Skandiom

Skandiom
KalkiomSkandiomTitaniom

Sc
Y
taolenn beriodek, skandiom

Niver atomek 21
Rummad kimiek Metal ardreuzat
Strollad 3
Trovezh 4
Aozadur elektronek [Ar] 3d1 4s2
Niver oksidadur + 3
Tredanleiegezh 1,36
Skin atomek 160,6
Tolz atomek 44,955912 ± 0.000006



1 cm3 eo ec'honad an diñs skandiom

Un elfenn gimiek eo ar skandiom ; Sc eo e arouez kimiek, 21 e niver atomek ha 44,956 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo ar skandiom.

E 1879 e voe dizoloet dre zielfenniñ mein deuet eus Skandinavia, alese e anv[1].
Ur metal ardreuzat eo ar skandiom, a gaver war an Douar er gwiskadoù metaloù rouez hag uraniom kemmesket. Nebeut a vengleuzioù skandiom zo er bed : Sina, Kazakhstan, Rusia hag Ukraina eo ar broioù kenderc'her pennañ[2].

Istor

Dmitriy Mendeleyev en devoa rakwelet 1869 e vije un elfenn he zolz atomek etre 40 ha 48, a voe dizoloet e 1879 eta gant ar c'himiour svedat Lars Fredik Nilson hag e skipailh. War a hañval ne ouie ket Lars F. Nilson diwar-benn diougan D. Mendeleyev, a voe kelaouet gant ar c'himiour svedat all Per Teodor Cleve.

Perzhioù

Kimiek

Ur metal blot neuz an arc'hant dezhañ eo ar skandiom. Da arvelen pe arroz e tro e liv pa vez lezet en aer. Gallout a ra kemmañ liv ha dileizhañ en darn vuiañ eus an trenkennoù. Aes eo da leskiñ. Hidrogen a ro pa vez mesket gant dour.

Izotopoù

45Sc (44,956 u) hepken a gaver en natur.
Trizek izotop zo bet kavet, eus 38Sc betek 47Sc, ar re stabilañ o vezañ 46Sc (83,8 devezh e hanter-vuhez), 47Sc (3,35 devezh) ha 48Sc (43,7 eurvezh).

Arver

Kendeuzadoù skandiom-aluminiom a vez implijet er sevel kirri-nij hag egorlistri abalamour ma 'z int kalet ha skañv ; titaniom a vez arveret muioc'h evelato dre ma 'z eo marc'hatmatoc'h.
Lod bizhier baseball ha marc'hoù-houarn a zo graet gant kendeuzadoù Al-Sc enno. E lod pistolennoù ez eus ivez.
Kleuzeurioù (lampoù) a ro gouloù par da hini an Heol a reer dre veskañ skandiom gant elfennoù all.

Daveennoù

Notennoù

  1. (en) EMSLEY John, Nature's Building Blocks : An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2003 (ISBN 978-0-19-850340-8)
  2. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 13 HER 12



Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok