Kaerell
| |||
---|---|---|---|
M. nivalis
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||
Genad : | Mustela | ||
Anv skiantel | |||
Mustela nivalis Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar gaerell, pe ar buan, ar c'hoantig, pe Marc'harid-koant, (Mustela nivalis) zo ur bronneg, ezel bihanañ ar genad Mustela.
Annez
Bevañ a ra ar gaerell e norzh Amerika, Azia hag Europa (nemet en Iwerzhon). Degaset eo bet e Zeland Nevez.
Krediñ a raed e furme ar boblañs amerikan ur spesad distag met dilezet eo bet ar vartezeadenn-se. He c'havout a reer e pradennoù, e strouezhegoù ha war vevenn ar c'hoadegoù dreist-holl.
Doareoù pennañ
Un aneval moan gant ul lost hir ha pavioù berr eo ar gaerell evel an holl izili eus kerentiad ar mustelideged, ar pezh a ro tro dezhi da heuliañ he freizhoù en o douarenn. Sklaeroc'h eo he blevenn eget hini izili all he genad ha gwenn eo he c'hof. Er rannvroioù yen e c'hell mont da wenn penn da benn. N'a ket en tu all da 23 cm.
Magadurezh
Logod a ya d'ober ar pep brasañ deus e boued (war dro 350 bep bloaz). Met pa gav un neizh gedon vihan, n'eo ket evit mirout da lazhañ ha da zebriñ anezho.
Emzalc'h
En hec'h-unan e vev ar gaerell en diavaez eus an amzer parañ. Gallout a ra ar parezed genel meur a wech bep bloaz pa vez tra-walc'h a voued. Hemolc'hiñ a ra ar gaerell preizhoù kalz brasoc'h egeti, evel ar c'honikled.