Philip K. Dick
Philip Kindred Dick, a zo anevezetoc’h evel Philip K. Dick, a oa ganet d’ar 16 a viz Kerzu 1928 e Chicago ha marvet d’an 2 a viz Meurzh 1982 e Santa Ana, 56 km er c’hreisteiz da Los Angeles, e Kalifornia.
Ur skrivagner stadunanat a bouez eo e bed ar skiant-faltazi, abalamour da niver e levrioù met dreist-holl d’an danvez meret gantañ en e skridoù ha d’e bersonelezh hep he far.
Buhez
Daou vugel eo a voe ganet gant an itron Dick d'ar 16 a viz Kerzu 1928 e Chicago, Philip Kindred ha Jane Charlotte, hag o-daou n'houlent ket denañ laezh o mamm, ken e varvas ar verc'hig d’ar 26 a viz Genver 1929, pa ne oant ken ’met 6 sizhun. A-hed e vuhez eo bet sammet spered Philip gant ar c’hañv a zouge d’e c’hoar c’hevel. Betek fin e vuhez e santas Philip an diouer d’e hanter gofad, hag ac’haleno e teufe an doare daouduek a gaver en e holl oberoù meur, evel en e romant "Dr Bloodmoney", ma weler ur breurig « diabarzh » marvet en ur vezañ, liammet dre ar spered gant e c’hevel e barr e nerzh.
Hag eñ yaouankik e c’hoaveze dezhañ semplañ aliezik ha diwezhatoc’h e voe kavet e oa tapet gant ar skizofrenia, met diwezhatoc’h e voe prouet ne oa ket gwir. Hogen spontet e oa ar paotr gant ar pezh a soñje dezhañ a oa o tougen en e spered. Neuze eo e krogas da lenn skiant-faltazi er gelaouenn Stirring Science Stories a oa dezhañ an doare nemetañ da ziankeniañ e soñjoù.
Da bevar bloaz e welas dimeziñ e dud o terriñ ha chom a reas e-unan gant e vamm e Berkeley. Goude d’ar bredelfenner priedoù diskleriañ ne vije ket skoet ar bugel gant an disparti-se ne baouezas ket Dick da glemm en abeg da se a-hed e vuhez. Chom a reas an tad hep daremprediñ mamm ha bugel war-lerc’h an dizimeziñ.
Aet war studi ar brederouriezh da Skol-Veur Kalifornia n’eas ket betek penn abalamour d’ar reuz savet gant ar senedour MacCarthy ha da heskinadur ar gomunourien ( a oa Dick tomm outo) e voe taolet er-maez. Neuze e krogas da labourat war-dro ar sonerezh, sot ma oa gantañ. Labourat a rae war hanter evel programmer en ur chadenn-skingomz ha gwerzher pladennoù er stal Universal Music e Berkeley. Kavet e vo abadennoù eus an amzer-se en e romant "Radio Free Albemuth", un oberenn beuzparanoiek deuet e-maez ar wask war-lerc’h e varv, a weler enni buhez yaouankizoù Berkeley er bloavezhioù a-raok lanv an « hippied » a ziruilhas war bed ar bloavezhioù 60.
Gouez da lod vrasañ e vuhezskiverien eo er pulps amerikan (Galaxy, Fantasy and Science-fiction, Astounding Stories, ha na pet all) e tizoloas al lennegezh skiant-faltazi.
Krog e oa da skrivañ tammoù, barzhoniezh koulz ha skiant-faltazi, pa oa c’hoazh er skol-veur, hag embannet e voe darn er Berkeley Gazette, ar skrid kentañ o vezañ The Devil, merket warnañ deiz an 23 a viz Genver 1942.
E miz Mae 1948 e timezas gant Jeanette Marlin. Torret e voe an dimeziñ 6 miz goude, anat dezho ne oant ket troet gant ar memes traoù. E miz Mezheven 1950 e timezas gant Kleo Apostolides, eus ur familh Gresianed, kleizourez divrud marteze met anavet gant an FBI, ha tamallet dezhi bout komunourez. Gwelout a reas Dick daou boliser « federal » o tont d’e gaout hag o c’houlenn digantañ evezhiañ e wreg evito. Nac’h a reas ar skrivagner, hogen mignon e teuas da vout gant unan anezho, George Scruggs, a oa evel dindan gazel-gae pa gleve Dick o komz eus e vicher gevrinus. Kavout a reer meneg eus ar wreg he mennozhioù a-gleiz-kenañ hag eus ar boliserien er "Radio Free Albemuth".
Skrivagner
Bountet e oa bet gant e wreg da stagañ gant ar vicher skrivañ, hag kregiñ a reas da vat ganti e 1952. Un tamm mat a fae a veze graet warnañ e bedig skiant-faltazi an amzer dre ma veze kavet gwall dreut e ouiziegezh skiantel ha gwall amparfal e zoare da skrivañ.
Sevel a reas neuze kalzig a zanevelloù, evel Beyond Lies the Wub, Mr Spaceship, The Gun, The Variable Man, The Builder, Second Variety, e-touez ar re vrudetañ, hag ober e soñj da gregiñ gant romantoù, a veze paeet gwelloc’h. Pliv ar politikerezh a oa da-vat war e romant kentañ, Solar Lottary », embannet e 1955.
En e vuhez pried ez ae an traoù da fall. Dre ma skrive Dick diouzh an noz dreist-holl ne oa ket evit padout ken o welout e wreg gant ur vuhez untamm mat birvidikoc’h egetañ, hag e amezeien o sellout outañ o landreantiñ dindan an disheolienn. Krog e oa da gavout diaesoc’h-diaesañ sell an diavaez. Evit gallout derc’hel da labourat buan e oa douget da lonkañ louzoù a bep seurt, ha dreist-holl amfetaminoù, hag a roe dezhañ barradoù enkrez spontus.
A zeiz da zeiz ec’h ae e baranoia war washaat : ma ne deu ket a-benn, a soñj dezhañ, ec’h eo dre ma vez tud o stegnañ iriennoù en-dro, hag enep dezhañ. War a seblant ne oa ket evit kompren ne oa ket diouzh ar c’hiz ken ar skiant-faltazi, da vihanañ en doare ma veze dispaket er c’helaouennoù pulps. Kement-se evel-just ne oa ket evit gwellaat spered klañvidik ar skrivagner, nag evit leuniañ e yalc’h peuzc’houllo.
E 1958 e tizimezas adarre, hag e reas anaoudegezh gant Anne Williams Rubinstein, a oa nevez varvet he gwaz diganti. Ober a rae al lez dezhi, en em glevout mat a raent. Mat an traoù ivez etrez an den tev ha barvek-se ha teir merc’h Anne, ma timezas ar skrivagner gant o mamm d’ar 1añ a viz Ebrel 1959, ha ma voe ganet ur verc’h dezho, Laura Archer, d’ar 25 a viz C’hwevrer 1960
Lakaet e voe Philip gant e wreg da skrivañ a-benn bezañ un oberour brudet, ha stagañ a reas gant The Man in the High Castle - le Maître du Haut Château. Koulskoude ez eas trenk ar soubenn en ti adarre. Anne a wele ennañ ur skrivagner disheñvel diouzh an hini a oa dimezet ganti, ha diouzh an hini a felle dezhañ bezañ, ha Philip ne glaske ket dilezel ar skiant-faltazi, goude ma hunvree gounit brud evel skrivagner ordinal. Pa voe digoret ganti ur stal-bravigoù en em gavas Dick evel un den didalvoud, hag e krogas da soñjal edo e wreg o klask ober e stal dezhañ. Diwezhatoc’h e konto diwar he fenn : « Ur vuntrerez psikotek a oa anezhi, aon a rae din, ha dre ziv wech he deus klasket ma lazhañ ». Pa voe kuitaet an ti gant Anne hag o merc’h ez eas gwashoc’h yec’hed e spered. E 1964 e voe torret o dimeziñ.
E 1962 e oa bet embannet ''The Man in the High Castle''- Le Maître du Haut Château a reas berzh bras. Ouzhpenn-se e tapas ar priz Hugo gantañ. Brud ha lennerien entanet a deuas dezhañ diwar al levr-se neuze.
E 1963 ha 1964, e savas pevar romant : Clans of the Alphane Moon - Les clans de la lune alphane, Martian Time-Slip - Glissement de temps sur Mars, The Simulacra - Simulacres ha The Three Stigmata of Palmer Eldritch - le Dieu venu du Centaure, ar brudetañ anezho holl.
E 1964, e timezas gant Nancy Hackett, 21 bloaz dezhi. Tad e voe adarre da Isolde Freya (a veze graet Isa anezhi hepmuiken). Buan ez eas fall an traoù avat. Tamall a rae Dick d’e wreg e felle dezhi «ober evel ar re all», ha klask ober dezhañ monet e « kevredigezh vat Kalifornia» en desped dezhañ. Buhez ar bed (evel a lared en hon manatioù) n’eo ket troet ganti. N’eus nemet e oberenn a gont ken, ha ne da ket nemeur eus ar gêr. Pa glevas keloù eus lazhoù John F. Kennedy ha Martin Luther King e voe daoubennet, ma paouezas da votiñ kenkent.
Skrivañ a reas neuze ar romant 'Do Androids Dream of Electric Sheep? - les Androïdes rêvent-ils de moutons électriques ? ac’h eas an danvez anezhañ d’ober ar film Blade Runner, ha neuze Ubik a zo moarvat pennoberenn ar skrivagner.
E 1970, e oa gwashoc’h ar jeu evit biskoazh : bec’h en doa gant tud an tailhoù, ha gant e wreg ivez ; fall ez ae an traoù er bed pan edo brezel Viêt Nam oc’h ober e reuz. Neuze e skrivas « Flow my Tears », the Policeman Said'' - Coulez mes larmes, dit le policier, a weler ennañ un den o sankañ en anken. Ha Nancy kuit, hag Isa ganti.
Hennezh a voe ar gwashañ mare eus e vuhez. E-unan e oa, dilezet gant e wreg. Neuze e krogas da reiñ bod da gement lonker louzoù, « hippy » pe « junky » o tremen hebiou d’e di. Bemdez ez ae drammoù gantañ, ken e veze a-hed ar sizhun oc’h alteriñ. Prenet en doa skiant a-walc’h da skrivañ A Scanner Darkly - Substance mort e 1975, a voe embannet e 1977.
Dre veur a wech e klaskas bod en ur bredglañvdi, met kazeg a reas bep tro, goude ma voe ensellet bep tro da vat. Paranoiek pe skizofrenek e oa Dick marteze, met ne oa ket azonoù ul lonker-louzoù touet : yac’h a gorf e oa an den da vihanañ.
D’ar 17 a viz Du 1971 e c’hoarvezas un darvoud a-bouez en e vuhez. O tegouezhout er gêr e kavas« prenestroù freuzet, dorioù divarc’het, potailhoù torret » e welas « e oa bet laeret un toullad traoù, e oa bet lakaet da darzhañ an armel-glenkell didanet gant danvez-tarzh a-seurt gant plastik », hag er glenkell-se eo e vire e holl « deñzorioù » : skridoù, niverennoù eus pulps kozh, ha meur a dra all. … Ha kerkent e anken baranoiek o tont en-dro war-c’horre : ma tamallas FBI ha KGB a bep eil da glask lazhañ anezhañ.
Hag eñ kuit da Ganada, da Vancouver, dizoloet da-geñver ur brezegenn distaget gantañ diwar-benn ar skiant-faltazi d’an 12 a viz C’hwevrer 1972, ma reas e soñj chom da vevañ eno. Klask a reas gwriziennañ e Vancouver, ha klask fred war un dro. Meur a wech ez eas war-dro merc’hed yaouankoc’h egetañ, met ur gabestr en devoe bep tro, rak spontet kentoc’h eget hoalet e vezent gant an amparfal a zen-se o klask un tamm karantez. Klask a reas neuze en em lazhañ o lonkañ forzh louzoù. C’hwitet adarre, met kaset e voe da X-Kalay, e-lec’h ma veze gwalc’het o diabarzh d’an dud troet gant an heroin, goude ma ne denne ket d’ar seurt tud ha ne oa ket unan anezho. Eno e tizoloas e pebezh ifern e veve ar re a yae war an hent-se, ha pegen distrujet e c’halle bezañ o spered.
Goude tremenet gantañ teir sizhun en X-Kalay ez eas da chom da Fullerton, ma kavas bod gant div studierez sot-pitilh gant e oberennoù. Drezo e reas anaoudegezh gant ur skivagner yaouank, Tim Powers. (ar peurrest da zont a-benn arc'hoazh)
Ar Sinema
E Romant Do Androids Dream of Electric Sheep? en deus levezonet kalzig Blade Runner.
An danevell Souvenirs à vendre a zo bet diazez Total Recall gant Paul Verhoeven.
E romant Confessions d'un barjo a zo deuet ivez da vezañ ur film gant Jérôme Boivin e 1992.
Gant an danevell Second Variety eo bet levezonet ar film Screamers gant Christian Duguay e 1995.
E zanevelloù Minority Report hag Impostor a zo bet filmet e 2002, gant Steven Spielberg ha gant Gary Fleder.
Ar film Paycheck gant John Woo e 2003 a zo ivez diazezet diwar un danevell bet skrivet gant Dick.
Dont a raio er maez ivez ur film d'an 21 a viz Even 2006 diwar e levr Substance mort, ha kaset vo a-benn gant Richard Linklater.
Daou vuhezskrid a zo bet savet a-zivout Phil K. Dick : Emmanuel Carrère en deus skrivet Je suis vivant et vous êtes morts, ha skrivet eo bet Invasions divines gant Lawrence Sutin.
Da lenn
- Skrid ebet diwar e zorn, deomp da c’houzout, n’eus bet troet e brezhoneg betek-hen.
Romantoù
- Solar Lottery, 1955
- The World Jones made, 1956
- The Cosmic Puppets, 1956
- The Man who Japed, 1956
- Eye in the Sky, 1957
- Time Out of Joint, 1959
- Dr Futurity, 1960
- Vulcan's Hammer, 1960
- The Man in the High Castle, 1962
- The Game Players of Titan, 1963
- Clans of the Alphane Moon, 1964
- Martian Time-Slip, 1964
- The Simulacra, 1964
- The Penultimate Truth, 1964
- The Three Stigmata of Palmer Eldritch, 1965
- Doctor Bloodmoney, or How we got Along after the Bomb, 1965
- The Zap Gun, 1965
- The Crack in Space, 1966
- Now wait for Last Year, 1966
- Counter-clock World, 1967
- The Ganymede Takeover, 1967
- Do Androids Dream of Electric Sheep?, 1968, (graet Blade Runner deus outañ ur wezh m'eo deuet er maez ar film)
- Galactic Pot-Healer, 1969
- Ubik, 1969
- A Maze of Death, 1970
- Our Friends from Frolix 8, 1970
- We can Build you, 1972
- Flow my Tears, the Policeman Said, 1974
- Confessions of a Crap Artist
- Deus Irae, 1976 (skrivet asambles gant Roger Zelazny)
- A Scanner Darkly, 1977
- Valis, 1980
- The Divine Invasion, 1981
- The Transmigration of Timothy Archer, 1982
- The Unteleported Man, 1983
- The Man Whose Teeth Were All Exactly Alike, 1984
- In Milton Lumky Territory, 1985
- Humpty Dumpty in Oakland, 1985
- Puttering about in a Small Land, 1985
- Nick and the Glimmung, 1985
- Radio Free Albemuth, 1985
- Mary and the Giant, 1987
- The Broken Bubble, 1988
Danevelloù
- Re hir e vije reiñ ar roll anezho, strewet ma’z int e levrioù a bep seurt.
- Aliañ a raimp al lenner da sellout ouzh rolloù an embannerien voaz. Gallout a reer kregiñ gant ul levr eus ar c’hantved tremen « Le livre d’or de Philip K. Dick » deuet a-zindan gwask Presse Pocket.
Priz Philip K. Dick (e saozneg Philip K. Dick Award)
Priz lennegel er Stadoù Unanet roet da levrioù skiant-faltazi pe moliac’h embannet da gentañ gant goloioù paper-kalet (paperbacks), pe e stumm levrioù-godell mar kerer, evel ma veze embannet levrioù Philip K. Dick. Krouet e oa bet ar priz e 1983 gant ar skrivagner Thomas M. Disch. D’ul levr dibabet gant ur c’huzul nevesaet bep bloaz, ennañ tud war ar vicher an hini e vez roet ar priz.
Liammoù liesseurt
e brezhoneg
e galleg
- Le Paradick al lec'hienn brasañ e galleg
- Levr da selaou (mp3) pennad 9 eus buhezskrid Emmanuel Carrère
- The Philip K. Dick Bookshelf levrlennadur klok ar skrivagner
e saozneg
- http://www.philipkdick.com/
- http://www.philipkdickfans.com/
- https://web.archive.org/web/20050917155140/http://www.philipkdick.tk/
- The Philip K. Dick Bookshelf levrlennadur klok
|
|
♦ Skrivagnerien ha ♣ Skrivagnerezed |
♦ Robert Abernathy ♦ Forrest J Ackerman ♦ George S. Albee ♦ Brian W. Aldiss ♦ Steve Allen ♣ Karen Anderson ♦ Poul Anderson ♦ Jean-Pierre Andrevon ♦ Georges-Jean Arnaud ♦ Isaac Asimov |
♦ Mathieu Bablet ♦ James G. Ballard ♦ Iain Banks ♣ Elia Barceló ♦ René Barjavel ♦ Charles Beaumont ♦ Greg Bear ♦ Stephen V. Benét ♦ Gregory Benford ♦ Cyrano de Bergerac ♦ Alfred Bester ♦ Jerome Bixby ♦ Algernon Blackwood ♦ James Blish ♦ Robert Bloch ♦ Damien Broderick ♦ Pierre Bordage ♦ Pierre Boulle ♦ Anthony Boucher ♦ Ray Bradbury ♦ Bill Brown ♦ Fredric Brown ♦ John Brunner ♦ Serge Brussolo ♣ Doris P. Buck ♦ Algis Budrys ♦ Anthony Burgess |
♦ Ernest Callenbach ♦ A. Bertram Chandler ♣ Elizabeth Chater ♣ Daína Chaviano ♦ John Christopher ♦ John Anthony Ciardi ♦ Arthur C. Clarke ♦ Robert M. Coates ♦ Theodore R. Cogswell ♦ Michael G. Coney ♦ Alfred Coppel ♦ Michael Crichton ♦ Philippe Curval |
♦ Alain Damasio ♦ Jack Dann ♦ Basil Davenport ♣ Françoise d'Eaubonne ♦ Jan De Fast ♦ Lester Del Rey ♦ Samuel R. Delany ♦ Michel Demuth ♦ Philip K. Dick ♦ Thomas M. Disch ♦ Graham Door ♦ Dave Dryfoos ♣ Catherine Dufour ♦ David Duncan |
♦ Harlan Ellison ♦ E. C. Eliott ♦ Michael Ende ♦ Walter Ernsting |
♦ Philip José Farmer ♦ Konrad Fiałkowski ♦ Jack Finney ♦ Charles L. Fontenay ♦ Alan Dean Foster ♦ Horace B. Fyfe |
♦ Daniel F. Galouye ♦ Raymond Z. Gallun ♣ Angélica Gorodischer ♦ Christian Grenier ♣ Ann W. Griffith ♦ Michel Grimaud ♦ James E. Gunn |
♦ Edmond Hamilton ♦ Charles Harness ♦ Harry Harrison ♦ M. John Harrison ♦ Robert A. Heinlein ♦ Frank Herbert ♦ Richard Hill ♦ Robert Ervin Howard ♦ Lafayette R. Hubbard ♦ Jean-Pierre Hubert ♣ Edna M. Hull ♦ Aldous Huxley |
♦ Michel Jeury |
♦ Norman Kagan ♦ Gerald Kersh ♦ Daniel Keyes ♦ Stephen King ♦ Gérard Klein ♦ Damon Knight ♦ Cyril M. Kornbluth ♦ Walter Kubilius ♦ Henry Kuttner |
♦ R. A. Lafferty ♦ Kurd Lasswitz ♦ Jean Le Clerc de la Herverie ♣ Ursula K. Le Guin ♦ Fritz Leiber, Jr. ♦ Murray Leinster ♦ Stanislaw Lem ♣ Doris Lessing ♦ C. S. Lewis ♦ Jean-Marc Ligny ♦ LIU Cixin ♦ Brian Lumley |
♣ Katherine MacLean ♦ Ken MacLeod ♦ Donald Malcolm ♦ Phillip Mann ♦ Richard Matheson ♣ Anne McCaffrey ♦ Jack McDevitt ♦ J. T. McIntosh ♣ Vonda Neel McIntyre ♣ Judith Merrill ♦ Abraham Merritt ♦ Lion Miller ♦ Ron Miller ♦ Walter M. Miller, Jr. ♣ Catherine L. Moore ♦ Ward Moore ♦ G. A. Morris ♦ Alan Nelson ♦ Homer Nearing ♦ J. B. Morton |
♦ Alan E. Nourse |
♦ Andrew J. Offutt ♦ Chad Oliver ♦ George Orwell |
♦ Alexei Panshin ♦ Pierre Pelot ♦ Peter Phillips ♦ Daniel Piret ♦ Frederik Pohl ♦ Arthur Porges ♦ Terry Pratchett ♦ Tom Purdom |
Maurice Renard ♦ Mack Reynolds ♦ Kim Stanley Robinson ♦ Keith Roberts ♣ Joanna Russ ♦ Eric F. Russell |
♦ Emilio Salgari ♣ Pamela Sargent ♦ Robert Sheckley ♦ Karl-Herbert Scheer ♦ Steven Schrader ♣ Idris Seabright ♦ Arthur Sellings] ♣ Mary Shelley ♦ Larry Siegel ♦ Robert Silverberg ♦ Clifford D. Simak ♦ Bernard Simonay ♦ Dan Simmons ♦ Curt Siodmak ♦ Clark Ashton Smith ♦ Cordwainer Smith ♣ Evelyn E. Smith ♦ Jerry Sohl ♦ Norman Spinrad ♦ L. Sprague de Camp ♣ Margaret St. Clair ♦ Bruce Sterling ♦ Theodore Sturgeon |
♦ William F. Temple ♦ William Tenn ♣ Sheri S. Tepper ♣ James Tiptree, Jr. |
♦ A. E. van Vogt ♦ Jack Vance ♦ John Varley ♦ Jules Verne ♦ Vernor Vinge ♦ Vladimir Volkoff ♦ Kurt Vonnegut, Jr. |
♦ Daniel Walther ♦ Ian Watson ♦ Stanley G. Weinbaum ♦ Andrew Weiner ♦ H.G. Wells ♦ Bernard Werber ♦ John A. West ♦ Robert M. Williams ♦ Jack Williamson ♦ Richard Wilson ♦ Robert Charles Wilson ♦ David Wingrove ♦ Gene Wolf ♦ Stefan Wul ♦ John Wyndham |
♦ Robert F. Young |
♦ George Zebrowski ♦ Roger Zelazny ♣ Marion Zimmer Bradley |
Kelaouennoù brudet |
Amazing Stories ♦ Astounding Science Fiction ♦ Astounding Stories ♦ Famous Fantastic Mysteries ♦ Fantastic Adventures ♦ Galaxy ♦ Planet Stories ♦ Startling Stories ♦ The Magazine of Fantasy and Science Fiction ♦ Thrilling Wonder Stories ♦ Two Complete Science-Adventure Books ♦ Unknown ♦ Weird Tales ♦ Wonder Stories |
En-dro d'an S-F |
Dodennoù an S-F ♦ An SF er bannoù-treset ♦ An SF er sinema ♦ Cyberpunk ♦ Steampunk |