Protaktiniom

Protaktiniom
ToriomProtaktiniom Uraniom

Pr
Pa
Taolenn beriodek, Protaktiniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 91
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek 231,03588
Aozadur elektronek
[Rn] 5f2 6d1 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 20, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +5
Oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh 1,50 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 568 kJ/mol
2 : 1 150 kJ/mol
3 : 1 790 kJ/mol
Skin atomek 180 pm
Skin kenamsav 169 pm
Skin Van der Vaals 340 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 15,370 g/cm3
Teuzverk 1 568 °C
Bervverk 4 000 °C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Un elfenn gimiek skinoberiek eo ar protaktiniom ; Pa eo e arouez kimiek, 91 e niver atomek ha 231,036 e dolz atomek. An trede aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Istor

Da lavar Dmitriy Mendeleyev e 1871 e oa un elfenn gimiek etre 90Th ha 92U, hogen n'en devoa ket he c'havet.
E 1900 e teuas ar c'himiour saoz Sir William Crookes a-benn da hiniennekaat un elfenn skinoberiek a-douez ur standilhon nitrat uraniom UO2(NO3)2, hep he hennadiñ avat ; Uranium-X a reas dioutañ da c'hortoz[1].
E 1913 e voe prouet gant ar c'himiour amerikan Kazimierz Fajans hag an alaman Oswald Helmuth Göring e tigevane an elfenn-se dre skinoù β hep padout. Hiziv an deiz e ouzer e oa an izotop Pa-234 eus an elfenn-se, a zo ur bazenn en argerzh digevanidigezh an uraniom : U-238 → Th-234 → Pa-234 → U-234. Brevium eo an anv a rojont d'an elfenn nevez, diwar al latin brevis "berr", abalamour ma ne bade nemet 6,75 eurvezh.
E 1918 e voe hiniennekaet Pa-231 a-douez un tamm kailh pitchblende U3O8 (oksidenn uraniom) gant ar fizikourez aostrian Lise Meitner hag ar c'himiour alaman Otto Hahn e Berlin ; en hevelep bloavezh e voe graet heñvel en Aberdeen gant ar gimiourien saoz Frederick Soddy ha John Cranston. Dre m'eo tremen 32 000 bloavezh hanter-vuhez 231Pa e voe kemmet an anv brevium e protoactinium, diwar an henc'hresianeg πρῶτος protos, "a-raok", abalamour ma teu Pa kent Ac en argerzh digevanidigezh an uraniom. E 1949 e voe berraet e protactinium gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC).
E 1934 e voe kenderc'het protaktiniom en e stumm metalek gant ar c'himiour alaman Aristid von Grosse dre zigenaozañ iodenn protaktiniom PaI5 gant Argerzh Van Arkel-De Boer : 2 PaI5 → 2 Pa + 5 I2.

Kenderc'hadur

Eus ar c'hailh pitchblende, anvet ivez uraninit, e tenner protaktiniom-231, a-gementadoù bihan pa ne vez nemet 0,3 g anezhañ en un donennad kailh[2].
Er c'hreizennoù derc'hanel e teu Pa-231 ha Pa-233 dre an toriom ; ret eo tennañ an izotopoù-se eus an dazgwerederioù, rak en abeg d'o hanter-vuhez hir e lakaont an treloskoù derc'hanel da vezañ skioberiek pell goude bezañ bet arveret.

Perzhioù

Ur metal blot liv an arc'hant eo ar protaktiniom glan. Abalamour m'emañ etre an toriom hag an uraniom e taolenn drovezhiek an elfennoù ez eo e berzhioù etre re 90Th ha re 92U — sellit ouzh an daolenn amañ a-zehou.
Kewarellek eo ar protakniniom e 20°C, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez ; disheñvel un tamm eo PaCl4, a dro da ferromagnetek pa vez yenaet betek -91,15 °C.
Dreistreüs eo Pa e gwrezverkoù yenoc'h eget -271,75 °C.

Kimiek

Ar protaktiniom glan ne vez ket oksidet en aer, hogen buan e tazgwered gant an oksigen, gant burezh an dour ha gant an trenkennoù. Ne zagwered ket gant ar metaloù alkaliek (3Li, 11Na, 19K, 37Rb, 55Cs ha 87Fr).

Izotopoù

Nav izotop war 'n ugent eus ar protaktiniom zo anavezet, ar re stabilañ o vezañ Pa-231, Pa-233 ha Pa-230.

Izotopoù stabilañ ar protaktiniom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
229Pa kevanaozet 1,5 devezh ε → 229Th
230Pa kevanaozet 17,4 devezh ε → 230Th
231Pa ~100 3,276x104 bloavezh α → 227Ac
232Pa kevanaozet 1,31 devezh β- → 232U
233Pa louc'h 26,967 devezh β-233U
234Pa louc'h 6,75 eurvezh β-234U

Arver

En enklaskoù skiantel hepken ez arverer ar protaktiniom, abalamour d'e skinoberiegezh ha d'e arvarusted evit yec'hed mab-den.

Notennoù

  1. CROOKES William, Radio-activity of Uraniom, Proceedings of the Royal Society, 1899, 66: 409-423 Royal Society of London (en) Liamm oberiant 03 MEU 13
  2. Encyclopedia Britannica (en) Liamm oberiant 03 MEU 13


Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok