Gwer (liv)

Gwer
#9dff89#00bc22#00e278#2caf1e#7ef482#76dc14#1cef5b#087829#3bd80d
Nav arliv gwer
Bukit war pep liv da welout e god HTML

Skalfad tredanwarellek
Trohed 570 – 495 nm
Talm 575 – 525 THz

Bonekadur
evit ar gwer glan 0000 (450 nm)
HTML #008000
sRGB (0, 128, 0)
CMYK (100, 0, 100, 50)
HSV (120, 100, 50)

Un tarzh-gouloù boreel e Norvegia

Gwer a reer eus al liv gweladus a zo etre melen 0000 ha glas 0000 er skalfad gwelus, adalek an trohed 570 nm betek an trohed 495 nm. Melen eo al liv diwezhañ a weler pa vez hiroc'h an trohed eget 570 nm, o tont eus an danruz, ha glas eo an hini kentañ war-du an uslimestra, pa vez an trohed berroc'h eget 495 nm.

  • "Gwer glan" a reer eus al liv gwer eo 450 nm e drohed : 0000.

Dre gejañ pentur glas ha pentur melen e farder pentur gwer e liv.

ar skalfad gwelus
uslimestra  danruz

Gwer e vez ar geot, garoù ha delioù an darn vuiañ eus ar plant en abeg d'ar c'hlorofil a zo enno. Petra bennak ma vez al liv gwer tro-dro da vab-den aba eo mab-den, diwezhat en e Istor en deus gouezet fardañ liv gwer, alese perzh dister al liv-se er c'hevredigezhioù.
Nebeut a dud e plij ar gwer dezho er sevenadurioù kornaouegel ; 16% hepken eus Europiz a ziskleir ez eo o liv karetañ, ha 10% a embann en argazhiñ. Amjestr eo arouez ar gwer en hor sevenadurioù : ar vuhez, ar chañs hag ar goanag diouzh an eil tu, an dizurzh, ar pistri, an diaoul hag e zrouksperedoù diouzh an tu all.
E Sina pergen hag en Azia dre vras e lakaer ar gwer da liv an eürusted hag ar frouezhusted.
Liv broadel Iwerzhon eo, ha hini an islam peogwir eo arouez glasvez ar Baradoz.

Liv ar vuhez eo ar gwer, hini nevezadur an natur ha, dre astenn, liv ar goanag hag an divarvelezh ; e lod sevenadurioù, en enep, ez eo ar gwer liv ar c'hleñved, ar marv hag an diaoul. E Sina ez eo liv ar yin (陰), ar bennaenn venel. Alies ivez e vez liammet al liv gwer ouzh an divarregezh dre yaouankiz hag ouzh ar warizi.
Hengoun an alkimiezh e vez graet leon gwer eus holen ar brederourien, a zileizh an aour, peogwir eo trenk evel un dra ha n'eo ket azv[1].

Yezh

En un toullad yezhoù, evel ar japaneg, ar vietnameg hag ar yezhoù keltiek, ne veze ket lakaet kemm etre al liv louet, al liv glas hag al liv gwer hag e veze graet ingal gant "glas". Gwir eo c'hoazh kement-mañ evit liv an natur (glas e vez ar geot, ar gwez, ar glazarded...).
E brezhoneg evel er yezhoù keltiek all e reer gant ar ger glas hepmuiken evit ober anv eus traoù glas o liv hag eus traoù gwer en natur, a reer glasvez anezho.
Eus al latin izel viridis gwer (liv) e teu ar ger gwer[2] ; un adster zo : yaouank, nerzhus[3].
Meneget eo ar ger « guezr » er C'hatholicon, anezhañ ar geriadur kentañ e brezhoneg (1464), met « Guezr ha glas » eo ar pennger, ha « tout ung ; ibi uide » eo an termenadur ; n'eus meneg eeun ebet eus al liv. Bez' emañ ivez e Nomenclator Guillaume Quiquier de Roscoff (1633)[4].

  • Meur a c'her latin hag a denn da nerzh ar vuhez zo kar da viridis : vivere (bout nerzhus), vis (nerzh), vir (gour), ver (nevezamzer), virga (garenn) ; marteze ez eo virtus kar da viridis ivez.
    Heñvel a gaver e saozneg, pa zeu green eus an hensaozneg (1200) grene ("hag a gresk", "hag a zo bev", "nerzhus") ha pelloc'h eus ur wrizienn rakindezeuropek *ghre ("kreskiñ")[5].

En natur

Plant, loened ha mein gwer zo en natur. Setu amañ un nebeud anezho.

  • Bukit war pep skeudenn a-benn gwelout he alc'hwez

Plant

Loened

Mein

Fardañ hag implijout

Kimiezh al livegennoù
Krom Cr2O3

Kadmiom Cr2O3 + CdS

Viridian Cr2O3 + H2O (an dour)

Douar K(Al,FeIII),(FeII,Mg)(AlSi3,Si4)O10(OH)2

Gwer emrodez Cu2(CH3COO)2 · 3 Cu(AsO2)2

Gwer Scheele Cu2HAsO3(OH)2

Malakit Cu2CO3(OH)2

Mergl kouevr Cu2(OH)2CO3(s)

Rousin kouevr Cu2(C19H29COO)2


Livegennoù gwer krom

Ne c'heller ket fardañ liv gwer padus diwar plant pe loened, rak buan e tro da c'hell GELL abalamour da zispeuradur ar c'helligoù organel.
E Skandinavia e veze graet meur a arliv gwer diwar linad, raden, stlañvesk, delioù an onn ha rusk ar bezv. Arouez ar goanag, an eürusted hag ar finborte e oa e sevenadur ar Vikinged, alies e vezent gwisket e gwer. Erc'h ha skorn a gavas Eirik Raude en douar nevez a dizhas er bloavezhioù 980, met Grønland ("Daouar gwer") a reas anezhañ abalamour ma oa un tiriad a c'hoanag.

Pa ouie kouerien Europa ar Grennamzer fardañ liv gwer dibad diwar plant, kêriz a rae dre soubañ ar gwiadoù en ur veoliad glaz ha goude en unan velen. E dibenn ar mare avat e voe kemmet an traoù, evit daou abeg : an dud e fellas dezho kaout livioù flamm ha padus, ha reolennoù korf-micher al livadennerien a verzas meskañ glaz ha melen. Renket e voe ar stalioù-labour dre zanvez ha dre liv ; neb en devoa gwir da livañ gloan e ruz e oa berzet dezhañ livañ lien e glas. Dic'hallus neuze e oa meskañ glaz ha melen, pa veze disrannet ar beoliadoù an eil re diouzh ar re all. Nebeut-ha-nebeut neuze e troas al livadennerien war-du ar mein, metaloù en holl anezho.
Setu amañ al livegenn bennañ zo.

Gwer douar

Anvet eo gwer Verona ivez. Abaoe an Henamzer e vez arveret rak daoust dezhi bout gwan a-fed kuzhat al livioù all ez eo padus-kenañ ouzh ar gouloù hag an danvezioù kimiek. En Italia ar Grennamzer e servije da wiskad kentañ liv kroc'hen an tudennoù diskouezet en amheol.

Gwer emrodez

Pistrius-kenañ eo al livegenn-se, pa'z eus arsenik enni. Fardet e voe e 1808 diwar mergl kouevr evit erlerc'hiañ ouzh gwer Scheele (a zo arsenik enni ivez) ha lakaet war ar marc'had alaman gant William Sattler e Schweinfurt (Bavaria) e 1814. Eus glas-gwer skedus da wer eo skalfad he arlivioù, ha mat e c'holo al livioù all. Met distabil eo ouzhpenn bezañ pistrius, setu e voe dilezet e deroù an XIXvet kantved. Dre ma oa marc'had-mat he fardañ e voe arveret al livegenn gant an arzourien, ha da voullañ paper-moger a-vil-vern. E Rouantelezh-Unanet ar bloavezhioù 1860 e voe savet evezh a-zivout bugale o vervel diwar an arsenik a zeue eus paper-moger o c'hambroù mouest. Hep mar e c'hoarvezas heñvel gant Napoleon Iañ en e harlu e Saint Helena. En dilhad gwer e veze kavet stank ivez.

En Henroma e veze drailhet emrodez da fardañ bazalmoù evit pareañ daoulagadoù an dud ; tamm-ha-tamm, a-dreuz ar c'hantvedoù, e teuas ar gwer da aroueziañ ar vezegiezh hag an apotikerezh evel ma ra hiziv.

Gwer kobalt

E 1780 e voe kavet al liv-se gant ar c'himiour svedat Sven Rinman (1720-1792) dre veskañ oksidenn kobalt hag oksidenn zink. Biskoazh ne voe boutin implij ar gwer kobalt el livouriezh en abeg d'he friz uhel-uhel ; ouzhpenn, n'eo ket gwall vat evit goleiñ livioù all. Diouzh ar c'hementadoù zink ha kobalt e c'hall al liv bout forzh pelec'h etre gwer teñval ha roz.
Daoust da gement-se e vo pouezus arver ar gwer kobalt en dekvloavezhioù da zont marteze, peogwir ez eus bet kavet perzhioù tredanwarellek dezhi ; mar befe savet memorioù urzhiataerioù diwarni e vefe gouest an ardivinkoù da enkargañ ha loc'hañ o reizhiad korvoiñ en ul lajadig, kement-se en ur lonkañ nebeut-tre a energiezh.

Gwer krom

E Pariz e voe lakaet e gwerzh gant ar gimiourien Pannetier ha Binet e 1838. Ganto e oa bet fardet, hogen kavet e vez en natur, er mein anvet eskolait. Kalz e vez arveret dre m'eo stabil-tre, da fardañ pentur, liv evit ar moullañ ha traezoù e gwer ; diwarni e farder al livegenn anvet viridian. Talvezout a ra ivez da levnañ kontilli, aotennoù, ferennoù gwer, hag all.

Malakit

Al livegenn wer koshañ anavezet eo ar malakit, pa'z eo bet kavet e bezioù Henegipt. Gant an henc'hresianed e voe goveliet he anv abalamour d'he liv par da hini ar c'haol-malv (genad Malva), a zo malachē (μαλάχη) en o yezh. Karbonat kouevr naturel eo, a zo kizidik ouzh ar gor hag an trenkennoù. Er XVvet kantved hag er XVIvet kantved e voe implijet stank gant al livourien en Europa.

Mergl kouevr

Aketat kouevr eo, brudet evit e liv a denn diouzh ar glaz hag a zo distabil ha treuzwelus ; a-gozh eo anavezet, pa voe implijet adalek an Henamzer betek diwezh ar mare barok en XVIIIvet kantved da livañ gweledvaoù ha dilhad gwer. Ne vez mui gwerzhet hiziv en abeg ma'z eo pistrius. Da c'hell teñval pe da zu e tro pa vez kozh.

Rousin kouevr

Abaoe ar XVvet kantved e vez graet diwar dileizhañ kouevr e rousin strilhet an tourmantin (Larix decidua), a anver « tourmantin Venezia ». Arveret e veze ar meskaj evit klerañ ha peurvec'hiañ ar gwer viridian, evel ma veze graet alies-tre en Italia ar XVvet kantved evit livañ glasvez.

Viridian

Stabil-kenañ eo al livegenn wer zibistri-se, a voe breouet e 1859 gant an ao. Guignet e Pariz. Ken mat e voe degemeret gant ar c'hreantourien hag an dourlivourien ma voe dilezet ar gwer emrodez, a zo pistrius. Gouest e vefe ar gwer viridian da erlerc'hiañ ouzh forzh peseurt livegenn all, ha pa vefe hengounel pe arnevez.

Arlivioù

Bukit war pep liv da welout e anv
#004953 000000
#00563b 000000
#006400 000000
#00644e 000000
#006600 000000
#00693e 000000
#006b3c 000000
#007000 000000
#007f5c 000000
#008000 000000
#008080 000000
#00853e 000000
#009000 000000
#009150 000000
#009b7d 000000
#009e60 000000
#009f6b 000000
#00a550 000000
#00a86b 000000
#00a693 000000
#00a877 000000
#00ab66 000000
#00ad83 000000
#013220 000000
#014421 000000
#014d2f 000000
#01796f 000000
#002000 000000
#03c03c 000000
#043927 000000
#0bda51 000000
#138808 000000
#18453b 000000
#1b4d3e 000000
#1cac78 000000
#228b22 000000
#29ab87 000000
#2e8b57 000000
#2f847c 000000
#317873 000000
#355e3b 000000
#388738 000000
#39ff14 000000
#3fff00 000000
#40826d 000000
#43b3ae 000000
#444c38 000000
#49796b 000000
#49b675 000000
#4a5d23 000000
#4b5320 000000
4b6f44 000000
#4cbb17 000000
#4d5d53 000000
#4f7942 000000
#4fffb0 000000
#50c878 000000
#55dd33 000000
#568203 000000
#5e8d61 000000
#5f8e62 000000
#61cb27 000000
#66ff00 000000
#679267 000000
#6c7c59 000000
#71bc78 000000
#74c365 000000
#76ff7a 000000
#808000 000000
#87a96b 000000
#8a9a5b 000000
#8f9779 000000
#90ee90 000000
#98fb98 000000
#9ac48f 000000
#a9ba9d 000000
#ace1af 000000
#adff2f 000000
#d0f0c0 000000
#dadd98 000000

Istor

#308d57 e oa liv Osiris !

Henamzer

Ne gaver na liv glas na liv gwer en arz ar Ragistor, p'emañ an du, ar gell, ar gwenn hag ar ruz. Mil bloaz diwezhatoc'h e oa peuzheñvel an traoù p'en doa desket mab-den livañ gwiadoù : ne ouie ket c'hoazh fardañ glaz pe wer.
En Henegipt e veze fardet livegennoù gwer, ha puilh e veze implijet al liv war ar gwiadoù hag an dilhad ; sakr e oa al loened "gwer" evel krokodiled ar stêr Nil. Ar glaz hag ar gwer a oa livioù mat da argas an drouksperedoù ha gwareziñ ar re varv er bed all ; liv Osiris, doue ar vuhez, ar marv hag ar strujusted, eo ar gwer.

Ne voe ket gwall bouezus perzh ar gwer en Henroma e-kichen ar gell, ar gwenn, ar melen hag ar ruz ; e gwirionez ne ouie ket ar Romaned meskañ ar glaz hag ar melen da gaout gwer, ha dre blantennoù ne zeu nemet livioù damlouet disked. Ne gaved al liv gwer nemet er prierezh hag e greanterezh ar gwer.
Adal an Impalaeriezh (-31), dindan levezon ar Gelted hag ar C'hermaned, e voe fardet dilhad gwer evit ar merc'hed, petra bennak ma veze lakaet al liv-se da varbar gant ar re gozh. Ar gwer e oa liv karetañ an impalaer Nero (3768).
Liv ar goanag e voe ar gwer en Henroma ivez ; a-wechoù e vez paket ar vugale nevez-vet e lien gwer evit ma vije hir o buhez.

Codex Manesse
Heidelberg, c. 1310

Krennamzer

Mare ar glaz e voe ar Grennamzer, met pouezusoc'h-pouezusañ e voe ar gwer er vuhez pemdez hag en arzoù.
Digemm e voe statud al liv gwer e-pad tremen 700 vloaz goude diskar an Impalaeriezh roman e 476 hag enkrog an Iliz katolik roman war Europa ar Grennamzer, rak er Bibl eo ar gwer liv ar glasvez hepken. An impalaer Karl Veur (742814) hag e warlerc'hidi a wiskas dilhad roman o stumm ha german o liv gwer, kevret gant ruz ar galloud.
Er bloaz 1195 ez embannas ar c'hardinal Lothaire de Segni, a voe ar pab Inosant III diwezhatoc'h, e zornlevr De sacro sancti altari mysterio ma tisklêrias daou dra bouezus : liv ar goanag er vuhez peurbadel eo ar gwer, ret eo dezhañ bezañ dibabet evit an deizioù hag al lidoù ordinal rak re al lidoù meur eo al livioù all. Dre se e teuas de facto al liv gwer an hini implijetañ a-hed ar bloaz[6].

Liv an islam ivez eo ar gwer. Er C'horan ez eo liv an nevezamzer, an neñv hag ar Baradoz. War-dro ar bloaz 1000 e oa ar gwer liv ofisiel diskennidi ar profed Mahomed. Adalek an XIIvet kantved e troas da hini an islam, gwisket e veze gant ar pennadurezhioù ha ne voe mui gwiadet en tapisoù rak arabat eo kerzhout war ul liv nevet. Marteze e c'hoarias ar c'hroaziadegoù ur perzh bennak e kement-se, pa oa ar gwer liv an diaoul er gristeniezh.

Adalek ar bloavezhioù 1100 e teuas ar gwer en arzoù europat, er bed germanek pergen. El lennegezh e oa liv ar yaouankiz hag ar garantez, troioù-kaer ha stourmadennoù ar varc'heien war al lisoù, met ne veze ket gwelet gwall alies war ar skoedoù rak a-boan ganet e oa an ardamezouriezh.
En XIIIvet kantved, an doueoniour Guillaume d'Auvergne (11901249) a embannas e oa brav ar gwer peogwir e oa ul liv kerreizh, kempouez, dereat hag a ziskuizh an daoulagad. Boas e veze ar skrivagnerien da skrivañ war tablezennoù gwer e-lec'h gwenn pe zu.
Er Grennamzer ivez e voed krog da sevel gwerjezioù (eus al latin viridarium, deveret diouzh viridis) a oa liorzhoù karrez ha kloz ma kaved kalz gwez, ur winieg tro-dro d'ur bradenn. Diwezhatoc'h hepken e talvezas gwerjez kement ha frouezheg.

Adalek deroù an XIIvet kantved ha betek eil hantervezh an XIIvet kantved e voe mesket buhez al lezioù ha hini ar varc'heien ; ar ruz hag ar gwer e voe al livioù trec'hel, betek ma voe reoliet implij al livioù gant an ardamezouriezh e dibenn ar mare-se. En eil hantervezh an XIIvet kantved e voe meneg el lennegezh eus marc'heien wer, anezho tud yaouank herrus hag a laka an dizurzh ; er romant gallek Li Hauz Livres du Graal[7] (a-raok 1250) e vez Perlesvaus (a zo Perceval le Gallois e galleg, Sir Percivale de Galis e levrenn XIV ar c'helc'hiad Le Morte d'Arthur, 1470)[8] gant e vreur yaouankoc'h Glaouin le Vert hag a ra hervez giz an amzer : degas trubuilh.
Marc'heien wer wirion zo bet, evel ar c'hont Amédée VI Savoia (13341383), lesanvet le comte vert abalamour ma veze gwer liv e hobregon a-c'houde un tournamant e Chambéry e 1353 m'en dougas en enor d'ur vaouez a oa he milgin gantañ. Chomet eo al liamm etre ar vilgin wer hag ar garantez betek ar ganaouenn Greensleeves (1580).

E pep lec'h e vez liv gwer war an dornskridoù enlivet ma lider an nevezamzer, evel en Très Riches Heures du duc de Berry e deroù ar XIVvet kantved. E dibenn ar Grennamzer e teuas ar gwer da vezañ liv ar merc'hed en gortoz da zimeziñ ha, dreist-holl, hini ar re vrazez.

Ardamezeg Hiérosme de Bara, 1578
Ardamezeg Hiérosme de Bara, 1578

Evitañ da vezañ hollvezant el lezioù, war al lisoù hag el lennegezh, ne weler ket al liv gwer gwall alies war an ardamezioù a veze diskouezet en emgannoù hag en tournamantoù adalek an XIIvet kantved (5%, pa vez tremen 50% a ruz, 45% a wenn hag a velen, 25% a c'hlaz hag a zu). Reoliet strizh eo arver al livioù an ardamezouriezh, nepred ne vez ezvezant ar gwer, met den ne oar resis perak e veze implijet ken dibaot a wech ; daou abeg zo bet goulakaet : diaes-bras e veze fardañ al liv, ha displann e oa ar ster anezhañ.

Tristan e voe haroz karetañ ar Grennamzer, ha gwer e oa e skoed : er romant disin Tristan en prose (c. 1232) a liamm istor Tristan hag Izold ouzh mojenn ar Roue Arzhur e teskriver ardamezioù ar marc'heg yaouank evel-henn : e gwer e leon en aour armet ha teodet en gul[9]. Adalek embann ar skrid-se betek kreiz ar XVIIvet kantved e voe displeget ha skeudennet e skoed gant al liv-se e garskeudennoù, livadurioù ha pallennoù moger, ardamezegoù, danevelloù tournamantoù, gouelioù hag abadennoù a denn da vojenn Arzhur. Ouzhpenn bezañ arouez ar garantez hag ar yaouankiz, evel dleet, dre vojenn Tristan ez eo aet al liv gwer da arouez an hemolc'h, ar goadeg, ar sonerezh, ar follentez, an dizurzh, torridigezh al lezenn ha, dreist-holl, hini an dic'hoanag hag ar wallblanedenn. Peogwir e oa distabil al liv gwer a farded d'ar mare-se e veze liammet ivez ouzh ar chañs hag ar blanedenn. Kement-se a c'heller liammat ouzh Fortuna, doueez ar chañs hag an tonkadur er relijion roman, a veze gwer he dilhad e skeudennoù ar Grennamzer[10].
E dibenn ar XIVvet kantved e voe skrivet e krennsaozneg ur romant arzhuriek all, Sir Gawayn and þe Grene Knyȝt ("An aotrou Gawayn hag ar Marc'heg Gwer") ma'z eus ur marc'heg gwer, ur chapel wer hag ur gouriz gwer. A-hed an istor ez eo liammet al liv gwer ouzh an tonkadur hag ar marv[11].

Evit an abegoù-se end-eeun e voe er-maez a c'hiz al liv gwer e dibenn ar Grennamzer. Pa voe termenet livioù "onest" ha reoù all "dizereat" gant pennadurezhioù keodedel ha relijiel e voe lakaet ar gwer da fall rak liv an diaoul ha darn eus e loenedva (erevent, kokatrised, krokodiled, morwragez, naered, tousegi hag all) e oa[12]. Ur perzh boutin d'al loened-se eo e tarempredont an dour, a veze lakaet da wer er Grennamzer ; ken diwezhat hag ar XVIIvet kantved e voe livet an dourioù e glas war kartennoù an douaroniezh. E-kichen al loened-se e veze lakaet boudoù mojennel an natur (arc'houereed, boudiged, elfed, koboled, korriganed, lutuned, trolled hag all) da wer dre o c'horf pe o dilhad, peogwir e vevent er glasvez en ur bed iskis etre an natur hag an dreistnatur ; en XIXvet kantved e voe ijinet boudoù faltazius all : boulomigoù gwer Meurzh.
Fall da vat e oa al liv gwer pa veze lakaet da hini ar sorserezed e dibenn ar Grennamzer, ha dreist-holl en amzer arnevez adalek 1550 betek diwezh an XVIIIvet kantved : gwer e oa o daoulagad hag o dent, gwer ivez o dilhad, gwer c'hoazh o drammoù hag an hanter eus o loened (du e oa an hanter all). En Henroma dija e veze brudet fall tud o daoulagad gwer, pa vezent lakaet da drubard, gwidreüs ha gadal.

Amzer arnevez

Al-Khiḍr (c. 1650)

Adalek ar XVIvet kantved hag an Disivoud protestant e voe dispriziet al liv gwer muioc'h c'hoazh, war-bouez hini an Natur peogwir e vije bet krouet gant Doue. Er XVIIvet kantved e ouied renk an dud er gevredigezhioù europat dre al livioù a zougent, hag e pep lec'h e oa ar gwer liv ar re bartapl hag ar gouerien.
Brizhkredennoù kozh a badas betek an oadvezh arnevez, ha betek hiziv an deiz zoken. Da skouer, a-gozh e vez tabou al liv gwer e bed ar c'hoariva ; den ne oar perak resis : abalamour d'ar gouleier hag a lakae al liv da c'hris, pe d'al livegennoù pistrius a lazhas meur a c'hoarier. E-pad pell ez eo bet tabou war ar bigi ivez, pa greded e tesache an arnev hag an tan-foeltr ; Breizh eo bet ar vro ziwezhañ en Europa ma oa bev ar vrizhkredenn-se[13]. En enep, en Alamagn hag en Aostria e vez livet e gwer dorioù ar c'hrevier-saout evit o gwareziñ diouzh an tan-foeltr, ar sorserien hag an drouksperedoù ; e Bavaria, Bro-Skos, Danmark ha Portugal ez eo goulaouennoù-koar gwer a ra al labour-se.
N'eo ket en Europa hepken e kreded e boudoùigoù gwer an Natur, pa'z eus en hengoun islamek un dudenn anvet Al-Khiḍr (الخضر "an Hini Gwer") hag a zo meneget er C'horan (18:65-82) evel un arc'houere madoberus hag a warez ar veajourien, a bella ar c'horventennoù, al lazh an tanioù-gwall, a savete an dud a zo o veuziñ, a argas an naeron hag an drouksperedoù.

Lavaret e vez ez eo eurvezh diwezhañ an noz an hini zuañ a-raok tarzh-an-deiz ; pa voe ar XVIIvet kantved unan kañvaouus alies ha du-pod a-wechoù e voe an XVIIIvet kantved, Kantved ar Sklêrijenn, unan skedus, livet-flamm ha leun a c'houloù rak brasaet e voe digoroù an tiez ha gwellaet ar goulaouiñ. Muioc'h a bled a voe taolet ouzh al livioù dre ma vezent gwelet gwelloc'h ; buan ez eas ar fardañ livegennoù war-raok, en ur gas gantañ greanterezh al livadennerezh hag an ijinerezh gwiadel ; aloubet e voe ar skiantoù, an arzoù, ar c'hizioù hag ar gevredigezh dre vras gant al livventerezh. Met kement-se a lakaas ar glaz war-raok hag a lezas ar gwer war vord an hent, ar glaz a zidronas ar ruz e kalon an darn vuiañ eus Europiz ; hiziv c'hoazh ez eo o liv karetañ, pell dirak ar re all. Fallvrudet e voe al liv gwer abalamour ma ne glotje ket gant ar glaz – Blau oder Grün muss man wählen eme an Alamaned, Glaz pe wer, ret eo d'an den dibad, hag ar Saozon da gadarnaat : Blue with green should never be seen Glaz gant gwer a rankfe na vezañ gwelet morse.
E dibenn ar c'hantved e voe didamallet ar gwer un tamm a-drugarez da berzh mat al livegennoù teñval, a blijas muioc'h d'ar vourc'hizien eget d'an noblañsoù. Kement-se a lenner c'hoazh e Zur Farbenlehre ("Dornlevr al livioù) Johann Wolfgang von Goethe, bet embannet e 1810, ma laka ar gwer da liv ar vourc'hizien hag ar varc'hadourien, ar ruz da hini an noblañs, an du d'ar gloer, ar glaz d'an artizaned ha d'ar vicherourien (hiziv c'hoazh ez eo ar glaz liv an dilhad-labour).

E deroù an XIXvet kantved e voe ar gwer liv ar frankiz, goude bezañ bet hini an distabilded hag an dorridigezh ; liv ar dispac'h e oa bet er bloavezhioù 1790, diwar e berzh evel arouez ar goanag ha peogwir e oa bet lakaet da eneb ar ruz, a zo liv ar berz.
War-dro ar bloaz 1770, ar gwer a oa bet dibabet evit aotren hag ar ruz evit berzañ an diraez da lod porzhioù Mor an Hanternoz hag ar Mor Baltel. A-hed hantervezh kentañ an XIXvet kantved e voe hollekaet ar reizhiad el live etrebroadel. Buan e voe lakaet e pleustr war an hentoù-houarn, hag e miz Kerzu 1868 e voe ar gouleier-straed kentañ e Londrez (e Salt Lake City e 1912, Cleveland e 1914, New York e 1918, Pariz e 1923 ha Berlin e 1924).

Babar e 1931

En eil hantervezh an XIXvet kantved ez eas stad al liv gwer war wellaat a-nebeudoù rak mui-ouzh-mui a dud a yeas da vevañ e kêrioù hag a voe dedennet gant ar maezioù. En XXvet kantved e voe liv ar yec'hed hag ar vakañsoù ; krouet e voe takadoù gwer er c'hêrioù, klasoù gwer er skolioù, vakañsoù gwer, bouedoù gwer hag all.
Liv ar vugale e voe ivez, a-drugarez da droioù-kaer an olifant Babar e zilhad gwer, bet ijinet gant Cécile Sabouraud ha skeudennaouet gant he fried Jean de Brunhoff e 1931.

Da heul ar Raj breizhveurat (Lu an Indez) o dibabas da gentañ e dibenn an XIXvet kantved, holl armeoù ar C'hornaoueg a yeas war al livioù arwer kaki 0000 ha dark kaki 0000 evit o unwiskoù abalamour ma'z int diaes da verzout. Diouzh e du, al lu alaman a zibabas ar gwer Feldgrau 0000 na reas ket berzh abalamour d'an daou vrezel-bed ha d'ar gwer "melestradurel" rak ar gwer-se e oa arouez ar vurevveliezh abaoe ar bloaz 1900.

Hiziv an deiz ez eo ar gwer liv an ekologiezh er bed a-bezh, abaoe krouidigezh an aozadur Greenpeace e 1971. Kalz aozadurioù tro-dro da hennezh zo o stourm evit ma vefe degemeret ar green attitude war kement tachenn a zo, ar pezh a gas lod embregerezhioù ha gouarnamantoù da ober grennwashing, da lavarout eo lakaat da grediñ ez int a-du padal n'int ket.

Muioc'h eget biskoazh e lakaer ar gwer da liv an natur hag ar goanag war ur blanedenn saotret, warni spesadoù a zo gourdrouzet gant kemmadur an hin, mab-den en o zouez.

Bannieloù

A-c'houde an Dispac'h gall, Kanton Vaud a embannas e zizalc'hiezh d'ar 24 a viz Genver 1798 hag a zibabas ur banniel gwer ha gwenn, gant ar sturienn Liberté et patrie. Meur a Stad hag a vro o deus dibabet al liv gwer evit o banniel, en abeg d'o dizalc'hiezh ha d'o frankiz, d'o c'hoadegi ha d'ar pinvidigezhioù a dennont diouto, pe en enor d'an islam. Ar gwer, ar melen hag ar ruz eo livioù Afrika ; war banniel Iwerzhon, liv ar gatoligiezh eo ar gwer, hini ar brotestantiezh eo an orañjez, hag arouez ar peoc'h etrezo eo ar gwenn.

En arzoù

Kengereg ar gouloù

Enliverien dornskridoù dibenn ar XIVvet kantved a veske glaz ha melen a-benn kaout un arliv gwer, dre wiskañ an eil gant egile pe dre gejañ livegennoù : div a orin maenat (azurit ha melen staen, da skouer), div a orin struzhel (Isatis tinctoria ha Reseda luteola) pe c'hoazh unan vaenat hag unan struzhel (lapis lazuli hag orpimant As2S3).
Den ne oar pegoulz e krogas al livourien da fardañ liv gwer dre veskañ glaz ha melen. E kreiz an XVIIIvet kentved c'hoazh e oa lod anezho o tispriziout ar re a rae e-lec'h ober gant al livegennoù hengounel evel ar malakit pe ar mergl kouevr. Ar pezh a ouzer eo e rae al livourien o meskaj pell a-raok 1704, ar bloaz ma embannas Isaac Newton e labour diwar-benn ar gouloù gwenn, a dorras gant ur c'hengereg.
Dre zielfennañ taolennoù al livourien italian Giorgione (1477-1510) ha Giovanni Bellini (~ 1433-1516) e ouzer e veskent glaz ha melen dija. Ar vistri flandrezat ne raent ket.
Ne gemmas ket an traoù betek embannadur Experiments and Considerations Touching Colours ar fizikour ha kimiour Iwerzhonat Robert Boyle (16271691) e 1664, ma skrivas e oa trawalc'h ober gant gwenn, du, glaz, melen ha ruz evit kaout an holl livioù a c'heller gwelout[14].

Techet e vezer da lakaat ar gwer da liv ar romantelouriezh (c. 1775c. 1850) en abeg d'ar glasvez, hogen pouezusoc'h eo bet glaz an dour ha du an noz. Glas eo bet prantad kentañ al luskad, a-c'houde embannadur Die Leiden des jungen Werthers Goethe e 1774, ha du an eil prantad evel er varzhoneg El Desdichado gant Gérard de Nerval (1854).

Mammennoù

  • (fr) Heller, Eva : Psychologie de la couleur : effets et symbolique, Éditions Pyramyd, 2009, (ISBN 978-2-35017-156-2)
  • (fr) Moore, Christopher : Sacré Bleu, Équateurs, 2015, (ISBN 978-2-84990-385-8)
  • (fr) Pastoureau, Michel : Bleu – Histoire d'une couleur, Seuil, 2000, (ISBN 978-2-7578-4001-6)
  • (fr) Pastoureau, Michel & Simonnet, Dominique : Le petit livre des couleurs, Éditions du Panama, 2005, (ISBN 978-2-7578-4153-2)
  • (fr) Pastoureau, Michel : Une histoire symbolique du Moyen-Âge oocidental, Points, 2014, (ISBN 978-2-7578-4106-8)
  • (fr) Varichon, Anne : Couleurs – Pigments et teintures dans les mains des peuples, Le Seuil, 2005 (ISBN 978-2-02-084697-4)

Liammoù diavaez

Pennadoù kar

Notennoù

  1. (fr) Dictionnaire alchimique
  2. Victor Henry : Lexique étymologique du breton moderne, Rennes, 1900, p. 152 — Lenn en-linenn
  3. Geriadur Gaffiot (1934)
  4. Devri.
  5. (en) Online Etymology Dictionary
  6. (fr) Pastoureau, Michel : Le temps mis en couleurs, Bibliothèque de l'École des Chartes, 1999, levrenn 157, niverenn 1, p. 117 – Lenn en-linenn
  7. (fr) Le Haut Livre du Graal, Le Livre de Poche, 2007 (ISBN 978-2-253-08224-8)
  8. N'eo ket Peredur fab Efrawg ar Mabinogi.
  9. Löseth, Eilert : Le Roman en Prose de Tristan, Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-0-243-99631-5)
  10. Gwer ha melen eo sae Fortuna ha gwer liv ar chañsoù en dornskrid Le Livre dela Mutation de Fortune (1403) gant Christine de Pisan (13641430) — Lenn en-linenn
  11. Un droidigezh zo bet graet e brezhoneg eeun gant Roparz Hemon e 1949Lenn en-linenn
  12. Daoust d'an tousegi bezañ gris ; kontet e veze e wiskent dilhad gwer evit touellañ an dud e sabat ar sorserien. Gwelout Berlioz, Jacques : L'animal exemplaire au Moyen-Âge, Presses Universitaires de Rennes, 2000, pp. 267-288 (ISBN 978-2-86847-435-3)
  13. Pastoureau, Michel (2010) : Les couleurs de nos souvenirs, Points, 2015 (ISBN 978-2-7578-5447-1)
  14. (en) Lenn en-linenn

Livioù | Roll al livioù

Gwenn
#ffffff
Arc'hant
#c0c0c0
Gris
#808080
Du
#000000
Ruz
#ff0000
Orañjez
#ffa500
Melen
#ffff00
Gwer
#00ff00
Cyan
#00ffff
Glas
#0000ff
Indigo
#4b0082
Mouk
#7f00ff
Magenta
#ff00ff
Olivez
#808000
Gell
#954535
Turkez
#008080
Roz
#ffc0cb



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger du er
wikeriadur, ar geriadur frank.