Osiris

Osiris
D4
st
A40
Ousir (Wsjr)
Ur beleg eus Osiris. Aotennet pizh eo, ha derc'hel a ra gant evezh ul lestr kanope eus Osiris gant erien e doga. Egipt Ptolemaek. Iañ kantved goude J.-K.
Delwenn dibar eus Osiris

Doue egiptat ar vuhez, ar marv hag ar strujusted eo Osiris. N'eo ket hepken roue ar Re Varv ha barner madelezhus an anaon. Gwarantiñ a ra buhez an anaon er bed dindanzouar. Mab henañ an Douar Geb hag an Oabl Nout eo hag ezel eus navad bras doueed Iounou (Heliopolis).

Ar piler Djed eo e arouez. Diskouez a reer anezhañ gant ar barv faos, ar vazh Heka, ar freilh (Nec'hec'h) hag ar gurunenn anvet Atef.

E skridoù ar piramidennoù e oa hevelebekaet ar roue marv ouzh Osiris. Da vare ar Grennimpelaeriezh avat ar faraon n'eo ket ken an hini nemetañ da ziraez an divarvelezh : kement den marv a c'hall bezañ degemeret er vuhez peurbadus ha dont evel se heñvel ouzh Osiris.

Orin e anv

Dont a ra an anv Osiris eus ar gresianeg. Ousir pe Asir e oa e anv egiptat n'oad ket bet gouest da lenn a-raok an XIXet kantved. Kavout a reer e anv skrivet ws-ir pe os-ir e Hieroglifoù abalamour ma ne vez ket skrivet ar vogalennoù gant ar skrivadur hieroglifek. Meur a vartezeadenn zo bet graet diwar-benn ster an anv-se. Troet eo bet « ousir » gant « Tron al lagad » (hini an heol?). Bev eo c'hoazh an anv-se e kopteg dindan ar stumm « Ousire ». Sterioù all a c'hallfe bezañ « Lagad galloudus », « An hini a ra e dron », « Sez ar galloud », ha kement zo.
Graet e veze ivez Ounen-Néfer anezhañ (« An hini zo brav da viken ») ha Khenty-Imentyou (« An hini zo e penn Kornogiz », da lâret eo an anaon).

Mojenn Osiris

Hervez ar mojennoù e teskas d'an dud penaos labourat an douar hag e tilamas an antropofagiezh. sevel a reas an temploù hag ar c'hêrioù kentañ.
Lezennoù reizh a roas d'e bobl hag e kelennas dezhi skiant an urzh hollvedel, eeun gwir ha reizh anvet Maat.

Mont a reas da zegas ar sevenadur da vroioù all, heuliet gant Tot hag Anubis hag e lezas e wreg e penn ar vro.
Goude bezañ deut a-benn da seveniñ ar bed a-vezh gant ar c'han hag ar sonerezh e teuas en-dro d'e rouantelezh.
E vreur gevell Seth en doa gwarizi outañ hag en doa c'haont d vezañ roue en e lec'h. Marteze ivez en doa droug ouzh e vreur abalamour m'en doa kousket hemañ gant e wreg Neftis ha m'o doa enghentet Anubis.
E-pad ar banvez a oa aozet evit festañ distro an doue Osiris e kavas an dro da lazhañ anezhañ. Lakaat a reas sevel un arc'h dispar, dezhañ ment Osiris. E-pad ar banvez e kiniga neuze profañ an arc'h-se d'an hini a c'hallfe gourvez ennañ ha stekiñ ouzh ar speurennoù. Un taol esae a reas ar gouvidi an eil war-lerc'h egile met ne zegouehze e vent ouzh den ebet. En Diwezh e teuas tro Osiris a gave plijus ar c'hoari-se. Met ur wezh ma oa aet klok e-barzh, Seth hag ar gbalerien all ha serriñ dor an arc'h ha tachañ anezhañ ken e vougas ar roue e-barzh. Ur wezh kaset an torfed da benn e oa stlapet an arc'h deuet da vezañ un arched en Nil.

Pa glevas ar c'heloù, Isis a oa rannet he c'halon. Dispenn a reas he dilhad ha troc'hañ he blev kaer. Ha hi ha klask adkavout arched he fried. Dont a reas a-benn da gavout anezhañ hag e kuzhas anezhañ en ur wern, met Seth a gavas anezhañ d'e dro en ur jiboesa. Evit bezañ sur da gaout an dizober eus ar c'horf e tispennas anezhañ e 14 tamm a strewas dre ar vro a-bezh.
Isis ne gollas ket kalon ha gant sikour he c'hoar Neftis e teuas a-benn d'adkavout holl an tammoù, an eil war-lerc'h egile, war-bouez ar c'halc'h a voe lonket gant ur pesk marlonk eus an Nil. Aozañ a reas unan nevez gant pri ha gant skoazell Anubis e lurellas hag e valzamas ar c'horf, hag Osiris a zasorc'has. Gallout a reas neuze reiñ ur mab dezhi : an doue Horus.

Diskaret e oa Seth gant Horus goude se ha lezvarn an doueed a roas dezhañ tron Egipt, dezhañ da gemer lec'h e dad evel Faraon.

Adsavet gant lidoù ar valzamerezh e teuas Osiris da vezañ ar c'hentañ balzamegenn : Ounen-Nefer (« An hini zo brav da viken ») abalamour ma oa gwarezet diouzh ar vreinadurezh ha ma teue d'ar vuhez en-dro evel an Nil goude pep dic'hlann. Deuet da vezañ doue ar Re Varv hag aotrou ar bed dindanzouar e tifraostas parkeier strujus en e rouantelezh : Parkeier Ialou.
Abaoe emañ e penn lezvarn an doueed, pa vez pouezet kalon an hini marv, dindan ar stumm a anavezomp : kroaziet e zivrec'h gantañ war e vruched, balzamet ha gwisket gant ul lienenn lin na lez nemet e benn hag e zaouarn noazh er-maez, ar gurunenn Atef gantañ war e benn, o terc'hel arouezioù e rouantelezh war bed ar "Gornogiz", ar Re Varv. Barner meur an anaon, e ro dezhe ar vuhez peurbadus pe e kondaon anezhe da zianadiñ.

Kehelerezh Osiris

Un niver a lec'hioù azeulerezh a oa. C'hwezek nom a embanne kaout ur releg. Ar re bouezusañ a oa Abidos, en Egipt-uhel, e lec'h ma veze miret ur relegouer, ennañ penn an doue sañset, ha Bousiris e delta an Nil.
En Abidos e oa bez ar roue Djer, ur faraon eus ar c'hentañ rummad rouaned. Kemeret e oa goude evit bez Osiris. Sethi 1añ a lakaas sevel ur volz-eñvor war batrom ar bez-se e-kichen an templ savet gantañ war hent pirc'hirinaj ar gêr santel-se.

Abidos a oa anezhi an nor a gevree ar bed dindanzouar gant hini ar Re Vev ha lec'h ar "Brosesion Vras" bloaziek. Bep bloaz, d'ar pevare miz eus an dour-beuz, e veze tennet an doue eus e dempl en e skaf Nechemet. Treuziñ a rae neuze al leurenn vras m'en em ganne e feizidi ha dalc'hidi Seth. Degouezhet e lec'h sakr Peker e veze diskennet e bez Djer, dasorc'het ha ambrouget betek e dempl gant lid ha levenez.

Anavezet eo bet bezioù all eus Osiris, en o zouez hini Gizeh, dizoloet nevez zo, hini Philae, war un enezenn tost da dempl bras Isis, re Denderah ha Karnak. Re all c'hoazh zo testeniekaet e skridoù istorourien eus an Henamzer evel Herodotos en deus bizitet unan e Sais.

Levrlennadur

  • Istor-Geografiezh 6vet, TES, 2001
  • Istor, 6vet klas, Eil Derez Diwan, 1990
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg