Galia er c’hentañ kantved kent JKAn Aedui, a-unan gant Roma dirak an Arverned hag ar Sekwaned.
An Aedui (pe Haedui) pe Aedued, (Αἰδούοι en henc’hresianeg) a oa ur bobl eus Gallia Lugdunensis, a oa o vevañ etre ar stêrioù Arar (Saône) ha Liger[1]. En-dro dezho e oa ar Bituriges hag ar Sequani. Bibracte e oa o c’hêr-benn, e-kichen Autun.
A-raok mare Julius Caesar o doa graet emglev gant ar Romaned. Sevel a rejont a-du gant kevre ar pobloù galian a-enep Caesar koulskoude[2]. Met goude faezhidigezh armeoù Verkingetoriks en Emgann Alesia, e voe graet emglev en-dro etre an Aedui hag ar Romaned. Diwezhatoc’h e voe dismantret o c’hêr-benn Bibracte ha lakaat en he lec’h ur gêr hanter-roman hanter-c’halian, Augustodunum (Autun), anvet diwar-lerc'h anv an impalaer Augustus.
Tud
Un nebeud anvioù tud hag a oa Aedued zo anavezet gant oberenn Caesar ha traoùachoù kavet e Bibracte :
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) * Dizalbad Roma (-390) * Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa * Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) * Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) * Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) * Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)