An Decantae zo ur bobl eus Enez Vreizh ha ne anavezer nemet dre ur meneg hepken gant an douaroniour Klaudios Ptolemaios war-dro 150. Diouzh a gomprener en e skrid e vevent a-hed aod kornôk ar Moray Firth, e kornad ar c'h-Cromarty Firth, en hanternoz da Moger Antoninus eta. N'eus meneg ebet eus kêr ebet nag anv lec'h ebet.
Keltiek e c'hall an anv bezañ, marteze diwar ar wrizienn *deko-, "mat" pe "gwellañ". Marteze diwar *dekan-, an niver "dek". Pobloù all a gaver an hevelep gwrizienn en o anv : an Deceangli e Kembre, an Deciates e Liguria, hag un anv den, Decantilla, e Galia.
Rivet & Smith a chom diasur war an talvoudegezh (gwelout ivez Deceangli : none can be suggested = n'ez eus netra da aliañ)
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) * Dizalbad Roma (-390) * Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa * Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) * Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) * Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) * Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)