Aluminiom
Aluminiom | |
---|---|
Magneziom – Aluminiom – Silikiom | |
B Al Ga |
|
Aluminiom en e stad naturel |
An aluminiom zo un elfenn gimiek, Al eo e arouez kimiek ha 13 e niver atomek. Un elfenn a-bouez eo war an Douar rak mont a ra d'ober 1,5% eus an tolz hollek.
Ur metal arc'hantet ha gwevn zo anezhañ. Heverk eo abalamour ma harz mat ouzh an oksidadur hag en abeg d'he douester izel.
E gwirionez e c'hall bezañ oksidet, met en aer e krou ur gwiskad oksidenn aluminiom (Al2O3) didreuzus, dezhi un nebeud mikrometroù, a warez ar peurrest eus ar metal hag a grou en-dro buan pa vez tennet. Komzet e vez eus ur gwarez kinetek (er c'hontrol eus ar gwarez termodinamikel rak oksidus-kenañ ez eo).
Tennet e vez dreist-holl eus ar c'hailh anvet balzit el lec'h ma kaver anezhañ e stumm un oksidenn hidratet a denner an alumin (Al2O3) anezhañ. Gallout a rafe ivez bezañ tennet eus seurtoù kailh all ivez evel an nefelin, al leukitenn, ar sillimanit, an andalouzit, hag ar muskovit.
Implijet e vez an aluminiom e kalz greanterezhioù evit sevel kalz aozadennoù disheñvel hag a-bouez-bras eo evit armerzh ar bed. Sina zo unan eus ar broioù a brodu ar muiañ anezhañ ha pell war-lerc'h Amerika an Norzh (Stadoù-Unanet ha Kanada). An elfennoù framm graet diwar aluminiom zo diziouerus e greanterezh an aerlistri hag a-bouez-bras e rannoù all eus an treuzdougerezh hag eus ar saverezh el lec'h ma n'haller ket tremen hep e zouester izel, e stabilded hag e zalc'h.
Istor
E 1807, Humphry Davy, goude bezañ dizoloet e oa graet an alum eus sodiom hag eus potasiom, a laka ez eus ivez ur metal all e-barzh, badezet gantañ « aluminiom » (e latin e reer «alumen» eus an «alum»). E 1821 e tizoloas Pierre Berthier kailh, ennañ muioc'h evit 50 % oksidenn aluminiom, en ur vengleuz e-kichen Baux-de-Provence. Badezet e vo ar c'hailh-se balzit. Lakaet e vez dizoloadenn an aluminiom war gont Friedrich Wöhler e 1827. Koulskoude, daou vloaz kent e oa deuet a-benn ar c'himiour ha fizikour danat Hans Christian Ørsted da broduiñ ur stumm kemmesket eus ar metal-se. Ar c'hentañ e oa bet Wöhler o lakaat war wel perzhioù kimiek ha fizikel an aluminiom, en o zouez ar skañvder peurgetket. Gwellaet e voe hentenn Wöhler gant ar c'himiour gall Herri Sainte-Claire Deville, e 1846 o reduktiñ ar c'hailh gant sodiom. Embann a reas e zisoc'hoù en ul levr e 1856. Implijet eo an hentenn-se en Europa a-bezh evit fardañ aluminiom, met ker-kenañ ez eo c'hoazh. Implijet e vez ar metal da sevel brageriz. Unan eus ar c'hentañ delwennoù savet en aluminiom (1893) eo Ael ar Garitez kristen, anvet Eros alies, a zo e lein ar Shaftesbury Memorial e Piccadilly Circus, e Londrez. |
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |