James Monroe

James Monroe

James Monroe, ganet d'an 28 a viz Ebrel 1758 e kontelezh Westmoreland e Virginia, marvet d'ar 4 a viz Gouere 1831 e New York, a zo bet pempet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika etre 1817 ha 1825 (daou respet pevar bloaz en deus graet). Unan eus an “Tadoù Diazezerien” eo. Brudet eo an doktrin Monroe lakaet war-sav gantañ, da lavaret eo kaout ul levezon vras war ar c'hevandir amerikan a-bezh, ha mirout ouzh an Europeaned da emellout en aferioù ar c'hevandir. A-raok bezañ prezidant e voe kannadour Stadoù Unanet Amerika, e Bro-C'hall da gentañ (Eost 1794 – Kerzu 1796) hag e Breizh-Veur diwezhatoc'h (Eost 1803 - Herer 1807).

Liammoù diavaez


Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)