13 Eost
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1521 : an impalaer Cuauhtémoc en em rent da Hernán Cortés. Ar gêr aztek Tenochtitlan zo distrujet gant ar Spagnoled. Adsavet e vo ganto war lerc'h dindan an anv Kêr-Vec'hiko.
- 1532 : e Naoned eo sinet gant Stadoù Breizh skrid-embann unvaniezh Breizh ha Bro-C'hall.
- 1940 : Lluis Companys, prezidant Generalitat Katalonia, zo harzet gant ar Gestapo, er Baol.
- 1944 : niverenn diwezhañ ar gazetenn Le Phare de la Loire.
- 1961 : savidigezh Moger Berlin.
- 1965 : embannadur Help! er Stadoù-Unanet, pempvet albom gant ar strollad The Beatles.
Ganedigezhioù
- 1814 : Anders Jonas Ångström, fizikour ha steredoniour svedat.
- 1827 : Arsène de Kerangal, mouler ha troour.
- 1872 : Richard Willstätter, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1915.
- 1883 : Pierre Palau, aktour ha dramaour gall.
- 1889 : James Lee Peters, evnoniour stadunanat.
- 1899 : Alfred Hitchcock, filmaozer saoz.
- 1911 : Guillaume Radot, filmaozer, produer ha saver senario gall.
- 1926 : Fidel Castro, politikour ha prezidant Kuba (1976-2008).
- 1948 : Mich Beyer, skrivagnerez danevelloù, romantoù brezhonek.
- 1962 : Manuel Valls, politiker gall, bet Kentañ Ministr Bro-C'hall.
Marvioù
- 1382 : Leonor Aragon (rouanez Kastilha).
- 1523 : Gerard David, livour flamank.
- 1826 : René Theophile Hyacinthe Laenneg, medisin breizhat.
- 1863 : Eugène Delacroix, livour gall.
- 1910 : Florence Nightingale, klañvdiourez saoz.
- 1917 : Eduard Buchner, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1907.
- 1946 : H. G. Wells, skrivagner saoz.
- 1963 : Morvan Marchal, tisavour hag emsaver politikel.
- 1984 : Tigran Petrosian, mestrc'hoarier echedoù soviedat.
- 1995 : Pêr-Jakez Helias, skrivagner breizhat.
- 1996 : António de Spínola, jeneral ha politiker portugalat.
- 1998 : Julien Green, skrivagner stadunanat gallek.
- 2005 : David Lange, kentañ ministr Zeland-Nevez
- 2016 : Françoise Mallet-Joris, skrivagnerez c'hallek genidik eus Belgia.
- 2021 : Jean-Pierre Pichard, rener Festival Etrekeltiek an Oriant.
Lidoù
- Devezh etrebroadel ar gleizidi.
- Republik Kreizafrikan : deiz an dizalc'hidigezh.
- Tunizia : Devezh broadel ar merc'hed.
- Sant an deiz : Sant Ever