Brezel Galia. S.o. L’arbre Celtique
  3. Titus Livius, Ab urbe condita libri, levrenn V, 34.
  4. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn VII, 5.
  5. Julius Caesar, Commentarii de bello gallico, levrenn VII, 75.
  6. Julius Caesar, Commentarii de bello gallico, levrenn VII, 14-18 ha 24-28.
  7. Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance, p. 36, p. 25