Palladiom
| ||||
---|---|---|---|---|
Rodiom – Palladiom – Argant | ||||
| ||||
Niver atomek | 46 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 10 | |||
Trovezh | 5 | |||
Aozadur elektronek | [Kr] 4d10 | |||
Niver oksidadur | 0, +1, +2, +4, +6 | |||
Tredanleiegezh | 2,2 | |||
Skin atomek | 137,6 | |||
Tolz atomek | 106,42 | |||
| ||||
| ||||
Un elfenn gimiek eo ar palladiom ; Pd eo e arouez kimiek, 46 e niver atomek ha 106,42 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.
Teskad ar palladiom (TaP) a reer eus ar metaloù ardreuzat 44Ru, 45Rh, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt.
Ral eo ar palladiom, ha ne vez kavet nemet kevret gant unan eus metaloù TaP — kementadoù bihan ag ar metaloù-se a vez tapet diwar puraat kouevr ivez.
E Rusia e voe kenderc'het ar muiañ a balladiom e 2011 (85 tonennad). Suafrika (78 t), Kanada (18 t) ha Stadoù-Unanet Amerika (12, 5 t) a voe war-lerc'h, heuliet gant Zimbabwe (7,4 t) hag ar broioù all (6,1 t). War-dro 100 000 tonennad TaP a chomje en Douar.[1]
Istor
Gant ar c'himiour saoz William Hyde Wollaston e voe dizoloet un elfenn nevez e 1802 en un tamm kailh platin ; palladium eo an anv a roas dezhi, en enor d'an asteroidenn Pallas a oa bet dizoloet daou vloaz kentoc'h hag a oa bet anvet diwar an doueez Pallas Athene. E 1803, goude bezañ puraet trawalc'h eus ar metal, en e lakaas en ur stal e karter Soho e London.
Goude ma voe disklêriet gant ar c'himiour iwerzhonat Richard Chenevix ne oa ar palladiom nemet platin ha bevargant kendeuzet e kinnigas W. H. Wollaston ur priz a 20 £ evit 20 greunenn a gendeuzad palladiom, met R. Chenevix eo a voe enoret evit e labour war ar palladiom. Pa 'z embannas W. H. Wollaston bezañ dizoloet ar rodiom e 1804 e venegas e labour war ar palladiom, hag e 1805 ez arc'has bezañ anavezet evel dizoloer ar palladiom ivez.
Perzhioù
Ur metal blot lufrus liv an argant, damheñvel ouzh ar platin, eo ar palladiom ; 12,02 g/cm3 eo e zouester. Da 1 555°C e teuz, ha da 2 963 °C e verv.
Dont a ra da vezañ orjalennus pa vez tommet, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe ; kaletoc'h eget en natur e teu avat pa vez yenaet.
Kimiek
Oksidet e vez da ≈800 °C, ur gwiskad oksidenn balladiom (PdO) a zeu warnañ neuze ; koll a ra e lufr pa vez lakaet en un aergelc'h sulfurek ha mouest. Tu zo d'e zileizhañ en drenkenn nitrek HNO3 hag en drenkenn sulfurek H2SO4.
Izotopoù
Seizh izotop eus palladiom a gaver en natur, c'hwec'h anezho o vezañ stabil.
107Pd eo ar skinizotop stabilañ a gaver en natur ; 6,5 milion a vloavezhioù eo e hanter-vuhez. Triwec'h skinizotop all zo bet hiniennekaet, eus 91Pd betek 123Pd ; 21 eurvezh eo an hanter-vuhez hirañ, hini 112Pd.
Arver
War-dro 25 % eus kement traez a vez kenderc'het hiziv a endalc'h palladiom pe vetaloù eus TaP.
- Kimiezh : arveret e vez evel trelusker evit kenderc'hañ trenkenn nitrek HNO3 ha silikon. Kleuzeurioù e palladiom a vez implijet evit lakaat strinkennoù dreistpur da greskiñ kent bezañ arveret e greanterezh an elektronik.
- Greanterezh : fardañ emdroerioù treluskel evit ar c'hirri-tan a-benn digreskiñ ar saotradur a reer gant palladiom.
En elektronik ez implijer palladiom a-filmadoù evit fardañ korrgrugoù ha kantennoù kalet a-benn brasaat o endalc'h ; dougelloù liesgwiskad e prierezh a farder ivez, hag amredoù kevanek.
E greantelerezh ar gwer e vez implijet palladiom da fardañ neud gwer, skrammoù strinkennoù liñvel ha skrammoù plat.
- Bravigerezh : kendeuzadoù palladiom a vez labouret pe deuzet da fardañ bravigoù.
- Mezegiezh : da gempenn an dent.[1]
Notennoù
- ↑ 1,0 ha1,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 18 HER 12
Daveennoù
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |